Eur c’hy a neuye manific
Hac en e c’heno eur pez qig :
Deus an eol o vea scler
E vele e sqeud er rinvier.
Commanç a ra en em sicour
Da dapout ar sqeud-ze en dour.
C'hoari a ra partout en dro,
Digueri a ra e c’heno.
En dour an tam-ze a roulas
Ha netra gantàn ne chomas.
Neuse o veza estonet,
Hac èn chomet enno mantret,
O voelet collet e vevanç ;
Assambles gant e esperanç.
A ben eun neubeut goude-ze,
E speret o tont a darre,
Hac e lavare dre e c’hars :
Emàn a so bed eun tol scarz.
O ! ma carjen bea bed fur
Da zerc’hel ar pez am boa sur,
E voa chomet guenèn eun dra,
Ha bremàn ne voelan netra.
Bed ezon meurbet diavis
Hac em eus gred eur guel zotis.
Ar sans guirion demeus ar fabl
A ro demp avis profitabl
Da veza ha sobr ha prudant,
Ha da lacât hor santimant
Da ober solid reglenno
Evit brida hon dezirio ;
Ne golfemp ar pez a so zur
O clascq treo en avantur.