Mont d’an endalc’had

Al Leön ha Loenet-all.

Eus Wikimammenn
◄   Ar C’hy hac ar Sqeud. Al Leön ha Loenet-all. Ar Bley hac ar Gru.   ►



FABL 6.


Al Leön ha Loenet-all


Al leön, an dànvad ha re-all
A eure eun accord guech-all
Qement a dapient er chasse
A vije commun entreze.
Pa voaint o vale dre ar vro
Hac int o tapout eur c’haro :

Neuse, hep nemeur a langach
E voe commancet ar partach.
Pa voa gred ar portiono
Herve ar c’honditiono,
Al löen, evel an nobpla,
A deu da gemer da genta.
Neuse e rez eur yudaden
Hac e lavaras evellen :
Homàn, emezàn, a so dìn
Hac hounes ive ma hini,
Dre ma zon an excellanta
Hac ive ar puissanta,
Hac eben ive am bezo :
Gred em eus muya d’ar c’haro.

Sans moral.


Mar consorties gant re vras
E zout certen da vea voaz :
Er profit al loden vian
Hac an hini vrassa er boan ;
Mæs gant ar re so evel-dout
Eur memeus droet o pezo tout.


————