Eur c’hy a voe gourveet
En craou an oc’hen da gousqet.
Dont a rê joaus an ijen
Da esse dibri eus e foen ;
Ma scoë anezàn ar c’hy
Evit en empech da zibri.
Maleur, eme’n ijen, varnout
Dre an avi a so ennout.
Eus ma ampech da zibri foen
Ha te ne zebres bruzunen.
Sans moral.
Cals a dud a so chagrinus,
Deus mad ho nessa avius :
Qement eo ho speret mechant
Ne ellont qet beza contant
Ha deze ne servichfe qet
Dre ar reson ma zeint loenet.