Al Louarn hac ar Bley.

Eus Wikimammenn
◄   Al Louarn hac ar C’has. Al Louarn hac ar Bley. Ar C’hy hac an Ijen.   ►



FABL 67.


Al Louarn hac ar Bley.


Al louarn en eur punç coeet,
En danjer da veza beuet,

Gant ar piril en devoa nec’h,
Ma ped ar bley a voa d’an ec’h
Da deurel dezàn eur gorden
Evit ma c’halje en em denn.
Ar bley diontàn a c’houlle :
Penaus oude queet aze ?
Egile a respont dezàn :
Ne ma qet an amzer bremàn
Da gonta did ar fessonio
Ma zeo bed aruet an dro.
Pa pezo ac’hanon tennet
Mèn gonto did tout var ho hed.

Sans moral.


Ar re a ve en pirillo,
O deve eöm zicourio,
Ne geront qet goulen onte
Comso inutil d’ar poent-ze :
Sicour aneze prontamant,
Lezel comso emporneant.


————