Pa oa ar C’hont iaouang o vond deuz ann arme,
Klevaz eur verjeren o kana er mene (bis) :
— Lared d’in, berjeren, da biou ec’h eo ar son
A ganec’h brema-zonn ?
— Tewed, em-ehi [1], otro, na n’en em jened ket,
Na n’e ket d’ac’h ar sonn a ganenn brema-zonn ;
Na [2] n’e d’ann dimezel deuz ar ger a Weto
Lerer zo dispaket eunn daou pe dri de zo,
Lerer zo dispaket eunn daou de zo pe dri :
Ari ar c’hont en ker evid he c’heureuji. —
’Nn hini goz a lere en kampr he merc’h henan :
— Otro Doue ! ma merc’h, para vo groet breman ?
Otro Doue ! ma merc’h, para a vezo groet ?
Ari ar c’hont en ker ma veed eureujet.
— Daled eta, ma mamm, daled ma alc’houeio
Hag ed-tu d’am c’hampr wenn da wit braoario ;
Ha diesed gan-ac’h eunn abid inkarnal
Hag eunn abid satinn da lakat war he var ;
Ha diesed gan-ac’h ma dantelez arc’hant
Evit lakât d’am c’hoar a zo eur plac’hik koant :
Prezanted hi d’ar c’hont, pa antreo er gampr
Pa antreo er gampr.
— Salud d’ac’h, dimezel, dimezel a liou goant,
Gand hoc’h abid inkarnal, ho tanletez arc’hant.
Mes ann-obsant miz oc’h n’a ken koantik stipet,
N’e ket c’houi ann hini a oa d’in-me dimezet ;
N’e ket c’houi ann hini a oa d’in-me dimezet,
N’en e ho c’hoar henan : pelec’h ec’h eo hi et ?
En beo pe en maro me renko hen c’havet
Me renko hen c’havet. —
’Nn hini goz a lere en kampr he merc’h henan :
— Otro Doue ! ma merc’h, para vo groet breman ?
Otro Doue ! ma merc’h, penoz a vezo groet ?
Ari ho c’hoar e ger gand ar c’hont refuzet
Ari ho c’hoar e ger gand ar c’hont refuzet
Gand ar c’hont refuzet.
— Daled eta ; ma maman, daled ma alc’houeio,
Hag ed-tu d’am c’hampr wenn da wit braoario
Hag ed-tu d’am c’hampr wenn da wit braoario
Da wit braoario ;
Ha diesed gan-ac’h eunn abid inkarnal
Hag eunn abid satinn da lakât war he var ;
Ha diesed gan-ac’h ma senturen geran,
’Wit ma vin mistr ha moan da vonet dira-z-han ;
Ha diesed gan-ac’h na ma c’hoef-noz ive :
Rak me a oar ervad a gollin ma bue,
— Salud d’ac’h, dimezel, dimezel a liou bal,
Gand ho tantelez arc’hant, hoc’h abid inkarnal :
Dindan ann treo ker-ze c’houi a doug ar glac’har
C’houi a doug ar glac’har ;
Ma spered a lar d’in, p’ho kwelan o kerzet,
Ac’h euz ganet eur mab pe eur verc’h bannaket.
— Ha pa venn dispennet evel amann rouzet,
Biskoaz na merc’h na mab, otro, n’am euz ganet.
— Alo ! ma sonerien, soned d’imp eur son c’he.
Ma welin ann demarch deuz ar feumeulen-ze. —
Hag hen laket he dorn neuze war hi feutrin,
Ken a deuaz al lez deuz he robenn satinn
— Alo ! ma sonerien, soned breman kanvo ;
Cheleu intanv dija ar c’hont euz a Weto ;
D’ann oad a driouac’h vla ma mestrez a varvo
Ma mestrez a varvo.
Gall e rez bea laret oa me a oa he dad :
Na n’on ket eur friponn n’hag eur c’hokinn bennak.
Ha levered d’he mamm c’hastan donet aman :
War-benn ma vo ari vo he goad o ienan. —
|