Mont d’an endalc’had

Ar C’haz hag ar Raz koz

Eus Wikimammenn
A. Lefournier ha Ian Salaun, 1889  (p. 446-447)



Ar C’haz hag ar Raz koz.
————

Eun den teodet euz ar guella
Marvaillou fresk ato gantha,
Am eus clevet ne deus ket pell,
O tistaga eur rimadel.
Guechal, emezhan, e ti va zud ;
E voa eur c’haz hag en doa brud ;
Eur c’haz a vouie he vicher
Couls ha guelloc’h eget kiger :
Eur c’has dispar ; ar c’hizier all
Her c’hemere da Jeneral.
Evit ar raz, al logoden,
Oa goassoc’h evit ar vosen ;
Evel c’hoari ho distruje,
Nebeut var he lerc’h a jome,
Cridi a rea e voa he lod
Cas da netra guenn al logod.
Eul leo, pe ouspen, tro var dro
En doa skignet ar spont dre’r vro.
Guelet em eus lacat planken
En esper flastra logoden ;
Leda contam, stigna cripet
En esper distruja razet ;
Kementse oll a voa dister
E scoas sklifou roue ar c’hizier.
Gant ho enkrez, logod, razed,
En ho zoul a ome souchet.
Pa velas ne gave nep preiz
Caer en doa furchal noz ha deiz,
Ar c’hanfard a ra ker buan
’Vit ho deseo’r maro bihan.
Oc’h eur gorden var bouez he bao
He benn d’an traon, al loen brao
En em asten ’vel eur penn ier
Laket oc’h crog eur c’heginer.
Al logod, fouge braz enho,
A gred eo lazet ho bourreo.
« Al loen criz, emezho, guintet !
Eun torfet bennag en deus gret,
Eul laeraden, eun taol pao
Pe plaoufet eun tam lib-he-bao ;
Coezet he gounnar var he chouk,
Setu-hen maro oc’h ar grouk !
Casset e vezo d’an toul don,
Ha ni c’hoarzo goalc’h hor c’halon !
Neuze c’hastennont ho minou
Eun nebeut er meaz ho zoullou,
E reont daou baz, mes ep dale
Ez eont en ho neiz adarre.
D’an eil tro reont peder gamet,
D’an drede ar spont so trec’het,
Hag en em daolont dizoursi
Da biltrotat var al leur-zi.

Mes setu ama eun abaden ;
Dioc’h ar scour dres ar grougaden
Var he bevar droad plom a goez ;
Beac’h d’al logod, d’ar razet kez ;
Nep n’oa ket scanv he zivesker
A zo sammet en eun taol ber.
En eur c’hrognal, dre m’ho draille
An targaz iud a lavare !
« Eur brezelour coz, bet en tan
En deuz ardou ouspen unan ;
Ni voar pell zo ouspen eun dro,
Divar ho coust c’hui hen desco ;
Daoust d’ho neiziou, d’ho toullou don,
M’hen toue deoc’h, e teuot d’ar von,
Ha goude chocat ho corfou
Ni a lipo hor mourennou. »
Guir a lavare ; eun eil guech
E stignas dezho eur goal bech ;
Gant bleut e venna he zae c’hriz
Ha p’en doa evelse chenchet giz,
E za da zoucha adre an or
Var an ed en eun arc’h digor.
O fiziout en eur seurt bolod
E voue bras fazi al logod ;
Bep en amzer unan pe ziou
A iea d’ar pilpazig ebiou ;
Mes oll e cavent ho ancou,
Nicun ne deue da rei kelou.
Eur raz epken e doue fri mad
A dost ne deas ket da c’hoessat.
Eur raz coz oa, eun orin
En doa tennet meur a daol fin ;
Er brezel zoken e voa bet
Ha beg he lost en doa collet.
« Ar blocad bleut-ze, emezhan,
N’eus tam c’hoez mad ebet ganthan
Aze adarre, me vel splam
E clasker ober eun dro gam.
Ne dal netra dit beza bleut,
Loen divalo, rak pa ves deut
Da veza sac’h, ouzit biken
Var hed camet ne dostafen. »
Ne gomze ket fall a dra zur ;
Hag ar raz coz-ze a voa fur.
Divar he c’houst e doa desket
Hag en he zonch e doa dalc’het ;
Piou bennag re en em fizio
Keus divarlerc’h en devezo.

————