An Heol hag an Avel

Eus Wikimammenn
A. Lefournier ha Ian Salaun, 1889  (p. 445-446)



An Heol hag an Avel.
————

Eun deiz an heol hag an avel
A velaz o tont eus a bell
Gant an hent bras eur beacher
Doublet mad oc’h ar goal amzer
Edot var dro kal ar goan,
Ha d’ar mare-ze a gredan
E ve mad d’ar veachourien
Lacat mantel en ho c’herc’hen.
Diouz eur c’hostez heol o para
Diouz eun all glao o caillara.
Bep an amzer kaneveden
Gant he liou ruz, glaz ha melen
D’ar re so er mæz a lavar :
Tolet evez an nep a gar :
Ha rag-se an discar-amzer
Miziou douetuz a c’halver,
Hor beachour, na petra-ta
Eur vantel vad a voa ganta ;
Mezer dispar, cre ha teo,
Rag aoun en doa rag ar glao.
Hema, eme’n avel, a gred
En deus pep tra evel m’e dlet ;
Biscoas ne velas pot avel
O planta c’huez en eur vantel !
Boutounou bremaig a strinco,
Hag ar vantel, pe me velo
Gant ar gounnar kuit a ielo.
Eun tam c’hoari, eun tam ebat
Hor bezo, mar kirit, timat.
Mad, eme’n heol, lakeomp claoustre
Ep chom da riotal keit-se ;
Da c’hout piou en do genta

Divantellet ar c’hanfard-ma.
It, eur pennad me ho lezo
Gant coabr ha coumoul d’am golo.
Setu dioustu ar pot avel
En em c’huez evel soroc’hel,
Leis he gorf a long a ezen,
Koenvi ra evel barriken.
C’hueza ra stard, sutal, stracal,
Steki, heja, sourral, boudal ;
Toennou veler discaret,
Listri broustet, guerniou torret ;
Pep tra a gren hag a horjel,
Ha perag ? evit eur vantel.
Biscoas an ifern dinasket
Eur seurt tousmac’h n’en devoa gret.
Mes caer en doue kemeret beac’h,
D’ar beacher ne voue ket treac’h ;
Rag seul vui ma croze’n arne,
Seul vui hor c’hanfard a starde
He vantel var dro he ziouscoaz.
An avel he boan a gollas.
P’en doa great pot avel he ïoul
An heol a rinsaz ar c’houmoul,
Para ra var gein ar c’hanfard ;
Hema he vantel a zistard ;
Tomder a ia dre he izili,
Ha souden e comans c’huizi,
Kerkent ar vantel so sclapet ;
An heol he glaoustre gounezet.
An ners ne de ket ato sur,
Dousder eo benveg an den fur.

————