Nep en dije guelet Perrin
O vont e kear dimeurs vintin,
Eur podat leaz var he fenn
Sammet compez var eun dorchen !
Abred edo gant he devez,
Ha mont a rea en hent a brez ;
Mistr ha mibin e voa guisket,
Kag en deis-se e doa laket
Evit dont lijeroc’h d’ar gær
He dillad scaon, he boulou ler.
Perrin kempennet evelse
O vont gant he hent a zonje
Petra raje, ar baourez keaz
Gant arc’hant he fodadig leaz !
Eur c’hant viou am bo, emezhi ;
Teir iar a lakin da c’hori,
Hag a bouez ma lakin evez
E savin eun nebeut danvez.
Ne vo ket dies var dro va c’hær
Sevel torradou mad a ier,
Ha fin e vezo al louarn
Ma na les etre va daouarn
(Var bouez ma ho dioualllin mad)
Peadra da gas d’ar marc’had.
Eus va ier souden e savan
Arc’hant eur penmoc’hig bian.
Ar penmoc’h evit bea lardet
Al lod brenn-se ne vo ket red ;
Ha pa her prenis ken nebeut
Ne voa na goal vian na goal dreut.
Hogen p’her guerzin em bezo
Eur vozadig arc’hant brao
Ha perag n’em be ket em c’hraou
Oc’h ar pris m’ema brema’n traou
Eur vioc’h nevezal hag he leue
Pehini a velin ep dale
P’hen lakin e mesc ar chatal
Gae o lamet hag ho fringal !
Perrin o tridal dre’r zonj-se
A ra eul lam neuze ive ;
Ar pot d’an traon.... Kenavo læz !
Ier, leue, bioc’h ha penmoc’h kæz !
Ar plac’h, beuzet en he daelou
A ranc lezel he oll madou
Ledet eno var an hent bras !
Hag e riscl da gaout fest ar vas,
E za da gonta d’he fried
Ar goal dro ganthi c’hoarvezet.
Atant voue d’an oll da c’hoarzin,
Ha tor-pod oue hanvet Perrin.
Peleac’h e cafet eur speret
Ha ne dafe e touez ar steret
Eur vech bennag en eur dremen
Da ober eur bourmenaden ?
Tud diskiant couls ha tud fur,
Oll ec’h ureont a dra sur.
Netra ne blij keit d’an ene
Evel bombansou eun ure.
Oll madou ar bed zo dezhi,
An oll dud a stou dirazhi.
pa vezan em part va unan
E rafen fae var bep unan ;
Ne zoujan na soudart na laer,
Discar a raen an Impalaer :
Va lacat a rer da Roue,
An dud am c’har vel ho Doue ;
Var va fenn e za curunen
Ne ket unan, mes eun dousen ;
Mes pebez souez pa zihunan !
Ne d’oun ato nemet eur ian