Mont d’an endalc’had

Ar Bleiz hag ar c’hi (Milin)

Eus Wikimammenn

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Ar Bleiz hag ar c’hi.



AR BLEIZ HAG AR C’HI


Ober moan wadegen ha beva enn he roll,
Zo gwell ’get morlarjez, ar c’houzoug er wakol.

Eur Bleiz, deut he eskern er meaz euz he groc’hen,
O veza ma veze ar c’has oc’h hen diarbenn,
A gavaz, war he hent, eunn horden-gi nerzuz,
Lard-toaz ha flour he ler, ki distaill gallouduz.
        Lammet gant he gilpenn,
        Hen taga, hen dispenn,
        Hen diskolp’ a besiou,
        A voa micher Gwillou,
    Paneved, a-raok he zamma,
    Voa red out-han en em ganna.
    Hogen, ar C’hi voa paotr a vent
    Da ziwall he gik gant he zent.
Neuze, izel he lost, Laouik ar Bleiz kivioul,
    Oc’h ki sant-rok a dosta sioul,
    Lavar d’ez-han, oc’h he veuli,
    Ez eo kuill, ma’z eo eunn dudi !


— « Autrou, eme ar C’hi, ha petra vir ouz-hoc’h
» Da zont lard evel d-oun, ha marteze lartoc’h ?
        » List ho koajou,
» O veva c’hiz a rit, gant nebeut freskajou,
» Ez oc’h ker reuzeudik hag eur pesk war ann treaz.
      » Hep eur c’hrinsen, Eripin keaz,
» E rankit, enn ho stad, glaouri-du gant ann naoun ;
» Rak, evel a c’houzoc’h, dre ne d-euz ra z-hoc’h aoun,
» Ne c’hellit kaout kofad, na begad ’vit netra :
» A daoliou skilf, pep tamm a rankit diframma ;
        » Deut d’am heul hag e vevot mad,
        » Ac’hanoc’h e vezo great stad. »
Ar Bleiz a c’houlennaz : — « Petra zo da ober ? »
— « Nemeur a dra : pa deuio tud, gant-ho bisier,
          » Ha re baour o vale,
» Grouignal, harzal, kregi ; choum enn noz war vale ;
» Ober ho fistoulik d’ho mestr, da dud ho ti,
          » Setu eno ho kefridi.
        » Mar he grit mad, e c’hellot kaout
» Kant tra : pastellou kik, bevin-ejenn ha maout,
        » Kement d’ho koan evel d’ho lein,
» Hag ouc’h-penn meur a zourn d’ober flourik d’ho kein. »
Ar Bleiz, oc’h her c’hlevet, zo braz he levenez ;
C’hoarzin-ouela a ra gant teneredigez.
P’edont ho daou o vont, ar Bleiz hep tamm diskred,

A wel gouzoug ar Chi disvlevet, dirusket.
— « Petra ’nn dra-ze, me z han ? » — « Netra ! eur gignaden,
» Dioc’h ar c’holier am stag enn deiz oc’h va chaden. »
— « Ho stag, eme ar Bleiz, neuze ’ta ne d it ket
» Ama, a-hont, el leac’h m’ho peuz c’hoant da vonet ? »
— « Nann da ! N’euz forz ! » - « N’euz forz ! Euz hoc’h holl brejou mad
» Me ne fell din taken, gwell gan-en mont d’ar c’hoad.»
Hag ar Bleiz enn he dro, ha da skara mibin.
Abaoue red ato. —

                              Mad a ra, a gav din.
Rak beza er frankiz, digabestr ha dishual,
Chaokat kaol pe banez, evel eur penn-chatal,
Zo gwell eget dibri killeien dioc’h ar ber,
Ha beza pennasket etre peder voger.