Mont d’an endalc’had

Ar Bisac’h

Eus Wikimammenn


AR BISAC’H


Gwelet a reomp eunn drean e lagad hon nesa,
Ha ne welomp ann treust hon dall peur-liesa.

     Tad-Iou eunn deiz a lavaraz :
— « Kemend zo beo-buez, ker koulz bihan ha braz,
     » A c’hell dont dira z-oun,
     » Hep krena na kaout aoun ;
» Hag enn-han he-unan mar kav den ’bed abek,
» E c’hell lavaret d’in, heb beza tamm mezek :
     » Da bep hini, dioc’h he c’houlenn,
» Evit her parea, me roi eul louzaouenn.
» Marmouz, c’houi da genta, gwelit al loened-se,
» Lavarit d’in distag, abek am beuz da ze,
» Hag ho kened a zo ker kaer ha gened all ? »
— « Em gened, ’me ’r Marmouz, ne deuz tra da damall !»
     — « Neuze oc’h laouen enn ho stad ? »
— « Perak ne venn-me ket ! N’em beuz-me pevar droad.
     » A zo koulz ha re pep chatal ?

     » Ann Ourz a-vad n’eo kevatal ;
     » N’en deuz a-veac’h ann tres kenta,
» Ha, mar kred ac’hanoun, ne d-ai d’en em beinta. »
Ann Ourz, galvet goude, leac’h klemm, ’vel a gredet,
A voa, var he veno, he zoare klok-meurbed.
     Tro a glask war ann Olifant ;
Ha kaout, diwar he benn, da damall ne voa koant
     A-raok, adre, e giz ebed ;
     — « Hag, eme z-han, bez’ e ve red,
       » Da ober mad,
» Trouc’ha diwar bep skouarn d’ezhan eur grennbennad
     » Evit staga oc’h bek he lost ;
» He bevar droad zo pevar bost ;
     » E-berr : e voa re bez-fetiz
     » Pounner, piltosek, gourt, iskiz. »
Ann Olifant, d’he dro, hag hen fur koulskoude,
     ’Vel ar re all gomzaz ive.
     — « Kredi a rea, a lavaraz,
     » Voa ar Mor-Varc’h eunn tamm re vraz. »
       Hag Itrounik ar Verienen
A gave, dioc’h he ment, re vistrik ar Fubuen.
       Goude m’ho doe al loened
       Ann eil egile tamallet,
       Tad-Iou ho c’hasaz enn ho zro,
       E-c’hiz ma voant, laouen d’ho bro,

            Gant pep a visac’h war ho skoaz,
A zo, bete vrema, abaoe choumet c’hoaz.
Dre ma taole evez oc’h ar re ziskianta,
Welaz, enn ho zouez, ann dud er penn-kenta.
Abek en doa, m’hen tou ! rak holl, gwitibunan,
            Choumomp braz ha bihan,
Hevel oc’h kaouenned, enn noz a wel gwella,
Da zellet a-vichez, ha da zispourbella
Oc’h faziou hon nesa, oc’h techou ar re all.
Ne welomp ket hor re ; enn hor c’hever omp dall,
Dall-poch evel gozed ; rak siouaz ! mar karfemp,
Hep turia doun hor park, grisiou fall a gafemp ;
Louzaouen ann Tad-Iou a ve red d’hor parea.

Ar C’hrouer galloudek a c’hwie petra rea
War he skoaz da bep den pa daolaz eur bisac’h ;
Er c’hodel zo adre, he wall-dechou da veac’h,
Hag er c’hodel a-raok, holl faziou he hentez
Da zerc’hel anezhan war he ziou-lez kompez.