Ann intanvès tost

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Emile Bouillon, 1890  (Levrenn II, p. 78)



ANN INTANVÈS TOST
____


Keun ’m eus d’am par,
   ’Zo êt en douar !
Glac’har am eus d’ezhan,
Ken n’allan ken oelan...

’Balamour d’eur c’hoz vonnet gwenn,
A zo êt ganthan war he benn !

   Keun ’m eus d’am par...

’Balamour d’eur goz ninsell stoup,
A zo êt ganthan war he chouc !...

   Keun ’m eus d’am par...

Abalamour d’eur goz vallinn [1],
’Zo êt ganthan, war he daoulinn !...

   Keun ’m eus d’am par...

’Balamour d’eur goz votès coat,
A zo êt ganthan en he droad !

   Keun ’m eus d’am par...

’Balamour d’eur c’hoz planken derw,
’Zo êt ganthan dindan he reor !


Fanchon Mao.


_____________
  1. Ballin, sorte de grosse couverture faite de fil d’étoupe.