Ann intanvès
Ar paour kès coz a lavare,
Var he c’hilinn, en he wele :
— Me a garrie goûd ar fesson
Da blijout d’hoc’h opinion.
— Na mar c’hoantaët plijout d’in,
N’em dôlet en dour da veuzin ;
N’em dôlet en dour da veuzin,
Lec’h biken jamès n’ ho cuelin.
— Savet allumet ar goulo,
Ma contin d’ec’h hoch argolo ;
Ma contin-d’ec’h pewar c’hant scoed,
Ar choas a beder gobeled ;
Ar choas a beder gommanant,
’Wit ma carlet eur potr iaouanc...
... ’N intanvez paour a lavare,
Ilis Goelo pa dremene :
— Benoz ma Doue a bedan
War ma den coz ’zo êt aman !
Pa oa bew ma dèn ancien,
Me n’am boa nemet bara-gwenn ;
Me n’am boa nemet bara-gwenn,
Breman ’m eus gant eur geuneudenn.
Setu ma fried coz marwet,
Hac unan iaouanc am eus bet,
A ra d’in crenan heb anvouet.
Efa dour heb caout zec’het ;
Mont em guele, heb c’hoant cousket,
Ha dijunian heb tamm boued.
Guech-all, pa oan en ti ma zad,
E oan-me bewet dilicat ;
E oan-me bewet ker mignon,
N’ zebrjen ket zoubenn ann ognon.
Breman me ’renc dibri zoubenn,
Heb na brignon, nac amanenn ;
Heb na brignon [1], nac amanenn ;
Eur bannac’h dour, eun tamm c’holenn !
Guech-all p’ec’h enn d’ann offern-bred,
Me ’m boa cotillonen blejet[2] ;
Me ’m boa cotillonen blejet,
’N hini dindan purpuriet.
Breman, p’ec’h an d’ann offeren,
’Ve ouz ma dillad mil druillenn,
’Ve ouz ma dillad mil druillenn ;
’War ma diou c’har diou c’hoz gamachenn ;
P’am be arc’hant ’m be botou-prenn,
Pa n’am be ket, ’c’h an dierc’henn.
Mari Clec’h, euz coat Beffon.