Canvo eur pried
Disul ar beure, pa savis,
Ramtura rudenno !
Da gass ma denved me ac’h is.
O ramtura rudenno, o ramtura tra la la !
O ramtufa durenno !
Pa oan arru tal ar scalier,
Me o rancontr tri gavalier.
Tri gavalier degaget mad,
Unan war varc’h, ha daou war droad.
O tont unan ha lâret d’in
— Merc’hic iaouanc, reit eur poc d’in !
— Dalet unan hac it ’n ho hent,
Kercoulz ’on breman evel kent.
Dalet unan, hac it breman !
Me glew ma bugel o oelan.
Me glew ma bugel o oelan ;
Ma fried war e wele clan ;
Ma fried war e wele clan,
Etourdisset ez on gant han ;
— Mar out etourdisset gant-han,
Commer eur gontel ha laz-han !
— Ouzoc’h, cavalier, a sentin,
Neuze teuinn d’hoc’h eureujin
Ha dizio, ma ve clouar,
Ez aï ma fried d’ann douar !
Ha digwener, goude ma leïnn,
A couchin douar war he geïnn !
Ha desadorn, goude creiz-de,
A vô sonerrien war he ve !
Mar be sonet, me a danso ;
Mar na ve ket, me a gano ;
Ha disul, goude ’r gouspero,
Ez iel ma hol ier en canvo ;
Rubano ruz euz ho losto,
Rubano glaz euz ho zreido ;
Rubano glaz euz ho zreido,
Ha re velenn euz ho gougo !