Mont d’an endalc’had

Ann Itroun Varia Remengol hag he felerined

Eus Wikimammenn
◄  Kelenn da Vreiziz Ann Itroun Varia Remengol hag he felerined Salud da Remengol   ►


ANN ITROUN VARIA REMENGOL

HAG HE FELERINED

————

D’AM MIGNON I.-M. AR IANN, EOSTIK KOAT ANN NOZ

————

Pelerined, ma bugale, em iliz oc’h daoulinet,
Ha ma zellou ann tenera war-n-hoc’h am euz taolet ;
Digant Jezuz, ma map santel, c’houi hoc’h euz bet ho mennad,
Hor c’harantez hag hor bennoz a vezo enn ho tiad.

Me eo ann Itronn Remed-holl, patronez ho tadou koz ;
Ho tadou koz am euz karet, hag emaint er baradoz ;
Gralon, Gwenole, Kaourintin, Tual, Patern, Malani,
A oa sent braz e Breiz-Izel hag a gare ma fedi,


Ho tadou a voe kristenien, ha c’houi eo ho bugale,
Ha breman e welann sklear mad ez oc’h kristen evel-t he ;
Dalc’hit bepred da feiz ho pro ha da Werc’hez Remengol ;
Mar deuit d’he gwelout bet bloaz, biken n’az eot da goll,
 
Bugaligou, me eo ho mamm, ho mamm leun a garantez,
Enn deiz, enn noz hag e pep leac’h, war-n-hoc’h me a daol evez ;
Ha pa zavo falc’h ann ankou a-uz d’ho penn d’ho tiskar,
Dirak Jezuz me ho kaso ha n’ho pezo ket glac’har.
 

EUNN DALL A LAVAR :

Trugarez d’e-hoc’h , Gwerc’hez santel, me a voa dall a-viskoaz,
Deuet ounn hirio d’ho pardoun o kerzout war ma zreid noaz ;
Mil bennoz d’e-hoc’h, Gwerc’hez Vari, me am euz bet ar gwelet ;
Breman me vale ma-unan, me wel ann heol binniget.
 

EUR C’HAMM

Me az ea enn eur jilgamma e-trezek ho ti, nec’het,
Hag evel m’am beuz ho pedet, me am euz bet ar c’herzet ;
N’em euz ken na poan na gouli, deut stard ounn war ma diwar
Ha bemdez e vezinn evruz d’ho meuli war ann douar.


EUNN DEN DISTROET OC’H DOUE

Ma mamm baour e doa ma gwestlet d’e-hoc’h-hu, Gwerc’hez Remengol,
Ha me pell euz a Vreiz-Izel , siouaz, me zo eat da goll ;
Ho pedet ’meuz em dirollou, dre c’hraz Doue ounn distro,
Hag enn ho ti hirio, gant feiz, me zo o skuilla daelo.
 

EUNN INTANV

Maro eo gant ar c’holera ma fried karantezuz,
Eur vrek fur, koant evel ann deiz, gant-hi me a voa euruz
Deut ounn d’hoc’h iliz binniget, Gwerc’hez, da skuilla daelou,
Da bedi evit ma fried, evit ma bugaligou.

AR PLAC’HIK VIHAN

A nevez-zo ma zad, ma mamm zo et ho daou gant Doue,
Ha me zo deut war ma zreid noaz, Gwerc’hez, da bedi ’vit he.
Selaouit pedenn eur plac’hik, evel d-hoc’h hanvet Mari,
Ha va mamm ha va zad ielo d’ar Baradoz d’ho meuli.


EUR C’HLANVOUR

Me a oa klanv war ma gwele, barnet e voann da vervel,
Ha pell zo e vijenn maro hep-d-hoc’h-hu, Gwerc’hez zantel ;
Breman ounn iac’h ha pare mad, ker seder ha den ebed,
Dirak ann holl enn hoc’h iliz, me c’hell kre her lavaret.

MAMM EUR ZOUDARD

Ma map a voa eat d’ar brezel, da dan ruz ar c’hanoliou,
Hag aliez d’e-hoc’h evit-han me am euz great pedennou ;
Klevet hoc’h euz ouz-in, Gwerc’hez, hag aman deiz ho pardon,
Ma mabik paour a zo gan-en, tridall a ra ma c’halon.
 

EUNN DEN A VOR

War ar mor braz ounn bet ruillet ha diruillet aliez ;
Pilet gant ar glao, ann avel ha tost da goll va buez,
Me zaouline war bount al lestr d’ho pedi, steredenn-vor,
Hag hirio, Gwerc’hez, enn ho ti, me zoug ar groaz a enor.


EUR PLAC’HIK IAOUANK

Me zo eur verc’hik dilezet, ha n’em euz na mamm, na tad,
Hag a vihanik ann daelou a rede em daoulagad ;
Enn-hoc’h hep-ken em boa fizianz, Gwerc’hez, mamm ar vinored,
Hag e pep leac’h, e pep doare, c’houi hoc’h euz ma diwallet.

AR BELERINED ENN EUR VOUEZ

Trugarez d’e-hoc’h,Gwerc’hez Vari, ni hen tou d’e-hoc’h a galon,
C’houi a vezo, e peb amzer, hor Patronez, hon Itron ;
Jezuz a vezo hon Doue, ni hen tou d’e-hoc’h adarre,
Hag ar feiz, beteg fin ar bed, vo lezen hor bugale.


————