Kelenn da Vreiziz

Eus Wikimammenn
Mont da : merdeiñ, klask

KELENN DA VREIZIZ

————


D’ANN AOTROU ALLIER, EIL-PENN SKOLACH MONTROULEZ

————


Tud leal a Vreiz-Izel, tud kalounek ma bro,
Choui holl da bere kalir ar vuez zo c’houero,
Eur-vad d’e-hoc’h war ann douar ha graz digant Doue
Da vizita Remengol, ar soursen a vue.

Pedit enn ho klenvejou, pedit enn ho klac’har,
Ha pedit enn holl boaniou hoc’h euz war ann douar
Brasa zantez zo er bed, Gwerc’hez vad Remengol ;
Mar bezit devod d’ezhi, biken n’ez eot da goll.
 
Tadou keiz, mammou tener, c’houi holl pere a zo
Ankeniet gand ho mipien eat pell, pell euz ar vro,
Kit da iliz Remengol, iliz ann holl Remed
Hag e vo ho pugale kerkent d’e-hoc’h digaset.