Mont d’an endalc’had

Salud da Remengol

Eus Wikimammenn


SALUD HA KENAVO DA REMENGOL

————

SALUD DA REMENGOL

————

D’ANN AOTROU F.-M. LUZEL

Da zul pardon braz Remengol, a bad pemzek deiz, ann henchou a vez goloet a belerined , darn bet klan gant klevejou danjeruz ; darn all, distro diwar ar mor, pe euz ar brezel. Mont a reont diarc’henn hag e korf ho rochedou ; holl en em strinkont d’ann daoulin rak-tal ma welont tour ann iliz santel. Aliez en em gav ive enn ho zouez, eur c’hloarek iaouank bennag. Deut evit ho gweach kenta, hag enn eur ouela, gant laouenedigez, e lavaront :


Salud, douar burzuduz, war b’hini bep kammad,
E teu daelou a joa a-leiz ma daoulagad,
Salud, iliz Remengol, ar gaera zo er bed,
Salud, ma fatrounez vad, mamm ger ar Vretouned,



KENAVO DA REMENGOL

————

DANN AOTROU GW. HERRI, BELEK

E-kever ive ar Barzed iaouank, eur Barz koz, bet aliez e pardoniou Remengol Ha deut c’hoaz eur weach, var bouez he vaz, da c’houlenn eur maro mad, a zistro laouen d’ar ger, enn eur gana meuleudi he Batronez. Selaouet eo bet he bedenn, hag ann Itron Varia Remengol e deuz assuret silvidigez d’he ene, e Baradoz Doue, ha repoz d’he eskern, betek deiz ar varn, e douar binniget bered he barrez, — Pellaat a ra, kouskoude gant anken.

Harpet war he vaz, e taol c’hoaz eur zell a drugare Avar-zu iliz he Vamm garantezuz. Pa ne wel mui nemet bek ann tour, e kouez d’ann daoulin, hag e lavar, ann daelou enn he zaoulagad :


Kenavo ’ta, Remengol, kenavo da viken !
Kenavo, Gwerc’hez Vari, c’houi, va mamm a garenn !
Kenavo, pelerined, kenavo tud ma bro,
Kenavo er Baradoz, kenavo ! kenavo !