Un istor n’eo ket brav, ma n’eus ket ennañ un teñzor kuzhet.
Va istor-me a vo kaer neuze, rak un teñzor a zo ennañ, a zo prizius, souezhus, burzhudus.
Burzhudus ? Gwiroc’h e vefe lavarout : burzhudusañ teñzor bet gwelet morse gant lagad mab-den.
Beg-ar-C’hraneg a zo un dorgenn uhel, uhel evel ur menez, war vevenn parrez Lotei, gant parrez Sant-Kouli en un tu, hag hini Gastellin en tu all. Gwelout a reer diwar ar gorre ur vro eus ar re gaerañ a vez kavet e Bro-Gernev : ar stêr Aon o treiñ hag o tistreiñ lezirek en un draonienn c’hlas, tour Sant Iduned, war an tu kleiz ; war an tu dehou tour bras hag hini bihan Pleiben ; dirak, du-hont, pell, tuchenn Sant Mikael, ar menez uhelañ e Breizh ; ha, tro-war-dro, douaroù pinvidik evit brasañ plijadur ar gouerion.
War gorre Beg-ar-C’hraneg, ez eus bet gwechall ur c’hastell meur hag e oa o chom ennañ priñsed c’halloudek ; ar c’hastell a zo bet dismantret en amzer gozh, hag, ennañ, eo chomet kuzhet an teñzor burzhudus a lavaren deoc’h.
Teñzor Beg-ar-C’hraneg, evit displegañ ar wirionez penn-da-benn, n’eo bet gwelet gant den, mes an holl a oar, e Lotei, ez eus eno, kuzhet e kalon an douar, arc’hant gwenn hag aour melen e-leizh, peadra da « zic’hleañ » Bro-Chall e-keñver Bro-Saoz hag an Amerik. Ur puñs kuzhet a zo war an dorgenn ; ledan eo ha don, ha graet en e bezh gant mein-benerezh. Pelec’h emañ genoù ar puñs, ha pet troatad douar a zo warnañ ? An dra-se a zo un afer all. Ar pezh a zo sur eo emañ e-kreiz an dorgenn hag ez a don, don, betek ar stêr vras a red en draonienn, ker reizh ha ker sioul. Peogwir e lavar an holl emañ eno, eno emañ sur ; n’eus netra gwiroc’h.
Un nor a oa da vont d’ar c’hastell, e tu Kastellin. Daoust da doull an nor bezañ hanterzis-mantret abaoe keid-all, ha bezañ kuzhet mat gant ar spern hag an drez, an hini a garfe furchal, a gavfe c’hoazh al liv anezhañ ; ha, me ’zo sur, a-benn disul all, ouzhpenn ur chaseour kurius a yelo di da welout.
Pe kavout a raio pe ne raio ket, an dra-mañ a zo un eil afer all, rak me a gont ar pezh a zo bet kontet din, ha netra ken.
Koulskoude, em eus bet, ouzhpenn ur wech, tro da c’houzout ar wirionez diwar-benn an nor-se, rak, da beder eur, goude ar skol, ez aen di da ziwall va buoc’h. Va buoc’h, avat, a oa ken laer, ma ne roe ket un tamm repoz din, hag, a-hend-all, liorzhoù Penn-Aod a oa enno avaloù ken mat, ken mat, ma oa ur blijadur c’hoari kontellig ganto. Ha teñzor hon tadoù kozh a veze lezet a gostez.
Klevit eta perak emañ istor an teñzor e c’hwec’hvet pennad an Ti Satanazet.
Job ha Lom en em gave gwall-nec’het, abalamour ma chome dihun ar voereb, en desped d’o holl bolontez vat da glask lakaat anezhi da gousket.
Hogen, klevet o doa un dra : al louzoù gwellañ evit degas ar c’housked da unan bennak e oa kontañ ha kontañ hep ehan ar memes tra, war ar memes ton.
Peseurt istor a gonto an daou zen ? Klask a reont. Kavet o deus. Gant un istor gwrac’h kozh e teuio ar voereb da vorediñ ha da gousket mat.
Klevit eta an daou baotr yaouank kozh o tibunañ istor an teñzor evit gallout lakaat o c’hrabanoù war an teñzor all, kuzhet, hennezh, en armel.
Job. — « E Beg-ar-C’hraneg ez eus un teñzor bras. »
Lom. — « Un teñzor ha n’eo ket bet kavet c’hoazh ».
Job. — « Ar c’hastell a zo bet dismantret. »
Lom. — « An teñzor a zo chomet kuzhet. »
Job. — « Er c’hastell e oa priñsed gwechall. »
Lom. — « Ha bremañ emaint er bed all. »
Job. — « Ur puñs a bemp kant troatad. »
Lom. — « Ur puñs a bemp mil meutad. »
Job. — « Ur puñs don ha leun a zour. »
Lom. — « Furchadeg bloaz evit kant den dilabour. »
Job. — « Moereb, c’hoant kousket hoc’h eus ? »
Ar voereb. — « N’em eus ket c’hoazh, va niz. »
Job. — « E goueled ar puñs ez eus un teñzor burzhudus. »
Lom. — « An hini a gavfe anezhañ a vefe eürus.
Job. — « Arc’hant gwenn. »
Lom. — « Aour melen. »
Job. — « Ha kalz traoù all ouzhpenn. »
Lom. — « Kousket oc’h, moereb ? »
Ar voereb. — « N’on ket c’hoazh, va niz. »
Job. — « Arc’hant lugernus. »
Lom. — « Aour skedus. »
Job. — « Un teñzor burzhudus. »
Lom. — « Brasoc’h eget hini Kresus. »
Job. — « Ur bern aour melen. »
Lom. — « Muioc’h eget ne welo morse mab-den. »
Job. — « Moereb, prest oc’h da gousket ? »
Ar voereb. — « N’on ket. »
Lom. — « Kouskit ! kouskit ! »
Ar voereb. — « Kendalc’hit ! »
Job. — « Gant an istor ? »
Ar voereb. — « Istor an teñzor. »
Job ha Lom a chomas berr. Ne ouient ket hiroc’h eus istor an teñzor. Klask a rejont un dra bennak da lavarout : emichañs e teuio ar voereb da gousket.
Job. — « Un teñzor da zegas avi d’ar roue. »
Lom a chomas berr adarre.
Ar voereb a c’houlennas :
…« Ha goude ? »
Job. — « Un teñzor ha n’en deus ket e bar. »
Lom. — « War an douar. »
Job. — « Ha n’eus ket par dezhañ. »
Lom. — « War an douar-mañ. »
Job. — « Ret e vefe dic’harzhañ. »
Lom. — « Ret e vefe toullañ. »
Job. — « Ha ma vefe kavet… »
Lom. — « Lotei a vefe brudet. »
Job. — « Moereb, kousket oc’h pelloc’h ? »
Ar voereb. — « N’on ket, a lavaran deoc’h. »
Job ha Lom a oa gwall nec’het : ar voereb ne gouske ket.
— « Ha goude ? » eme ar voereb.
— « Goude ? Goude ? eme Job, goude n’eus netra ebet ken. Fin ’zo d’an istor ; echu tout. Goude emañ Satanaz e goueled ar puñs, Satanaz gant e gerniel, gant e forc’h hag e zaoulagad ruz. »
Job ha Lom a oa droug enno. N’o doa graet nemet koll amzer hag uzañ teod. Sevel a rejont evit mont d’ar gêr.
Mes n’o doa ket kollet kouraj. Dre ma raent hent, e komzent etrezo goustadik. Me a zisplego deoc’h diwezhatoc’h ar pezh o doa lavaret.
Va lennerion ger, ne gasin ket ac’hanoc’h betek
goueled ar puñs, kenkas e chomfe unan
bennak etre dent an diaoul mut. Hag, a-hend-all,
n’eus ket ezhomm da ziskenn er puñs evit
kavout Satanaz ; prestik e vo gwelet em istor,
kroc’hen, eskern, hag all…