An ti satanazet/8

Eus Wikimammenn
◄   VII IX   ►


EIZHVET PENNAD
Al loar he sklerijenn gamm


Marteze, va lennerion ger, hoc’h eus tremenet meur a nozvezh hep kousket gant an droug-penn, pe an droug-kof, pe an droug-divskouarn a oa o stourm ouzhoc’h. Mes, me ’zo sur, morse en ho puhez, n’hoc’h eus tremenet un nozvezh ker spontus hag an hini a dremenas Mari Karreg-al-Louarn d’al lun warlerc’h pardon Landremel. An droug-penn, an droug-kof, an droug-divskouarn hag an holl zrougoù all n’int netra e-keñver sklerijenn gamm al loar o parañ e-barzh an ti.

Na c’hoarzhit ket !

Ar voereb Mari, goude bezañ savet ur pennadig-amzer evit debriñ un disterig d’he c’hoan, a oa aet en-dro d’he gwele. C’hoant kousket he doa ha ne oa ket evit serriñ he daoulagad. Ankeniet e oa he c’halon. Perak ? Ne ouie ket hec’h-unan. A-wechoù e krede edo an Ankoù o rodal en-dro d’an ti. Selaou a rae. Trouz a oa er-maez, er porzh, e-tal an ti, el liorzh. Selaou a rae c’hoazh ; trouz ebet mui.

Eurioù a dremenas.

Hir e kave an noz. Ar remm a groge enni muioc’h-mui. Mont a rae skuizh war gement tu ; kerkent troet war an tu kleiz he doa c’hoant d’en em lakaat war an tu dehou.

An horolaj a skoas unnek taol. Unnek eur ! Bremaik e sono hanternoz !

Ar voereb a glevas adarre trouz er porzh.

« Tud a zo aze, sur », emezi.

Mes soñjal a rae diouzhtu e oa faziet. Piv eta a vije deuet di, d’ar mare-se eus an noz ? Den ebet. Pe, ma oa deuet unan bennak da welout anezhi ken diwezhat-se, en dije skoet war an nor, ha goulennet digor.

Mari a en em lakaas war he c’hostez kleiz, troet ouzh ar voger. Pouezañ a reas war ar pennwele, kement ha ma c’hellas, evit pladañ he skouarn, ha, war he skouarn all, e sachas ar c’holc’hed, gant aon da glevout trouz. Rak gant an trouz a gleve ha na gleve ket, e oa deuet Mari da gemer aon ha da grenañ.

Nann, ne oa kristen ebet, d’ar mare, o c’hoari en-dro d’an ti, nemet marteze Anaon Herri a oa deuet d’ober pinijenn el lec’hioù m’en doa bevet. Ha pa soñjas en ene he gwaz, Mari a zeuas da vezañ spontet-naet.

Serriñ a reas warni dorioù ar gwele.

An horolaj a skoas un taol all. Mari a ziskoachas trumm he fenn a-zindan al liñserioù. Ne ouie ket pe an eur pe an diaoul en doa graet trouz en ti. Selaou a reas. Sellout a reas a-dreuz gwerzhidoù an nor. Ne glevas netra, mes gwelout a reas ar prenestr, prenestr he zi, sklerijennet holl evel ma vije bet al loar o parañ warnañ. Ar sklerijenn a oa gwenn, evel ar sklerijenn a dle teurel Anaon ar Gristenion p’o deus bet aotre digant an Aotrou Doue d’en em ziskouez d’an dud evit reiñ kentel dezho.

Mari a chomas alvaonet, souezhet-marv.

— « Penaos », emezi, « emañ al loar o parañ war ar prenestr ? Ar prenestr a zo troet ouzh tu an hanternoz, ha sklerijenn al loar ne c’hell, e mod ebet, tizhout anezhañ. »

Koulskoude e oa, hep douetañs ebet, sklerijenn wenn al loar, peogwir ne oa goulou ebet er-maez d’an eur diwezhat-se, tost ma oa da hanternoz.

— « Nann ! n’eo ket al loar an hini eo », a soñjas adarre ar voereb, « pe e vefe henozh ul loar he sklerijenn gamm. N’eo ket, kennebeut, skleur un tangwall, difiñv ma ’z eo ar sklerijenn war ar prenestr. Petra ’ sinifi kement-mañ ? »

Mari a zibikouzas he daoulagad kenkas e vije bet c’hoazh oc’h huñvreal.

N’edo ket oc’h huñvreal, ha dihun mat e oa, rak pa voe dibikouzet ganti he daoulagad, e welas ar sklerijenn souezhus o parañ war ar prenestr, ker gwenn, ken difiñv, ha ker spontus hag a-raok.

Mes ar voereb n’he doa ket taolet kont en un dra : ar sklerijenn, eus ar prenestr, a bare war boltred Herri. — Doue a bardono ! — en e stern bras, a-zioc’h mantell ar siminal. Ar poltred sklerijennet gwenn, a oa heñvel ouzh ur weledigezh e-barzh an ti teñval.

Mari a laoskas ur c’hri, hag a stardas al liñserioù en-dro dezhi. Stouiñ a reas he fenn, hep krediñ sellout.

Goude un abadenn, e savas he fenn, hag e sellas adarre.

Ar sklerijenn a fiñve, a dostae, goustadik.

Ya ! fiñval a rae ar sklerijenn war vantell ar siminal, ha tostaat a rae didrouz ouzh tal ar gwele.

Mari a guzhas he fenn dindan al liñser, spontet.

Ne sellas mui.

Ne selaouas mui.

En he fenn, e klaske gouzout petra sinifie ar sklerijenn-se o parañ, difiñv, da gentañ, war boltred Herri, hag o tostaat goude ouzh ar gwele, o tostaat outi emichañs.

Ne gomprene ket. Ne c’helle ket kompren.

An Ankoù ? An Anaon ? Sklerijenn gamm al loar ?

Allas !

Karet he dije gouzout e vije bet pe an Ankoù pe an Anaon, pe al loar en ur feson bennak.

Ya ! karet he dije gouzout, gouzout, mes ne ouie netra ebet, netra ; hag ar soñjezonoù spontusañ, terruplañ, strafuilhusañ a rede, a gorolle, a zaoulamme en he spered pennfollet.

C’hoant he doa sevel al liñser ha sellout, ha gouzout betek pelec’h e oa deut ar sklerijenn ; mes ne grede ket sevel al liñser ur meutad nag un hanter meutad, nag un dekved eus ur meutad. Er c’hontrol, en em souchañ a rae, start ha start. Aer a vanke dezhi, ur c’hwezenn gaer a oa warni, termal a rae. Edo o vont da vankout.

Ne oa ket evit chom ken dindan al liñser. Diskoachañ a reas he fenn.

Petra ’welas ?

Ar sklerijenn o tostaat, hag o parañ er gwele, a-dreuz gwerzhidoù an dorioù serret.

Pa baras ar sklerijenn e diabarzh ar gwele-kloz, a-dreuz gwerzhidoù an dorioù serret, neuze e chomas a-sav, hep fiñval an disterañ.

An hini en dije gwelet Mari d’ar mare-se en dije kredet moarvat e oa kollet ganti he holl skiant vat, kollet he zamm buhez. Ker gwenn e oa hag al liñser ma oa kuzhet dindani, ha dianaoudek eus an holl draoù a oa en-dro dezhi.

Ar sklerijenn a baras un abadennig c’hoazh e-barzh ar gwele, ha goude, e varvas krenn.

An ti a zeuas da vezañ adarre teñval evel a-raok. Ha didrouz e vije bet, panevet e kleved ennañ ar voereb o klemm, an derzhienn-vras warni.

An horolaj a rae tik-tak tik-tak, ingal, ingal. An ti a oa deuet da vezañ adarre ker reizh hag hini ar gristenion all.

Er-maez ne oa trouz den ebet, nag er porzh, nag el liorzh, nag e-tal an ti.

Mari a oa deuet dezhi he santimant en-dro. Sec’hañ a reas he zal. Sellout a reas en-dro dezhi ; ankeniet e oa. Ne welas netra. Neuze e kredas dezhi he doa huñvreet.

Ha, ma kleve un trouz bennak, e oa klemmoù hir an avel e gwez avaloù al liorzh, hag ar gaouenn gant he galvadennoù melkonius e koadoù Troboa.

Trist, trist e oa Karreg-al-Louarn, d’an eur-se, kredit ac’hanon, ha, ma kouske ar gristenion eürus ha dianken e Troboa, e Kervetouz, e Lanurgad, e Penn-Aod hag er c’hêriadennoù pellañ, ar voereb Vari a oa trist ar jeu ganti, rak klevet he doa trouz e-toull an nor, pa sonas an horolaj daouzek taol an hanternoz.