Job ha Lom a oa degouezhet er gêr. Goulennet e voe diganto pelec’h e oant bet. N’em eus ket a soñj ken petra o doa respontet, mes, sur, o doa graet d’o c’herent ur respont faos, rak ar wirionez en o genou a oa un dra souezhus evel pempvet troad ar maout. Hag, evit lavarout ar wirionez penn-da-benn, o c’herent, ma c’houlennent diganto un dra bennak, ne raent ket fout gant respontoù, rak gouzout a raent, kerkoulz ha n’eus forzh piv, n’o doa ket an daou baotr yaouank kozh o far e kanton Pleiben da livañ gevier kaer. Mes ur gaou bras o doa lavaret an daou zen, pa azezent ouzh taol, pep hini en e di.
— Bremaik, eme Job d’e vamm, ha Lom d’e c’hoarezed, on tremenet dre Garreg-al-Louarn. Ar voereb a zo war he gwele, gant ar remm. Ne ouie ket c’hoazh ar c’heloù ! Soñjit ! ne oa bet den ebet o welout anezhi ! »
— « Gouzout a rit, Job », a lavare dezhañ e vamm, « Mari Karreg-al-Louarn ma n’he deus kerent nemedomp, he deus ur vignonez gozh e Toull-ar-Broc’h. Dleet e oa d’ar vignonez-se en em zirenkañ un tammig, peogwir en em zarempredont kement. »
— « Gouzout a rit, Lom, a lavare dezhañ e c’hoarezed, Herri Karreg-al-Louarn en doa ur mignon kozh e Kervetouz ; perak n’eo ket aet ar mignon kozh-se da gas ar c’heloù trist da Vari ? Gouzout a reomp, ni eo ar gerent tostañ ; evelato e oa dleet da hennezh kozh soñjal en e vignon, daoust dezhañ bezañ marv, ha mont ar c’hentañ da gas ar c’heloù d’an intañvez ha da reiñ kalon dezhi en he flanedenn griz. Rak, mar domp ar gerent tostañ, hor c’herentiezh a zo skoulmet war ar pempvet pe ar c’hwec’hvet brank hag, ouzhpenn, Kervetouz a zo kalz tostoc’h eget Lanurgad ouzh Karreg-al-Laouarn, hag amañ n’eo ket al labour eo a vank. »
— « Nann, n’eo ket al labour eo a vank, a respontas Lom, evel un den hag a oar petra eo ar vicher, hag, an taol-mañ, ne lavare ket gevier, rak labour, kalz labour a oa d’ober e Lanurgad, e ti Lom evel e ti Job, dre leziregezh ar baotred.
Betek-hen n’o deus ket kontet na Job na Lom gaou ebet er pennad-mañ. Mes klevit an dra-mañ, klevit gaou bras ar baotred, ar mell gaou a lavaren deoc’h.
Job a lavaras d’e vamm ha Lom d’e c’hoarezed :
— « Ar voereb a zo skuizh-kenañ he fenn, ha ne fell ket dezhi bezañ direnket gant den. C’hoant he deus da chom hec’h-unan, hec’h-unan. Klevout gwigour an nor o tigeriñ, o serriñ, an dud o vale war al leur-di pe o kaozeal en he c’hichen a zo ur verzherinti eviti. Hag aes eo kompren. Lavaret he deus deomp bremaik ne c’hoantae gwelout den o tont war he zro, hag, a-benn bremañ, sur he deus prennet ha sparlet he dor. »
— « A ! feiz ! » a lavaras ar merc’hed gant ur figur tagnous, « ma emañ evel-se ar jeu, mat pell ’zo ! »
— « Ha c’hwi, Job, petra emaoc’h o soñj ober, an abardaez-mañ ? »
— « O mamm, n’eo ket al labour eo a vank. Kleuzioù ar park bras a zo da zic’harzhañ.
— « Ha c’hwi, Lom, petra emaoc’h o soñj ober, bremaik ? »
— « Ar pezh am eus graet ar mintin-mañ », eme Lom d’e c’hoarezed : « dic’harzhañ ha diskourrañ, hardi. »
— « Koulskoude ez eus labour ivez war-dro ar gêr. »
— « Pep hini a oar petra en deus d’ober », a respontas Lom, krenn ha kras.
Rak ne blije ket dezhañ chom da droidellat en-dro d’ar gêr. Ar pellañ ar gwellañ, pell diouzh daoulagad ar vamm, pell diouzh daoulagad ar c’hoarezed, ha den ebet e-kichen evit sellout pe emañ ar falz o tic’harzhañ hardi, evel ma lavare Lom, pe ar falz er foz, hag ar paotr o redek ar barrez.
Job eta, pa voe debret gantañ e bred, a savas diouzh taol, hag a gemeras hent ar porzh, en ur lakaat en e c’henou ur moñsad butun karot.
Lom a welas Job o tremen e-biou da brenestr e di hag a savas ivez d’e dro. Hag eñ er-maez.
Hag int da zic’harzhañ.
A-boan ma oa aet Lom d’ar park, ma lavaras Soazig, ar c’hoar yaouankañ :
— « O ! sur, Lom n’eo ket aet da zic’harzhañ, rak gwelout a ran e falz war gorre an armel. ».
Hag ar mergl he doa ruziet he barvenn, ar pezh a sinifi n’en doa ket ar benveg labouret hardi, en devezhioù-se.
Job ha Lom a zigoras ar gloued kentañ, a gemeras an hent-karr, a lammas dreist ar c’hleuz, a heulias ar wenodenn hag a zegouezhas e Karreg-al-Louarn.
— « Salud, moereb ! »
— « O ! deuet oc’h adarre, va nized ? Mil bennozh Doue deoc’h. A-douez va c’herent, ha va mignoned, n’eus nemedoc’h hag o deus priziet dont da welout ac’hanon. »
— « A ! moereb, emezo, evel-se emañ ar bed. Hiziv hoc’h eus mignoned e-leizh ; an deiz war-lerc’h, ar mignon a ya da vleiz. »
— « Re wir, siwazh ! O ! amañ eo ken trist chom unan e-unan ! War beg an duchenn-mañ, ne glever ket trouz ar bed. An avel o yudal er gwez, ha, d’an noz, ur gaouenn o youc’hal en ur penngos derv bennak, ha me war va gwele, bemdez ha bemnoz oc’h hirvoudiñ. A ! ne vin ket kozh ken e Karreg-al-Louarn ; a-raok nemeur amañ e teuio va zro da vont gant an Ankoù. » —
— « O ! moereb… »
— « Re wir ! re wir ! va nized. Petra ’ rin-me, bremañ, e Karreg-al-Louarn, me ur paour kaezh intañvez, klañv, kozh, va-unan, va-unan ! »
Ha Mari a ouele.
— « Moereb », eme Job, « mar santit droug en un tu bennak, Lom a yelo war-eeun da Gastellin da glask ar medisin, ha me a chomo amañ, ken kas ho pefe ezhomm eus un dra bennak. »
Job a glaske an tu da lakaat e fri en armel ; ha ma he dije lavaret e voereb dezhañ : « O ! Job, c’hwi a zo ur paotr mat, gwelloc’h eget na grede din… Ya, it da glask ar medisin, hag a-raok mont, kemerit arc’hant eus ar valetennig aze, en armel… », Job a vije bet en e vutun. Job en doa c’hoant bras da c’houzout e pe seurt korn eus an armel edo an arc’hant.
Mes ar voereb a respontas :
— Ar vedisined, Job, n’int mat nemet da gas
ar gristenion d’ar vered a-raok m’eo deuet an eur
merket dezho gant an Aotrou Doue. »