— « Job. »
— « Petra ’zo, Lom ? »
— « Job, hon eontr a zo marv. »
— « Gouzout a ran. Trist, trist eo. »
— « C’hwi ’gav ? »
— « O ! ne gavan ket, mes bravoc’h eo lavarout evel-se. »
— « Ya ! dirak an dud, Job… Dirazon-me, avat… »
Ha Lom a grogas da ganañ :
« Disul vintin ’m eus c’hoarzhet
Evit pemzek gwenneg,
O welout Yann an Druilhenn
O klask gwerzhañ e wreg,
Evit pemzek gwenneg, Marianna,
Evit pemzek gwenneg.
Ha ! ha ! ha ! »
— « Peoc’h ! Lom, ne welit ket an dud o tont en-dro eus ar pardon ? Ne vefe ket dereat c’hoarzhin na kanañ dirazo. Peoc’h ’ta, ha kemerit un aer trist ! »
— « Ya, diskouezomp e tougomp kañv d’hon eontr. »
Hag an daou vezvier o pignat gant an hent meinek ha digompez a gemere an aer tristañ ma oa er bed. Brallañ a raent a gleiz, brallañ a raent a zehou ; ne oa ket an hent bras a-walc’h evito.
— « O nonde ! ne welan mui gwall sklaer », eme Job ; « ur vrumenn a zo war va daoulagad, daoust hag emañ an noz o tont ? »
— « An abardaez a zo o tont, Job, mes an noz a zo pell c’hoazh. »
— « Ha c’hwi a wel sklaer, Lom ? »
— « Ya ’vat ! Job, ha gouzout a ran e verk an heol… d’an eur-mañ… war-dro peder eur hanter… eeun-hag-eeun. »
— « War-dro peder eur hanter… eeun-hag-eeun. Ne welit ket, ’m eus aon, sklaeroc’h egedon-me. »
— « O ! eo. »
— « Livirit eta piv a zo o tont du-se gant an hent ? »
Lom a zigoras e zaoulagad ar brasañ ma c’hellas, hag a sellas. Mes ne respontas ket diouzhtu.
— « Pellik emaon c’hoazh, » emezan. « Pa vimp tostoc’h, marteze… »
— « Allo, Lom, n’oc’h ket evit lavarout din zoken pe ur gwaz pe ur vaouez eo. »
— « O ! ur vaouez eo, » a respontas Lom ; « ur vaouez eo, n’eus douetañs ebet da gaout. Gwelout a ran mat-tre he c’hoef gwenn hag he brozh du. »
— « Piv eo, neuze ? »
— « Piv ? piv ? »
— « Me, » eme Job, « me a lavaro deoc’h piv eo, rak va daoulagad n’int ket ker pikouzet hag ho re. »
— « O ! o ! Job. »
— « N’eus o ! o ! ebet da lavarout. Chann Vitouz an hini eo. »
— « Me ’lavar eo Na An Du. »
— « Chann Vitouz eo, a lavaran deoc’h. »
— « Pa lavaran deoc’h eo Na An Du. »
— « Me bari eo Chann. »
— « Me bari eo Na. »
— « Chann eo. »
— « Na eo. »
— « Chann ! »
— « Na ! »
— « Me bari va lodenn eus heritaj hon eontr. »
— « Ha me, va lodenn eus heritaj va moereb. »
— « Eontr ha moereb, an dra-se a zo ingal, rak mar deo marv unan, an hini all a zo bev. »
— « An eontr a zo marv hag ar voereb a zo klañv-bras, » a lavaras Lom ; « ha prestik e vo deomp heritaj Karreg-al-Louarn, ha va lodenn a lezan ganeoc’h, ma n’eo ket hounnezh Na an Du. »
— « Du a laran-me ; ya ! du a welit, ha netra ken. »
— « Me a wel du ? me a wel du ? Me a wel sklaer, sklaer, sklaeroc’h egedoc’h, aotrou Job. Ho ! ho ! »
— « Ho ! ho ! prim oc’h hiziv. »
— « Ya ! aotrou Job, prim on hiziv, ha skuizh on aet o selaou sotonioù an dud vezv. »
— « Mezv hoc’h-unan, lonker brein. Ouzhpenn ur varazad sistr hoc’h eus evet hiziv. »
— « Ha goude ? An dra-se a ra droug deoc’h ? »
— « Marteze. »
— « Ya ! droug a rafe deoc’h… ur… ur vuredad sistr. Me… me… ur varrikennad ne ra ket aon din. N’eus ket er c’hanton un ever sistr eveldon-me. »
— « Eo ! me a zo par deoc’h. »
— « C’hwi ?… c’hwi, Job ? »
— « Ya ! me, » a respontas Job, taer.
— « C’hwi ?… C’hwi… a zo par din-me ? »
— « Ya ! me a zo mestr deoc’h, n’eus forzh e pelec’h. »
— « Ha, ya, Job ? »
— « Ya ! ya ! ha mil gwech ya ! ha gwelomp ! »
Ha Job, imoret ha fuloret dre ma krede dezhañ e oa graet fae war nerzh e gorf, a lammas war Lom, a grogas ennañ dre vriata, a zibradas anezhañ diouzh an douar ha, dre nerzh ar vezventi, e kouezhjont o-daou, mell-divell, er foz.
— « An neb a glask a gav, » a yude Job.
— « C’hwi an neb a glask ; mat ! Kavout a reot, » a responte Lom.
Hag o-daou en em vazhataent er foz, e-touez ar pri hag an delioù gleb, a daolioù daouarn, hag a daolioù treid. Dinerzh avat e skoe an daouarn, hag alies zoken e skoent ouzh ar c’hleuzioù hag e tiskarent e daoulagad an daou emganner poultrenn ha loustoni all.
Job a starde gouzoug Lom hag a strilhe e benn dezhañ kement ha me c’helle. Lom, flastret dindan ilinoù an hini all, a rae bec’h, a dabac’he, a ziskrape, a razailhe, en em ziswinke kement ha ma c’helle.
— « C’hoazh ’po, c’hoazh ’po ! » a lavare dezhañ Job.
Neuze, pe flastret gant ar pouez a oa war e gof, pe ur c’hwil o kouezhañ eus ar wezenn gozh en e c’henou digor, Lom a greñchas e-kreiz figur Job gant ar paz a oa deuet dezhañ.
— « Me ’stanko deoc’h ho kenou, Lom gouez. »
Ha Job a skoe war washaat ha, dre ma skoe, e lavare :
— « Ya pe nann, krediñ a rit bremañ eo Chann ? »
— « Meû-eûh ! » a reas ur vouezh c’hros e toull o divskouarn.
O ! n’eo ket Lom en doa graet meû-eûh, kredit ac’hanon ! Ur vuoc’h en o c’hichen, ne lavaran ket. Ur vuoc’h du gant kerniel gwenn deuet eno en ur beuriñ ar c’hlizenn.
Fidandoustik ! Job ha Lom ne oant ket pell o sevel ; ul lamm-spont a rejont diouzh ar foz, evel ma vije bet an diaoul krog e foñs o bragoù.
Pe Chann Vitouz pe Na an Du ?
Nann, nann, nann, ar vuoc’h du !…
Job ha Lom a gendalc’has gant o hent. Sellout a raent war o lerc’h, bep ar mare, evel ma vije bet c’hoazh e-leizh o c’hroc’hen a spont.
— « Job, » eme Lom, « n’on ket evit padout ken ; poultrenn ha loustoni a zo aet em gourlañchenn ; deomp da bardon Landremel, evel ar re all. »
Diskenn a rejont e ti Ar C’hariou. E-leizh an ti a oa a dud : merc’hed deuet da brenañ sukr, holen, kafe pe un dra bennak all, hag ar baotred da evañ o lod-ar-pardon ha d’ober o sizhunvezhiad a vutun karot.
— « En ur stad truezus emaoc’h ho-taou, » a lavaras dezho an ostiz ; « petra a zo degouezhet ’ta ? »
— « A ! » eme Job, trist-kenañ, « un dra spontus !… »
An holl a selaouas.
— « Un dra spontus : hon eontr Herri, eus Karreg-al-Louarn, a zo beuzet ! Lukaz Penn-ar-Pont en deus gwelet e gorf o vont dreist ar skluz. Sell ! diskargit din ur banne rom, rak n’on ket evit padout. »
— « Ya ! n’eo ket evit padout gant ar sec’hed, » a lavaras ar vaouez a oa eno ; « glac’har en deus d’ar gwenneion n’en deus ket c’hoazh, aze emañ ar wirionez. »
— « Ar voereb a zo gwall-glañv, » a lavaras unan all. « Ur gwall daol e vezo eviti klevout eo beuzet he gwaz. »
Job ha Lom a lonke o gwerennad rom.
Ne voe bet kaoz e tiez Landremel, an noz-se, nemet eus marv Herri Karreg-al-Louarn. Herri a oa beuzet ! E gorf a oa bet gwelet o vont dreist ar skluz.
En ur vont d’ar gêr da Lanurgad, dre noz teñval, ha mezv-dall, Job ha Lom a gomze etrezo.
— « Kavout a ra deoc’h, Job, ez eus kalz arc’hant eno ? »
— « O ! ya, millurioù ha millurioù. »
— « Neuze eo mat an traoù. »