Mont d’an endalc’had

An hent am eus heuliet

Eus Wikimammenn
Gwalarn, n° 76, 1935-1936  (p. 10-15)




Prederiadennou
diwar-benn
ar Yezou hag ar Brezoneg


I. AN HENT AM EUS HEULIET


« Hor mammou, p’edont ouz hon dougen, o deus graet hent war gañvaled dre ar gouelec’h ; sellou o deus taolet tro-dro d’ezo, o kas merzout en tu-hont d’an dremmwel, hag ac’hanomp o deus graet Saïaed « kantreerien an hent bras » a glask dalc’hmat gwelout dreist an dremmwel. Ha setu perak emaomp o vont da gerzout adarre war-du ar C’hreisteiz. Ha Doue hepken a c’hell lavarout peur ha pelec’h e chomimp a-sav. Ha da e vo d’imp loc’ha, rak hir e tiskouez d’in beza an hent, ha ne gerz ket gwall-vuan ar c’hañvaled daonet-mañ : Doue d’hon skoro ! »[1].

Rachmed, war L'Asie inconnue,
gant G. Bonvalot, p. 93 
(mouladur Flammarion). 


N’oun na Breiz-Izelad na Breiz-Uhelad. Aesoc’h a se e vezo d’in komz eus ar Brezoneg hag eus rouestladenn ar yezou hag ar rannyezou e Breiz. Rak ereet n’oun ket dre liammou ar garantez ouz tud ar c’hornbro-mañ-kornbro hag ouz geriou ha doareou-lavar ar rannyez-mañ-rannyez. Peur-zieub oun diouz ar c’haranteziouigou ha diouz ar c’hasoniouigou berrwelus hag aheurtet a gaver re alïes en dud ganet ha bevet er Vro. Ha d’in beza eun diavaezour, e tougan ouz Breiz vreizek hag ouz ar Brezoneg, ouz ar vreizadelez hag ouz ar Geltelez a-bez, eur garantez n’he deus graet nemet kreski a-hed va buhez ha na vezo mouget bremañ nemet gant ar maro. Ez vugel ez oun bet hoalet daveto gant al lennadennou a ris neuze, e levrennou kenta an Istor eus ar Frañs gant Herri Martin [2], diwar-benn Impalaerded ar Gelted en henamzer an istorvez ha savidigez Breiz-Vihan gant ar Vrezoned e derou ar Grenn-amzer. Kosaet ha warlerc’hiet eo bremañ kelennadurez Herri Martin a-zivout ar Gelted koz. N’oufen ket alia da vont d’ezi evel d’eur vammenn a ouiziegez yac’h [3]. Eur perz-mat he deus avat hag en em astenn d'an oberenn a-bez. Leun e oa an istorour a garantez ouz ar Gelted hag a lealded en o c’heñver, kerkoulz hag e-keñver ar poblou nann-gallek-all o deus bevet pe a vev c’hoaz war douar an Frañs. Nepred n’en deus klasket o dislebera e giz pe c’hiz ha disteraat ar perz o deus kemeret e darvoudou an istorvez. Lakaat a ra e lenner da domma outo ha d’o c’harout. Evel-se e c’hoarvezas ganen, er bloaziou 1889-1890, p’edon o lenn al levrennou-se e sal-vihan Kastell ar Vertelotierenn [4], war ar pantennou o vevenni diouz tu an hanternoz traonienn al Loer [5], er vroïg koant a oa anezi er Grenn-amzer kontelez Vendôme [6].

N’em eus ket tizet dont d’eur beajour bras, d’eun dizolôadenner-broiou, evel ma hete d’in neuze va mamm en eur wenc’hoarzin. N’em eus ket graet diouz he c’hoant : n’oun ket aet da Indez-Sina evit peurober al labour bet boulc’het eno gant Mouhot ha digeja enskrivaduriou meur kêr Angkor [7]. Koulskoude eur frouez padus a zo deuet d’in diwar al lennadennou m’oun bet heñchet warno gant va mamm, p’o deus va lakaet diwezatoc'h, eur wech aet da Bariz evit kas war-raok va studiou, da zeski ar Brezoneg ha da lenn (hag adlenn lïes gwech) oberennou ar geltiegourien vras (hendraourien, yezoniourien, istorourien) : A. Bertrand, H. Gaidoz, H. d’Arbois de Jubainville, J. Loth, E. Ernault, S. Reinac’h, A. Reinac’h, Kamilh Jullian, G. Dottin, J. Déchelette, H. Hubert, J. Vendryès, J. Rhys, Whitley Stokes, Romilly Allen, P. W. Joyce, Kuno Meyer.

E-pad ar seiz vloaz war-nugent ma rankis beva e Pariz [8], em eus pleustret, ouspenn ar geltiegouriez, war skiantou-all m’edon dedennet kalz ganto, skiantou an Natur hag an Den : ar steredoniez hag an oablouriez gant Kamilh Flammarion, Gaston Tissandier hag A . Berget ; an douaroniez gant Vivien de Saint-Martin hag Elizea Reclus ; an douarouriez gant A. de Lapparent, A. Daubrée ha Stanislas Meunier ; an henouennoniez gant A. Gaudry ha Feliz Bernard ; an naturouriez gant A. E. Brehm ; an denoniez gant A. de Quatrefages, Paol Topinard, W. Z. Ripley ha M. Boule ; an dudoniez gant an Doktor E. T. Hamy, an Doktor R. Verneau, Alfons Bertillon [9], R. Hartmann, F. S. Dellenbaugh ha J. Deniker ; ar gevredadouriez gant F. Le Play [10], H. de Tourville, A. de Préville, E. Demolins, G. Melin ha G. d’Avenel ; ar yezoniez gant A . Hovelacque, A. Darmesteter, A. Dauzat hag A. Meillet ; an Istor ha skiant ar sevenaduriou gant V. Duruy, Van den Berg, Ch. Seignobos, G. Maspéro, G. Le Bon, Jalm de Morgan, Moris Maindron, L. Cahun, D. Charnay, H. Beuchat, P. Rivet, Jéquier, R. Dussaud, Contenau, h. a. Naouspet gwech em eus baleet ar bed hag an amzervez bleniet gant ar ouizieien-se ha gant re-all e vefe re hir menegi o anoiou amañ. N’em eus klasket biskoaz sevel da vestr war o lerc’h hag en em varrekaat da ober kavadennou d’am zro war an tachennou a zifraostent. Hogen dihued eleiz am eus kemeret dirak an dremmweliou nevez a zizolôent d’in, hag eur bern anaoudegeziou a bep seurd am eus kuntuilhet diwar o skridou. Ne lavaran ket am laka an anaoudegeziou-se gouestoc’h da welout sklaer e kudenn ar yezou e Breiz. Ne gredan tamm ebet, evelato, e vefe eur vat a dra beza dremmwelet-striz evel ma vez Breiziz peurliesa, ha menel dianaoudek evelto eus kement a sell ouz buhez ar poblou, ar yezou hag ar sevenaduriou. Mammennou a nerz, mammennou founnus ha dispar, a zo en anaoudegeziou-se hag a ra diouer en eun doare mantrus d’an dud a ra fae warno.

  1. Laket e brezoneg gant Abherve (Frañsez Vallée).
  2. Ganet e Sant-Kwentin e 1810, marvet e 1883. Va mamm a vire oberenn veur Herri Martin en he levraoueg hag a vourre meurbet he lenn e-pad nozveziou hir ar goañv. Bez ez oa eus an oberenn-se, kement hag em eus koun, eur pemzek pe eun ugent bennak a levrennou keinet e gell.
  3. War en deus lavaret d’in D’Arbois de Jubainville e 1903, e oa c’hoaz, d’ar c’houlz-se, e kevrennou Istor Herri Martin diwar-benn ar Grenn-amzer, pennadou mat ha talvoudus da lenn.
  4. Diouz giz tud ar vro, e ran amañ eur c’hastell eus ti va c’herent e Gwiler (Villiers e galleg). Eun ti bras a-walc’h e oa, tro-war-dro d’ezañ eul lïorz liesleurennek, leun a wez frouez hag a vleuniou, en he led ouz ar bantenn. Ac’hano en em astenne ar gwel war ar gompezenn vras a zo anezi, el lec’h-se, strad an draonienn, betek eun tornaod roc’hellek ha gwezek a vevenne an dremmwel diouz tu ar mervent. Ouz troad an tornaod-se, en tu-hont d’ar stêr riblennet penn-da-benn a evlenned, e weled, e-touez ar c’hlasvez, tolzennad wenn kastell liesfenestrek ar Rochambeaued, brudet o ano gant brezel Amerika en XVIIIvet kantved.
  5. Le Loir e galleg, diwar an hen-geltieg Lêdos. Lêdos (dre e hir) a vije aet da Loez e brezoneg.
  6. Bro-Vendôme a zo aet da zugelez e 1515. Araok, diwar an Xvet kantved. e oa anezi eur gontelez, peder baroniez enni (Lavardin, Montoire, Roncé, Courtiras), hag araokoc’h c’hoaz, e mare ar Franked, eur pou : pagus Vindocinensis. Keltiek eo ano Vendôme, Vindocinum er stumm kosa a anavezomp d'ezañ. E brezoneg, e vije aet Vindocinum da Wenngen. Bez ez eus anoiou all a ouenn geltiek er vro-se : Trôo (Trogum), Vermand (Viromanduis), Ingrandes (Icoranda), Douvres (Dubra). Eur vourc’h-all, Bonneveau, a veze graet anezi Matval e gre Merowingiz. Ar c’hompezennou bras edus en em astenn er reter da vro-Vendôme a zo d’ezo ivez eun ano o sevel d’an Hen-amzer : Beauce e galleg, diwar an hen-geltieg Belisia, a vije deuet da Belez e brezoneg.
  7. Herri Mouhot, Voyage dans les Royaumes de Siam, de Cambodge, de Laos et autres parties centrales de l’Indo-Chine, relation extraite du journal et de la correspondance de l’auteur par Ferdinand de Lanoye, 1868. Al levr-se a oa e levraoueg ar Vertelotierenn ha lennet e oa bet gant va mamm a blije d’ezi kerkouls al levriou-beaj hag al levriou-Istor. Alies p’edon bugel o veva e Gwiler (1883-1891), he deus komzet d’in eus beajadennou ha kavadennou Mouhot en Indez-Sina, o truezi d’e varo gant an derzienn, e-unan-penn, e-kichen Louang-Prabang (bro-Laos), e miz Here 1867. Mouhot, hag heñ Gall, a veaje e kerz kevredadou gouiziegezel Breiz-Veur ha mirdiou Londrez. Ar C’hallaoued, ac’houdevez, o deus distrouezet ha studiet dismantrou Angkor, hag embannet diwar o fenn labouriou talvoudus. Ar pep reta da anaout a-zivout ar gêr-benn-se, bet en hec’h amzer (IXvet — XIIIvet kantved goude H.S.) unan eus skedusa ha kaera kêriou ar Reter-Pella, a vo kavet e levr E. Groslier, Angkor, 1924. — Angkor a dalv « kêr-benn » e kambodjeg ; Angkor-Vat « Nevedenn Angkor », Angkor-Thom « ar gêr-benn veur ». Gwir ano Angkor e oa Jagodharâpoura.
  8. Eus miz C’houevrer 1891 da viz Here 1920, nemet eur bloavezig (miz Gouhere 1898 — miz Mezeven 1899) tremenet e Londrez evit peurzeski ar saozneg.
  9. Kenta levr diwar-benn an dudoniez a gouezas etre va daouarn e 1891 e voe Les Races Sauvages, ethnographie moderne gant A. Bertillon, embannet gant levraoueg ar gelc’hgelaouenn c’hallek La Nature, eul levr liesskeudenn ha moulet-kaer war baper mat, evel ma veze ar boaz d’ar mare-se.
  10. Pa varvas va zad e miz Genver 1897, e kavis en unan eus e gantinennou, e-mesk eur bern levriou-all (Histoire de Dix ans gant Loeiz Blanc, Jérôme Paturot à la recherche d’une situation sociale, h.a.), unan eus oberennou bras F. Le Play, La Réforme sociale en France déduite de l’observation comparée des peuples européens, 3 levrenn, 5vet mouladur, Tour, 1874. Bloaz goude e oa roet d’in levr brudet E. Demolins. Ar re-se eo bet va c’hammedou kenta e skiant ar gevredadouriez.