Mont d’an endalc’had

Rakskrid

Eus Wikimammenn
Gwalarn, n° 76, 1935-1936  (p. Rakskrid)



Rakskrid


Ha d’ezañ beza re lorc’hus, e lezan gant al labour-mañ an ano a Brederiadennou a zeuas dindan va fluenn pa stagis d’her skriva. Al lenner a gavo amañ notennou, eveziadennou, heñchadennou, emreteriadennou (kouls lavarout), kentoc’h eget prederiadennou. Leuskel va fluenn da redek war ar paper am eus graet bep ma teue d’in an eñvoriou. Ac’hano meur a doull ha meur a lec’h skort em labour. Berr e oa an amzer ganen, ha n’hellen ket ober a-hend-all. Eus a greiz va c’halon e hetan ma vo adembreget pep hini eus an danveziou a veran el levr-mañ gant brezonegerien gwelloc’h pourvezet eget m’emaoun amañ evit kas ar studiou-se da vat ha da hesk. Ouspenn an dudi a gaver enno, ouspenn an dalvoudegez anezo hag ar frouez a zo da denna diouto evit an Emsao, dre ar seurd labouriou eo en em ziskouez nerz ha beoder eur yez.

Evel ma reas evit Istor ar Bed ha Sellou ouz an Tremenet (eñvorennou-dourn diwar-benn istor va zud eus 1750 da 1920), en deus bet an aotrou Frañsez Vallée ar vadelez da lenn al labour-mañ ha da beurreiza ar brezoneg anezañ e meur a lec’h. Ra vo trugarekaet gant al lenner evel m’e drugarekaan-me amañ.

 Miz Genver 1934.
M.M.