Mont d’an endalc’had

Abegou mat da gaout fiziañs en amzer-da-zont

Eus Wikimammenn
Gwalarn, n° 76, 1935-1936  (p. 15-20)


II. ABEGOU MAT DA GAOUT FIZIANS
EN AMZER-DA-ZONT


Heñvel e tegouez gant ar yezou ha gant ar gouennou, ar c’hredennou hag ar sevenaduriou. N’eus ket a stad diraezet, a dachenn gounezet, ma c’hellfed lavarout diwar o fenn : « N ’eus ket da adklask war se ! » Pep tra a vez lakaet-dilakaet dalc'hmat en entremar. Da garourien eur yez, ha hi kaeliet evel m’emañ bremañ ar brezoneg e beg eul ledenezenn vihan [1], ez eo eur frealz bras gouzout dre skiant-prenet an Istor pegen berrbadus ha bresk e vez galloud ar yezou kreñva, ar yezou-mac’hom, ha pegen aes e teu an dud da eskemma o yez ouz eun all pa gavont o mad ouz hen ober.

Bremañ, hag abaoe eun daou pe dri c’hantved, emañ en Europa eun nebeut yezou unvan, yezou a c’houarnamant hag a staderez, oc’h en em leda dre-holl dre vouga ar rannyezou kenouenn d’ezo ha dre strisaat tamm-ha-tamm o zachenn d’ar yezou bihan o veva en o dalc’h. Hogen ma savomp a zek kantved hepken uheloc’h en amzer dremenet, e welomp eur stad disheñvel a-grenn diouz hounnez : ar yezou bras, ar yezou unvan n’eus ket anezo ; ar rannyezou eo a zo trec’h dre-holl : rannyezou romanek er broiou bet gounezet gant al latin e dibenn hen-amzer an istorvez, rannyezou germanek ha slavek er broiou bet aloubet gant ar C'hermaned hag ar Slaved, h. a. Dek kantved abretoc’h edo disheñveloc’h c’hoaz an doareou : neuze an darn-vuia eus ar broiou bet aloubet diwezatoc’h gant al latin, ar germaneg hag ar slaveg a oa piaouet gant yezou bras, aet da get hizio ar pep muia anezo evel an oskeg-ombrieg, an etruskeg, al ligureg, an illirieg [2], an thrakeg, ar skutheg [3], an ibereg [4], pe bet strisaet d’ezo o zachenn en eun doare sebezus, evel ar c’heltieg. Dek pe ugent kantved araokoc’h, e oa moarvat disheñveloc’h c’hoaz kartenn ar yezou en Europa, nemet o veza ma steuz neuze d’eomp sklerijenn an Istor, n’omp ket evit lavarout da vat petra a oa anezi.

Kemmadennou ker bras-all a zo c’hoarvezet abaoe hen-amzer an istorvez en Azia, en Afrika hag en Amerika. En Azia, broiou ec’hon-meurbet evel Anatolia, Kreisteiz Siberia, an Turkestan hag an Azerbeïdjan, ma veze komzet enno e-pad an Hen-amzer yezou indezeuropek, a zo bet aloubet e-kerz ar Grennamzer gant ar yezou turkek-mongolek. En Indez, en enep, emañ bremañ c’hoaz evel gwechall ar yezou indezeuropek o terc’hel d’en em leda tamm-ha-tamm ha da c’hounit tachenn diwar goust ar yezou nannariek [5]. En Afrika, an arabeg en deus mouget an ejipteg e traonienn an Nil ha diberc’hennet ar berbereg (libueg Hen-amzeriz) diouz rannvroiou a-bez e Tripolitana, Tunizia, Aljeria hag er Marok [6]. En tu kreisteiz d’ar Sahara, ar yezou bet komzet gant Morianed ar ragistorvez a hañval beza aet holl da get. Ar yezou komzet gant ar Vorianed-vremañ a ziskouez beza dinaouet, darn eus an hen-ejipteg pe ejipteg faraonek (da lavarout eo eus an doare ejipteg a veze komzet e traonienn an Nil e gre ar Faraoned, e-pad mareveziou kosa hen-amzer an istorvez), ar re-all eus an nevez-ejipteg pe gopteg (an doare ejipteg a zo bet komzet e traonienn an Nil p’edo traonienniz o veva a-beb-eil dindan yeo ar Bersed, ar C’hresianed, ar Romaned, Buzantiz hag an Arabed [7]. En Amerika, nemet e rannvroiou-zo eus ar Meksik, eus Kreiz-Amerika ha war aradennad an Andou (Perou ha Bolivia dreist-holl), ar yezou indianek, ha n’oa nemeto o veva war an douar-bras-se pemp kant vloaz a zo, a zo bet kemeret o lec’h gant yezou europek : saozneg ha yezou romanek [8].

Ar c’hemmadennou bras-se a zo c’hoarvezet, holl gwitibunan, e-pad eur maread berr eus istor mab-den : an tregont pe zaou-ugent kantved m’eo bet o para warnañ sklerijenn an Istor [9]. N’eus arvar ebet da gaout e c'hoarvezo, en amzer-da-zont, kemmadennou ker bras-all n’omp ket evit diougana an darnvuia anezo.

Eun dra diarvar eo koulskoude en em ranno an nebeut yezou europek unvan en em ledet war Amerika etre eun niver a eilyezou, ha ne vezo ket ar skoliou evit mirout ouz ar rannyeza eus ar saozneg, eus ar spagnoleg hag eus ar portugaleg. N’eo ket eun albahenn a imbroudan amañ, pa zisplegan istor ar pez a zo bet hag a vezo adarre. Daoust ha mirout o deus graet en Hen-amzer ar skoliou latin savet dre-holl en Italia, e Galia hag en Iberia, daoust ha mirout o deus graet ouz yez vras unvan Rom d’en em vruzuna en eun niver stank a eilyezou n’emañ bremañ an italianeg, ar galleg, ar provañseg, ar c’hatalonieg, ar spagnoleg, ar portugaleg hag ar roumaneg nemet eun teskadig diwarnezo ? Nag ar skoliou-se, na pouez sevenadurez Rom, na levezon an Impalaerded, n’o deus lakaet harz ouz rannyezidigez al latin hag ouz ganedigez ar yezou romanek. Evel-se e c’hoarvezo d’ar yezou en em ledet en Amerika.

Evit ar yezou a zo o veva bremañ speurennet-klos en eur gichen en Europa, n’heller ober diougan ebet nemet hemañ : tonket eo abred pe ziwezat d’ar Stadou bras a welomp bremañ en hor rannved-ni dic’halloudekaat ha koueza, hag a-gevret ganto e tic’halloudekay hag e kouezo o yezou. Eürus neuze ar poblouïgou o devo dalc’het start d’o yezou e-doug ar c’hantvedveziadou a vac’homerez ! Digor hag ec’hon a gavint neuze da zienka , da zigornbrôa, d’en em leda ha da adkemerout o c’hreñv, ha da lakaat o lavar da drec’hi war yez o mac’homerien. An istor-se da zont, a vezo o hini neuze, eo istor tremenet an holl yezou en em ledet dre Europa en hen-amzer an istorvez.

  1. Bihan p’he laker a-genskoaz gant ledenezennou bras ar bed, da skouer ledenezenn Italia en Europa, ledenezenn Valaka en Azia, ha ledenezenn Hen-Galifornia en Amerika.
  2. N’eo ket bet diarvaret c’hoaz a-benn bremañ ha dinaouet e vije an albaneg-bremañ eus illirieg an Hen-amzer. A-enep d’an dinaouidigez-se emañ E. Philipon, Les peuples primitifs de l’Europe méridionale, recherches d’histoire et de linguistique, 1925, pp. 75-109.
  3. Er mare m’edont e barr o galloud (kenta milved kent H.S.), en em astenne beli ar Skuthed eus Keltia d’an Indez ha da steppennou uhel Kreiz-Azia (traonienn an Tarim, traonienn an Ili ha geotegi Mongolia). Dre hantererez ar Skuthed, o deus kalz a elfennadou eus sevenaduriou Europa ha Kornog-Azia tizet bro Sina. Eur yez iranek e oa ar skutheg. Yez an Osseted (Alaned, gant Krennamzeriz), eur bobladig (17.000 den hepken enni) o veva war menez Kaokaz, en daou du da ode-veur Darial, hag ar yagnobeg, eur yezig-all, komzet er reter da Samarkand, a vefe, war a greder, aspadennou eus ar skutheg. M. Rostovtzeff, Iranians and Greeks in South Russia, Oxford, 1922 ; L’art grécosarmate et l’art chinois à l’époque des Han, war Arethuse, 1924 ; h.a.
  4. Da ziarvari e vefe c’hoaz d’ober ha dinaouet eo an euskareg-bremañ eus an ibereg-gwechall. Indezeuropek e tiskouez beza an anoiou lec’hiou ha tud eus Iberia bet miret d’eomp gant skrivagnerien an Hen-amzer. Nann-indezeuropek e hanval beza an euskareg, daoust d’ezañ da gaout ennañ eur bern geriou indezeuropek bet amprestet digant ar c’heltieg, al latin hag ar rannyezou romanek dinaouet eus al latin. E Philipon, op. cit. pp. 151-80.
  5. Diwar-benn ar c’hemmadou-se hag istor an darvoudou politikel a zo bet pennabeg d’ezo, lenn : Visant A. Smith, The Oxford History of India, 1919 ; Rapson, The Cambridge History of India, 1922 ; R. Grousset, Histoire de l’Asie, 3 levrenn, 1921-1922 ; Meillet ha Cohen, Les Langues du Monde, 1924 ; I. Halphen, Les Barbares, des grandes invasions aux conguêtes turques du XIe siècle, eil mouladur, 1930.
  6. Meillet ha Cohen, op. cit. pp. 133-4 ; Klemens Huart, Histoire des Arabes, 2 levrenn, 1912-1913 ; E. F. Gautier, Le Sahara, 1923, pp. 96-168 ; L’Islamisation de l’Afrique du Nord : les siècles obscurs du Maghreb, 1927.
  7. L. Homburger, Les noms égyptiens des parties du corps dans les langues négro-africaines, war Acad. des Ins. et Bel. Let., Comptes rendus, 1928, p. 371 ; Les langues africaines modernes et l’égyptien ancien, war Mém. de la Soc. de Ling. de Paris, XXIII, p. 149 ; Morphèmes communs à l’égyptien et aux langues négro-africaines, war Journal Asiatique, CCXII, p. 323 ; Les dialectes coptes et mandés, war Bul. de la Soc. de Ling. de Paris, XXX, 1, pp. 1-56 ; Les représentants de quelques hiéroglyphes égyptiens en peul, war Mém. de la Soc. de Ling. de Paris, XXIII, 5, pp. 277-312 ; L’Origine égyptienne des langues négro-africaines, war Anthr. 1929, pp. 283-5 ; L’évolution de l’égyptien éclairée par le peul el le mandé, ibid. 1930, p. 110. H.a.
  8. Meillet ha Coben, op. cit. ; Koronal Langlois, L’Amérique précolombienne et la Conquête européenne, 1928 ; R. Ricard, L’« Incorporation » de l’ndien par l’Ecole au Mexique, war Journ. de la Soc. des Américanistes, 1931 ; La « Conquête spirituelle » du Mexique, essai sur l’apostolat el les méthodes missionnaires des Ordres mendiants en Nouvelle-Espagne, 1933 (Labouriou hag Eñvoriou an Ensavadur a dudoniez, ugentvet levrenn) ; R.B. Merriman, The Rise of the Spanish Empire in the old world and in the new, New-York, 1918.
  9. Berr da welout e teu ar maread-se pa lakaer an hed anezañ keñver-ha-keñver gant hed hoaladou meur Istor an Douar, hervez doare-jedi an douarourien a lavar an nebeuta : Kenta hoalad pe hoalad an divellkeineged, 18.750.000 bloaz. Eil hoalad pe hoalad ar pesked, an tousegeged hag ar stlejviled, 3.750.000 bloaz. Trede hoalad pe hoalad an evned hag ar bronneged, 2.500.000 bloaz. Pevare hoalad pe hoalad mab-den, 125.000 bloaz. An darn-vuia eus ar 125.000 bloaz-se a ya gant an oadveziou chellezel, acheulel ha mousterel. Dibenn amzer ar Skourn Bras a zo bet laket en eun doare diarvar a-walc’h da bevarzek mil bloaz diouzimp, da heul enklaskou ha studiou Ernest Antevs en Europa hag en Amerika : Swedish Late-Quaternary Geochronology, war The Geographical Review, 1925 ; On the pleistocen history of the Great Bassin (Carnegie Institution, niverenn 352), Washington, 1925 ; Retreat of the Last Ice-sheet in Eastern Canada (Geological Survey of Canada, skrid eñvor 146), Ottawa, 1925 ; The last Glaciation, embannet gant The American Geographical Society, New-York, 1928 ; h.a. Renta-kont gant Boule, war Anthr. 1929, pp. 149-52.