Istor al latin
Eus an holl yezou hen-amzeriat-se, n’eus hini ebet a gement ma anavezomp gwelloc’h an istor anezañ eget al latin [1]. Pa zeu da bara kenta skleuriou an Istor warnañ, er VIIvet-Vvet kantved kent H. S., emañ al latin eur yez vihan komzet en eur c’horn hepken eus Italia, el Latium, eur vroig ha n’eo ket kement ha m’emañ Breiz-Izel hizio. Ha n’eo ket hennez ar c’heñveriadur nemetken a c’heller da ober etre stad al latin neuze ha stad ar brezoneg bremañ. Rannet eo al latin, evel ar brezoneg, etre meur a eilyez. Stumm en deus da veza, evel hor brezoneg, an aspadenn eus eur yez vras bet ledet gwechall war eur vro ledanoc’h. Enket, yennet a bep tu en em gav al latin etre ar mor, an etruskeg hag ar yezou oskek-ombriek. Er vro aloubet gant an etruskeg, ez eus c’hoaz eun enezennad-tud o komz latin, tud an Ager Faliscus pe gêriz Falerii [2]. Kollet o deus latinegerien al Latium ar renkad veur a uhelidi oberiant ha brezelgar, kabestrerien-boblou ha gouniderien-vroiou, a hañval beza bet, e dibenn ar ragistorvez hag e derou an istorvez, gwella lederien ar yezou indezeuropek. Ne van ken ganto nemet renkad-etre ar frank-koueriaded, perc’henned war zomaniou bihan, ha breuriezou beleien (breudeur Arval, h. a), mirerien lidou ha hengouniou.
Ar c’hemmadennou bras-se e stad-kevredigez al Latined a zo testeniet gant doare-beva, stumm-spered, giziou hag anoiou al Latined o-unan. Bez’ ez eus anezo tud diwar ar maez, trouc’herien-vuzug kalet d’al labour, hogen fraost, difaltazi, rankles, arloupet war ar gounid ha piz. Sevel a reont moc’h, deñved ha saout, gwall-nebeut a gezeg. Mont a reont d’an emgann war droad peurliesa, ha neket war varc’h pe war girri-emgann evel m’emañ ar c’hiz gant ar pep gwella eus ar vrezelourien e-touez an indezeuropegerien-all [3]. Ne reont ken gant an anoiou-tud lieskevrennek, hir ha lorc’hus, a gar kemer, en holl boblou indezeuropek, ar vrezelourien a ouenn uhel : keltieg Urogenonertos « Nerzus evel ganadur an ejen-meur » ; germaneg Hariogaisas « Goaf-bann an armead » ; gresianeg Hippokratês « En deus nerz ar marc’h », thrakeg Sit(o)alkês « Nerz an Ed » ; skutheg Baioraspos « Dek mil marc’h » ; hen-berseg Bagadatês « Roêt gant Baga » (Baga « an Darnaouer-pinvidigeziou », unan eus anoiou Doue ; keñveria hen-slaveg bogu « doue », bogatu « pinvidik ») ; sanskriteg Devadatta « Roêt gant Doue ». h. a. Ar seurd anoiou a gaver betek dibenn an Hen-amzer, ha diwezatoc’h c’hoaz, e kement pobl indezeuropek he deus dalc’het da veza renet gant renkad an uhelidi veur. Gant al Latined n’eus roud ebet anezo : an holl gwitibunan a zoug anoiou berr, anoiou unkevrennek, a-seurd gant ar re a veze douget, e-touez an indezeuropegerien-all, gant an dud eus an izela kendere.
Kadarnaet eo kement-se holl gant ar pez a anavezomp eus stad politikel al Latined e-doug ar VIIvet, ar VIvet hag ar Vvet kantved kent H. S. Beva a reont neuze e dalc’h an Etrusked, pobl c’halloudek a zo dindan he beli d’ar mare-se ar pep brasa eus Italia adalek kompezennou ar Po betek Kampania. An Etrusked o deus treuzneuziet ar seiz kêriadenn bet savet a-goz war bep a run, e-kreiz geuniou an Tibr, ha graet anezo eur gêr, Roma (Rema en etruskeg), ma teuas d’en em voda enni tud a bep micher hag a bep bro, dreist-holl Etrusked ha Gresianed. An Etrusked eo a bourchas, e-pad meur a gantved, ar reizawourien hag ar renerien m’o deus ezomm anezo ar gêr nevez hag ar vro tro-war-dro d’ezi [4].
Pep tra gant-se a hañvale beza o kenoberia da gas al latin d’ar maro. Kement-se a vije c’hoarvezet, moarvat, m’he dije padet hiroc’hik mestroniez an Etrusked war al Latium. O impalaerded o tinerza, an dizunvaniez o ren e-touez ar poblou oskek-ombriek hag e-kreiz ar c’hêriadou-Gresianed a veve e Kreisteiz an Itali, setu an darvoudou a zigoras d’al Latined hent ar frankiz hag an trec’h. Ouspenn-se, en em gavout a reas en o zouez tud a benn a ouezas ober o mad eus an darvoudou ha lakaat o c’hraban war Rom [5]. An holl a oar pebez berz a reas da heul al latin. Trec’hadennou ar Romaned hag al Latined unanet o deus rôet d’ezañ da dachenn d’en em leda Italia a-bez, Illiria, Thrakia, Galia, Iberia ha Norz-Afrika. Bez’ e vougas ar yezou komzet er broiou-se, nemet koll a reas e unvanded war-bouez en em skigna. An rannyezou diwarnañ a zo en em ledet d’o zro, e derou an Amzer-vremañ, war eul lodenn vras eus Amerika [6].
- ↑ A. Meillet, Esquisse d’une histoire de la langue latine, 1928. An hevelep yezoniour en deus savet eul levr Aperçu d’une histoire de la langue grecque, kenta mouladur, 1913, a dalvez ar boan e lenn, dreist-holl ar pajennadou anezañ a-zivout ar yezou lennegel, a-zivout ar genyez (koinê) hag ar plegennou istorek a bouezas d’he stumma ; mougidigez ar rannyezou koz gant ar genyez ; rannyezidigez ar genyez ; savidigez eur genyez nevez. Netra kelennusoc’h, o veza ma ’z eo bet ar gresianeg unan eus brasa yezou-sevenadurez ar bed.
- ↑ Kentelius e meur a zoare eo ar pezig a anavezomp eus ar Falisked (Falisei). Ha d’ezo beza latinegerien, edont kevrenn e Kengevredad-meur an Etrusked. Kannaded a zileurent da vodadeg vrôadel an Etrusked e templ Voltumna. Stourm a-gevret gant an Etrusked a rejont ouz ar Romaned. Daoust d’o yez, e vezent sellet gant an holl evel Etrusked. Hag evit gwir, nemet ar yez, o doa degemeret doare-beva, giziou, kredennou hag arzou o c’hengevredidi.
- ↑ Pa dizas ar Romaned terri war o gwall-blanedenn ha mont eus trec’hidi da drec’herien e kendalc’hjont da veza troadeien. Ar strolladou soudarded roman (legiones) o deus astennet beli Rom eus meneziou Kaledonia d’an Atlas, hag eus Iberia da Vezopotamia, a oa anezo strolladou soudarded war droad. Nebeut a varc’hegiez a zo bet atao en armeadou roman, hag ez ae da ober ar pep gwella hag ar pep niverusa anezi diavaezourien nemetken : Kelted ha Numided dreist-holl e mare ar Republik, hag, a-unan ganto, diwezatoc’h, dindan an Impalaerded, Germaned, Thraked ha Sarmated.
- ↑ L. Homo, l’Italie primitive et les débuts de l’impérialisme romain, 1925, pp. 83-155.
- ↑ A. Meillet, Esquisse d’une histoire de la langue latine, kenta mouladur, p. 103.
- ↑ A-zivout ar yezou romanek pe nevez-latin komzet en Amerika, lenn al levriou meneget gant Meillet ha Cohen, Les Langues du Monde, 1924, pp. 57-61, notennou. Diwar-benn an darvoudou : levr Merriman meneget uheloc’h ; Lannoy ha Van der Linden, Hist. de l’expansion coloniale des peuples européens : Portugal et Espagne, Brussel, 1907 ; W.C. Abbott, The Expansion of Europe, a Social and Political History of the Modern World, London, 1925.