An anevalet clan gat ar vocenn

Eus Wikimammenn
Mont d’ar merdeerezh Mont d’ar c’hlask

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Ar vosen war al loened ha Ar Vosen var ar Chatal.

◄  Ar citrouillezen hac ar mez An anevalet clan gat ar vocenn   ►


AN ANEVALET CLAN GAT AR VOCENN.
(Livre VII, Fable I.)


Un drouc hac a zigas an hencrez hac ar spont,
Goest e-hunan, en un taul-cont,
Da beurgarga punç an ancou ;
Taulet a-varr an ee, abalamour da grimou
Ha da torfejou ar bed-ma ;
Ar Vocenn, (pa vo gret he hano aneza,)
A oa staguet evit mad
Var ar loenet a bevar droad.

Ne varvent qet oll, mæs tout e oant scoët.
Hini pelloc’h ne vez guelet
O clasq souten e vuez paour :
Peb boed dezo a so disaour.
Ar louarn, nac ive ar bleiz,
Ne chilpont mui var lerc’h o freiz ;
Ar par a dec’h pell dioc’h e barez :
Guer ebed pelloc’h a c’harantez,
Ha dre guement-se, a dra sur,
Guer a joa nac a bljiadur.
Qemenned abers ar Leon,
E comzas d’e divar e dron :
Sonjal a ran, emeza, bugale,
Ar freillad-ma so deut deomp dioc’h an ee,
Dre m’och eus pec’het, couls ha me.
Ra zeui eta ar c’houpapla
Evit an oll d’en em goestla :
Marteze, dre e sacrifiç,
Eus ar mæstr bras e harzo ar justiç :
Qement-se so bet grêt en amzeriou guech-all.
Examinomp eta hon oll oberou fall ;
Furchomp hor c’houstianç, disqennomp enhi piz.
Poulset, sioas ! gat an naon criz,
Me meus lonqet cals a zevet,
N’o devoa grêt din drouc ebet,
Hac ar pastor, so qen, avechou ’meus debret.

Prest e z’on d’en em offr ; mæs, evit qement-se,
Mad a ve, a gaf din, d’an oll cofes ive.
Sire, eme ar Louarn, c’hui so re vad roue,
Ha cals re scrupulus, m’en tou var va ene :
Nan, qement-se ne qet pec’het ;
Ar gloaneien, traou disqiant ha lor,
D’an heur m’ho poa hi debret,
E rezoc’h d’e cals a enor ;
Hac, evit fæt dioaller an devet,
C’hui a virit beza meulet,
Dre ma zeo eus a raç an dud
A venn ober ho mæstr varnomp-ni, loenet mud.
Peb goroër ha peb luban
A savas gat caus dom Alan.
Ne seljot nemet divar-c’horre
Oc’h pec’hejou ar loënet cre :
An Tigr, an Ours, gat sqilfou lemm,
Qement a zoug ivin pe flemm
Ha qement a ziscrogn e zent
A oe gat-ho leqet da sent.
Chetu o tont tro an Asen.
Sonch am eus, emeza, en eur prat o tremen,
(Ha c’hoas da menac’h oa ar brajen,)
An naon criz, ar gueauten glas,
Hac an diaoul, neb’on, va foulsas ;
Qement ma lipis gat va zeaut
Var dro e c’hement-all a c’heaut.

N’am boa, pa vo lavaret mad,
Na guir na perz ebet er prad.
Achu e gaus gat ar c’hæz doutec,
Arreo eus a beb tu var corf ar sqouarnec !
Eur Bleiz hac a ouie, emeza, ar lezen,
A brouvas difazi penaus Yan an Asen,
Loen divalo, loen disvlevet,
A so qirriec, dre e bec’het :
Hoguen, lipat gueaud an estrenn
A so penn-caus eus ar Vocenn,
Hac a virit beza mouguet !
Qer buan gret ha lavaret.
 
C’hui pere a so er palez
O cortos ho parnediguez,
Dioc’h ma viot sempl pe vras
Ho pezo amand pe c’hraç.


FIN.