Mont d’an endalc’had

An Incarnation

Eus Wikimammenn
L. Prud’homme, 1817  (p. 35-36)


Myster an Incarnation.

Ar pez a leveromp en diou quentel-màn a so tout tennet eus ar Scritur sacr. Necesser eo dimp gout an histoar eus hon zad, hon breur hon redampteur, hon c’honservateur, hon au-tro, hon barner. Goude pec’het hon tad quenta, Doue a brometas ur Redampteur d’an douar. Ar liberateur-se a arruas voar dro pevar mil bloas goude ma voa bet prometet. Doue a lesas quen hir amser da dremen, evit ober d’an dud santout guel an ezom hac ar bris eus hon Redampteur divin, eit ober deze huanadi ha desirout evel o deus groet ar Sænt el lezen ancien, an arru prompt a Vap Doue incarnet. Anfin Doue a lezas da dremen ar spaç amser-se evit-prouvi hac annonç dre ar prophetet pel amser diaroc, peguen caër ha peguen glorius e voa al liberateur-se, en ur annonç e c’hinivelez, e vuez, e varo, e enteramant, e resurrection, e asçansion hac ar chanchamant a dlefoa da ober voar an douar. Epad an amser se, da laret eo aboe pec’het Adam bete donediguez ar Messias, e voa sauveteet an dud dre ar fe en Jesus-Christ da donet, peini a dlefoa effaci ar pec’hejo cometet quent ha goude e zonediguez. Mæs ar Sænt eus an Testamant ancien ne ellent quet antren er gloar : perger an env a voa serret, den nemet ar Verb incarnet ne elle o digueri ; evel se ine J. C. a disquennas el limbo goude e varo er Groas, evit consoli ha delivra an tado santel, pe ar Sænt eus al lezen ancien.

Bezàn so peder propheci principal voar doediguez ar Messias. Evit abregi na rin nemet o henvel. Ar c’henta, hini Jacob er Geness, ch. 49. An eil, hini ar prophet Damel, ch. 9. An drede, hini ar prophet Aggee, ch. 2 ; hac ar pevare, hini ar prophet Malachie, ch. 5. Ur prophèt a so ur personaich inspiret gant Doue evit annonç certen treo libr pel amser quent evit ma c’harruont. Doue hepquen a ell hanaveout an amser da dont. Bezàn eus c’hoas ispicial nao propheci, pere a verq bete an distera circonstanç a vuez, a regn, a varo, a resurrection hac asçansion J.C. hon Redampteur. Ar Judevien a so c’hoas testo beo a incarnation Map unic an Tad eternel evel eus ar maro cruel en deus soufret voar ar Groas evidomp oll. Goude ar guentel a heuil, e continufomp an histoar a incarnation Jesus-Christ.