An Delenn hag ar Barz

Eus Wikimammenn
Armorica, 1935  (p. 11-12)



AN DELENN HAG AR BARZ
————
An Delenn :

Sav alese, barzig ; tenn d’in eus va c’halon
Ar veuleudi gaerañ hag al lirzinañ zon.

Ar Barz :

Na perak kana ken ? — Rafemp ket well ehan
Pegwir den, pa ganomp, na selaou ouz hon c’han ? —
Koulz eo terri dioustu va fluenn dizec’het
Ha mouga vid eur wech da vouez ankounac’het.
Trubard eo ar bed holl e-kever ar varzed :
Eus a dost o meuler, dreg o c’hein vê c’hoarzet,
Ha, mar bê zellet piz, war o fenn ne gaver
’Med eur gurunenn spern vel hini hon Zalver.
Kanet awalc’h hon eus hon daou war an douar
Evid eur bed goapaer ha kalonou klouar ;
Er bed all, unanet gant lâs-kan an Aelez,
Ni zavo gwerziou kaer hed ar beurbadelez.

An Delenn :

Daoust hag ar barz a gan vit ma vo selaouet ? —
Gra vel an eostig-noz : e vouezig alaouret
Na oar ken c’houitellat zoniou e garante
Nemet pell diouz an dud, diouz an drouz hag an de.
Gra vel an alc’houeder, a gan ’toull dor an nê
Pa ne glev tro-war-dro ’med sioulder ar mene.

Vid ar bed da c’hoapât, vid an dud da c’hoarzin,
Bale war ar roudou digoret gant Marzin ;
Kan atao kement tra zo da vean karet,
Ha sav da benn n’eus forz petra vo lavaret.

Ar Barz :

Ha petra ganin d’id, va zelennig feal ? —
Kement zon kaer a voa zo aet gant ar re-all.
Dre liorz ar varzed ar c’haera sperejou,
O kutuilh an holl frouez hag an holl bokedou,
N’o deus lezet netra gant ar re diveza
’Met traou koz hag a lak al lenner da faeza ;
Kaer ’meus sevel va fenn etrezek ar stered,
Digomz eo va genou, goullo chom va spered.

An Delenn :

N’eo ket er penn, n’eo ket er genou e klasker
Pa vêr en gwirione c’hoantek da zoniou kaer ;
Tostoc’h d’ene an dén, donoc’h en diabarz
’N hini klever ar vouez a dle dihun ar barz.
Er galon ’n hini strink mammenn ar gwir vuhe,
Moueziou ar Vad, an Eün, ar C’haerder, an Drue ;
Selaou pegen skiltrus e komzont en es kreiz
Ha kan, nag e vê ken, vit meuli da vamm Breiz.

Ar Barz :

Senti renkan ouzid ha, daoust d’ar bed goapaer,
Eus a deun va c’halon e kanin va bro gaer.
War zao, va zelennig, ro d’in nerz ha skoazel,
Ha kanomp unanet meuleudi Breiz-Izel !


————