Mont d’an endalc’had

An Dànvad hac ar C’hornif.

Eus Wikimammenn
◄   Ar Verienen hac ar Zardonen. An Dànvad hac ar C’hornif. Ar Voeen hac ar Benduën.   ►



FABL 62.


An Dànvad hac ar C’hornif.


Var gein an dànvad ar c’horneil
A zifrette e ziou-asqel.
An dànvades a lar dezi :
Ma raëz qement-all d’ar c’hy,
Deus ac’hane nen daës qet
Hep beza manific frottet.
Ar gornif a laras dezi :
O ! mèn voar mad eus piou c’hoari.
D’ar re douç mèn a so fachus
Ha mignon d’ar re rigourus.

Sans moral.


An dud so douç ha paciant
O deus brezel gant ar mechant.
An innoçanç a so bepret
Gant treid an dud falla foulet.