Mont d’an endalc’had

Aman, pell diouz an trouz

Eus Wikimammenn

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Aman, pell euz an trouz ha Amen pêl doh en trous.

A. Prud’homme, 1934  (p. 135-136)



N° CIII. — Aman pell diouz an trouz.



\version "2.22.0"
\score {
  \new Staff {
    \relative c'{
      \tempo "" 2=63
      \key g \major
      \override Rest #'style = #'classical
      \time 2/2
      g'2 fis4 g | a b a4. r8 \break
      g2 fis4 g | a b a4. r8 | a2 b4 a \break
      g8( fis) e4 fis d | \time 2/4 g2 | \time 2/2 a2 b4 a \break
      g8( fis) e4 fis d | g2. r4 \bar "|."
    }
    \addlyrics{
      A -- man, pell diouz an trouz
      hag holl sa -- far ar bed ar mae -- ziou
      am c’he -- lenn ken -- koulz hag an ak --
      wi -- ta dok -- to -- red.
    }
  }
  \layout {
    indent = #00
    line-width = #123
    ragged-last = ##t
  }
  \midi { }
}
\header { tagline = ##f }


  1. Aman, pell diouz an trouz
    Hag holl safar ar bed
    Ar maeziou am c’helenn kenkoulz
    Hag an akwita doktored.

  2. An douar a bourvez
    E vara d’ar poaniour ;
    N’e ro ket d’an den didalvez :
    N’eus ket a vara hep labour.


  1. Me a wel ar gwenan
    Savet da c’houlou-deiz ;
    Me ivez a dle kemer poan
    Ma reno gras Doue em c’hreiz.

  2. Hep ehan, ar wazig
    A dreuz ar saonennou,
    ’Trezek Doue eo mont braoik,
    Hep luzia er plijaduriou.

  3. An oan kaez gant fizians
    A heuilh e bennrenour ;
    Heuliomp Jezuz evit kaout chans ;
    An droukspered a zo treitour.

  4. Ar gwez gant an avel
    A bep tu vez hejet ;
    Koueza ’rin ma savan uhel :
    Well eo pleustra an izelded.

  5. An delienn a chom ye,
    Pa vez stag ouz he barr ;
    Ma ’n em zistagan diouz Doue,
    E teuin da wenvi hep-mar.

  6. Ar rozenn a zigor,
    Hag a sec’h ’n eur beure ;
    Hirie ma ’z oun serz, yac’h, didorr,
    Arc’hoaz e varvin marteze.

  7. Al laboused a gan
    Meuleudi d’o C’hrouer ;
    Duoc’h oun-me eget eur vran,
    Ma n’e veulan e pep amzer,

  8. Skourn hag erc’h a-wechou
    A droc’h ken a grenan ;
    Kals gwasoc’h dre ma fec’hejou,
    A-berz Doue kaout a dlean.

  9. Faez oun gant an tommder,
    Dindan an heol, pa boaz ;
    Ma foaniou n’int mann e-kenver
    Poaniou Jezuz stag ouz e Groaz.

  10. C’houi hepken, ma Doue,
    A glaskan e pep tra ;
    Renit warnoun c’houi, ma Roue,
    En em ouestla ’ran d’eoc’h gant joa.