Mont d’an endalc’had

Aman, pell euz an trouz

Eus Wikimammenn

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Aman, pell diouz an trouz ha Amen pêl doh en trous.

Eskopti Sant-Brieg ha Landreger
Ti René Prud’homme, 1924  (p. 122)



N° 100. — Aman pel euz an trouz.
War don N° 100.


1. Aman, pel euz an trouz
Hag ol safar ar bed,
Ar mejou am c’helen kenkoulz
Hag an habilan doktoret.

2. An douar a fournis
Frouez neve d’ar poaniour ;
Na ro netra d’ar feneantis,
N’eus ket a vlaves hep labour.

3. Me a well ar gwenan
Zavet da c’houlou-de ;
Me ive a dle kemer poan
Da brofitan euz gras Doue.

4. An dour-red hep arest
A dreuz ar bokedou ;
Da Zoue e tlean mont prest,
Hep luian er plijaduriou.

5. An oanik gant fians
A heuill e c’houarnour ;
Heuill Jesus eo ma asurans,
An drouk-speret a zo treïtour.

6. Ar gwe braz, en avel,
A bep tu zo fouetet ;
Kouezan rin mar zavan uhel,
Zuroc’h eo eur vertu kuzet.

7. An deliou a chom fresk
Pa vent stag ouz ar gwe ;
Evel deliou diners ha bresk,
E ouenvin mar kuitan Doue.

8. An ekleo a respont
Er c’hoat pa hen galvan ;
Doue am galv hag elec’h mont
Alies na ran ket a vân !

9. Ar bleuniou a ziouan
Hag a zec’h en eun de ;
Breman ive iac’h e vevan,
Arc’hoaz e varvin marteze !

10. Kanan ra ’l lapouset
D’o C’hrouer meulodi ;
Me, a c’henou hag a speret
A dle kaeroc’h c’hoaz hen meuli.

11. Skorn hag erc’h awejou
A droc’h ken a grenan :
Kals goasoc’h dre ma fec’hejou
Abeurs Doue a veritan !

12. Poaz on gant an domder
Kouls an est, en han braz ;
Ma foaniou n’int man e kenver
Re ma Zalver stag ouz e Groaz.

13. C’houi hepken, ma Doue,
A glaskan e peb tra :
D’ac’h e westlan ma ol bue,
Labour, dic’han, anken ha joa !