Mont d’an endalc’had

Eürus an hini

Eus Wikimammenn

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Eurus an hini a garo Doue.

A. Prud’homme, 1934  (p. 137)



N° CIV. — Eürus an hini a garo Doue.
Ton : LXXX


  1. Eürus an hini a garo Doue
    Gant e holl galon hag e holl ene. (2 w)

  2. An den a blijo da Zoue hon Tad
    A vo diwallet ha diwallet mat.

  3. En ti hag er park, dre-holl, deiz ha noz,
    Doue a skuilho warnan e vennoz.

  4. Gantan e bried hag e vugale
    O devo o lod e bennoz Doue.

  5. Evel eur wezenn douret he gwriziou,
    Dougen a ray frouez, deliou ha bleuniou.

  6. Mar deo pinvidik, e ray vad d’ar paour ;
    Stlabeza a ray e arc’hant, e aour.

  7. M’eo paour a zanvez, en deus ’vit leve
    Karantez Doue ha peuc’h an ene.

  8. Gant c’houezenn e dal en deus paeadra
    Da c’hallout dinec’h debri e vara.

  9. Laouen er vuhez, laouen er maro,
    Etrezek an Nenv eürus e savo.

  10. Ha te, pec’her paour, trenket da vuhez,
    Ma varvfes daonet, na pebez truez !

  11. Pec’her paour, distro ha distro buan,
    Rak ganit dija eman c’houez an tan.

  12. Kemer hepdale hent ar Baradoz,
    Pe, m’hel lavar d’it, e kavi malloz.