Act a Offranç d’ar Galon sacr a Jesus
Un Act a gonsecration pe a ofranç da galon Jesus, composet gant an tad de la Colombière, eus a gompagnunez Jesus, hac a allet da lavaret peb guener quenta eus ar mis goude ar communion ha pa na gommuniet quet ive, ispicial mar bet en breuriez calon Jesus, pe veus a hini e vez grêt ar gouel d’ar guener varlerc’h eizvet ar Sacramant. Ar vreuriez-ma ive am eus expliguet en ul levric brezonec imprimet evit an devotion d’ar galon sacr a Jesus [1].
O Calon sacr eus va Jesus, pehini ne baoues o tevi gant ar garantez evit an dud, peguement bennac na guifit en bo c’halonou remet ienien, nemet ancounec’h ha neglijanç evidoc’h ; c’houi a gar, ha ne d’oc’h quet caret; ne anavezer quet so-quen ho carantez, abalamour na brijet quet receo an donæsonou, pe gant re e fell deoc’h he zisquez. Evit reparation eus a guement a outrajou hac a ingrateriou en hoc’h andret, ô calon agreabl ha carantezus eus va Salver, hac evit miret, en quement ha ma ema em gallout, na gouezen en ur seurt maler, ec’h offran deoc’h va c’halon gant quement mouvamant a sorti anezi ; en em rei a ran deoc’h antieramant, hac a vrema e protestan sinceramant, a soinch d’in, penaus e tesiran en em ancounec’hat va-unan ha quement a ell caout raport gueneen, evit lamet ar pez a all miret ouzin an antre ebarz er galon divin se, pehini boc’h eus ar vadelez da zigueri d’in, hac en pehini e fel d’in antren evit beva ha mervel gant ho servijerien fidela. Dre ar garantez vras am eus ouzoc’h, va Salver, pe a zesiran da gaout da viana, ec’h offran d’ho calon adorabl quement ma’zoun dre ho craç ha quement vad a rin dre ho moyen epad va buez, na quement-se-oll, non-pas hepquen evit enori ho calon sacr, va Jesus, mæs c’hoaz ho suplian da accepti an offranç-se a ran deoc’h hep reserva tion, evit dispos anezi er fæçon ma querrot hac evit nep a guerrot. O calon sacr eus va redamtor Jesus-Christ, disquit d’in en em ancounec’hat ma-unan antieramant ; disquit d’in ar pez a dlean da ober evit erruout gant ar burete eus ho carantez. Santout a ran enon ur volontez vras da blijout deoc’h : hoguen ne allan dont a ben a guement-se nemet dre ur sicour particulier eus ho craç, pehini a c’houlennan digueneoc’h. Grit ho volontez em andret, va Jesus ; me sant ervad en em opposan da guement-se dre va goall inclinationou, siouaz ! hoguen me garre couscoude n’en em opposen quet. Dec’h-hu, calon divin eus va Jesus, ê ober ar pez ne allan quet va-unan ; c’houi hepquen ho pezo ar c’hloar tout antier eus va justification, mar deuan da veza rentet just ha santel. Echuit hoc’h ouvraij eta, va Salver, echuit va c’honvertissa ha va santifia en hevelep fæçon ma chomin fidel ha ma cresquin ato en ho carantez sacr betec an halanad diveza eus va buez. Amen.
Ar pab Clemant decvet en deveus accordet ur remission blenier hac antier eus ho fec’hejou d’ar re pere eus a vreuriez ar sacramant a implijo ur veich er bloaz un heur da adori ar sacramant ha da bidi Doue evit an union etre ar brincet christen, an extirpation eus an heresiou hac an exaltation eus hor mam santel an Ilis , gant ho devezo confesset ha communiet ervad d’ar memes deiz pe da un devez al bennac eus ar memes sizun ma raïnt ho heur, evel ma ê lequeet er vull induljangou roet gant an tad santel-ma en faver ar rouantelez a Franç, er bloaz mil c’huec’h cant pevarsec ha tri-uguent. Ar vull-se a gueffot expliquer het-a-hed gant ar motivou, ar reglamanchou hac an actou eus an adoration perpetuel, en ur fæçon-all en ul levr brezonec pehini so bet imprimet er Bloaz 1704, hac a so galvet An Exerciçou eus ar Vuez Christen, pehini, a ve mad deoc’h da brena : rac ma’z eo ul levr profitabl meurbet. Remerquit penaus, pa na veac’h nac en breuriez ar sacramant nac en breuriez calon Jesus, e vezo cousgoude agreabl d’hor Salver ha probtabl d’hoc’h ene, lavaret ar pedennou a velit ama diaraoc.
- ↑ Instruccionou praticou ha pedennou evit an devocion dar galon sacr a Jesus, moullet d'ar wech gentañ e 1715, diouz aotre an escop ; admoullet e 1752 ha war-dro 1785.