Mont d’an endalc’had

Amand enorabl d’ar Sacramant

Eus Wikimammenn
L. Prud'homme, 1849  (p. 439-440)


ACT A ADORATION pe AMAND ENORABL
da jesus-christ er sacramant santel eus an auter,

Hac a ve mad ha profitabl da ober, pe o renta bisit deza en ilis, pe oc’h he heul pa vez cacet d’an dud clan, pe oc’h assista er Salud pa vez roet benediction ar Sacramant, pe autramant er guear so-quen, o trei var-zu an ilis ma idi ar Sacramant ebarz.

VA Doue ha va Autrou J.-C., me a gred emaoc’h realamant er sacramant santel eus an auter, quer presant ha ma emaoc’h en eê an tu-deou da Zoue ho tad ; me hoc’h ador a greis va c’halon er myster adorabl-se gant un desir bras da repari en ur faepon bennac quement irreveranç ha quement disprijang ha profanation a souffr ho madelez infinit er sacramant divin-se, abaoue ma ê plijet gueneoc’h he institui dre un exces a garantez evidomp, hac a souffrot c’hoaz bete fin ar bed. Me a c’houlen ouzoc’h ardon, hac a ra deoc’h ama un amand enorabl gant brassa humilite a so possubl d’in, eus an irreverançou am eus coumetet va-unan en andret ar sacramant adorabl-se, hac eus an oll bec’hejou all am eus great epad va buez ; hac e proposan fermamant d’en em zioual diouto hivisiquen, moyennant ho craç santel, pehini a esperan hac a c’houlennan digueneoc’h, va Jesus. Me hoc’h ador er sacramant august-se, non pas diouz ma her meritit na diouz ma tleften he ober, mæs da viana diouz va gallout ha diouz ma em be c’hoant a greis va c’halon d’he ober gant an oll berfection a ve possubl. Me hoc’h ador, va Salver carantezus, en quement leac’h ma reposit er sacramant divin-se, evit quement hini n’ho deveus quet hoc’h adoret enna biscoaz, evit quement hini n’hoc’h adoront quet brema, hac evit quement hini n’hoc’h adorint biquen, ispicial evit an heretiquet hac ar schi[s]matiquet [1], evit an dud fall hac ar goall gristenien, evit ar blasphematourien, ar sorcerien hac ar magicianet, evit ar Iudevien hac an Durquet, hac evit an oll infidelet pe an idolatret, pere ho suplian, va Jesus, da gonvertissa, evit ma teui ar bed-oll d’hoc’h anaout ha d’hoc’h adori er sacramant santel eus an auter.

Erfin, va Doue, me hoc’h ador enna evit an oll draou crouet pere n’hoc’h enevont quet, couls hac evit ar re hoc’h ene ha n’hoc’h adoront quet, evel ma’z eo an erevent hac an dud daonet ; hac e tesiran en creiz va c’halon ober brema quellies act a feiz, a esperanç hac a garantez en hoc’h andret, va Jesus, ha rei deoc’h quement a venedictionou ha meuleudiou, ha mil gueich c’hoas davantaij, eguet a valedictionou hac a vlasfemou a vomisso ar grouadurien maleürus-se assambles en hoc’h enep epad an oll eternite.

Me a offr deoc’h, va Doue, va Salver, gantan oll respet hac an oll humilite a so possubl d’in, an adoration ma gant an hini a rent deoc’h an ilis militant ha triomphant : hac ho suplian eus va oll nerz, va Redamtor divin, ma plijo gueneoc’h accepti va homaij ha rei d’in ho penediction santel gant ar c’hraç da gundui ur vuez vad ha da gaout ur maro mad ive.

Amen. Evelse bezet grêt.

Meulet ra vezo Jesus er sacramant santel hoc adorabl eus an auter.

Amen.

  1. Moullet : schisma-.