Mont d’an endalc’had

A-vreman betek ar maro

Eus Wikimammenn

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Euz a vreman.

A. Prud’homme, 1934  (p. 20)



N° XVI. — A-vreman betek ar maro.


Ar skridoù-sonerezh zo diweredekaet evit poent.


  1. A-vreman betek ar maro
    meulomp Jezuz hag e ano
    Ra vo karet e peb amzer
    Hag adoret war an aoter

  2. D’ar bobl ’zo aman, ma Salver,
    O kana dirak hoc’h Aoter,
    Teurvezit rei, gant ho pennoz,
    Nerz d’ho servija deiz ha noz.

  3. Enor d’an Tad ha d’ar Spered
    Dre-holl, dalc’hmat, evel m’eo dleet :
    Ha da Jezuz-Krist, hon Salver,
    Er Sakramant eus an Aoter.