Mont d’an endalc’had

Euz a vreman

Eus Wikimammenn

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout A-vreman betek ar maro.

Eskopti Sant-Brieg ha Landreger
Ti René Prud’homme, 1924  (p. 30)


N° 20. — Euz a vreman bete ’r maro.
Ton N° 20.


  1. Euz a vreman bete’r maro,
    Meulomp Je-zus hag e hano :
    Ra vo karet e peb amzer
    Hag adoret war an Oter !

  2. Ma Jezus, d’ar bobl zo aman
    Stouet diragoc’h o kanan,
    Deurveet rei, gant ho penos,
    Ners d’ho serviji de ha noz.

  3. Enor d’an Tad ha d’ar Speret
    Abeurs an dud hag an elet ;
    Ha da Jezus gwir Vab Doue
    Er zakramant a garante !