Mont d’an endalc’had

3. gourc’hemenan an Ilis

Eus Wikimammenn
L. Prud’homme, 1846  (p. 263-267)




TREDE GOURC’HEMEN.


Coës a ri da viana
Ur vech er bloas hep nac’h netra.

An Ilis, dre’r gourc’hemen-ma, a ordren da guement o deus an usach a ræson, coës o oll fec’hejou da viana ur vech bep bloas, d’ho fastor, pe gant e gonge da ur belec-all-bennac aprouet gant an Ilis.

I. Da guement o deus an usach a ræson : obliget eo, eme ar c’honcil a Latran [1] an oll dud eus an eil sex hac eguile, pere o deus an usach a ræson, da goës o oll fec’hejou d’o belec propr, da viana ur vech er bloas, ha da sacramanti da Basq, dre avis o c’hoëssour, dindan boan da veza privet, en o buez, eus ar bermission da antren en ilis, ha goude o maro, da gaout, evel ar gristenien-vâd, douar benniguet da receo o c’horf. Ar vugale pere o deus an usach a ræson, da lavaret eo, pere so capabl da zifaranti ar mâd eus an drouc, ar pez a eller ordinalamant d’an oad a seiz vloas, a dle, evel ar re vras, coës da viana ur vech er bloas : ho tever eo eta, tadou ha mamou, mistr ha mæstrezet, o instrui, o c’haç da goës ha rei dezo an exempl-vâd ive var ar poënt-ma. Evit satisfia da c’hourc’hemen an Ilis, ne dê quet avoalc’h mont da goës ur vech er bloas, ret eo c’hoas, eme hon Tadou zantel ar Pabet, ober ur goëssion-vâd, da lavaret eo, ur goession pehini a ra hor peoc’h gant Doue hac a effaç hor pec’hejou; ha non pas ur goëssion hac ur gommunion sacrilach pere a bella ac’hanomp diouz Doue, hac a gresq an niver eus hon offançou… Guelit eta ha c’hui a gaç ho bugale da goës hac a goës hoc’h-unan gant an dispositionou requis eus a gostez ar speret hac eus a gostez ar galon : eus a gostez ar speret, oc’h anaout-mâd, da viana ar guirionezou principala eus ar feiz, hac eus a gostez ar galon, o veza glac’haret da veza offancet Doue hac o caout ur propos ferm d’en em viret ous ar pec’het en amzer da zont.

II. Da viana ur vech er bloas : an Ilis ne fell quet dezi ordren deomp coës alies epad ar bloas, gant aoun ne allemp quet en ober, ha gant aoun ne vanqfemp da zenti ha ne gueszemp evel-se er pec’het marvel. Mæs ur c’hristen sourcius eus e silvidiguez n’en em gontant quet da vont da goës ur vech er bloas, mont a ra pront quellies guech ma sant en deus ezom d’en em reconcilia gant Doue. En effet, chom hep mont da goës nemet ur vech er bloas a zo en em exposi da ober ur goëssion-fall ha negligea hor silvidiguez… Da guenta, en em exposi da ober ur goëssion-fall : rac penos ober-mad un action pehini a rêr guen dibaut a vech ; penos caout sonch eus a guellies a bec’het, bergnet an eil var eguile epad queit amzer ; penos netaat en ur vech, un ty, ur jardin e pehini e lezer al loustoni, al louzou-fall da gresqui ha da c’hruc’hull epad ur bloas ? Cetu azé cousgoude un imach eus a gundu ar re ne fell dezo mont da goës nemet ur vech er bloas : evel-se, eleac’h effaci o fec’hejou dre ur goëssion-vâd, en em exposont, siouas ! da gresqui an niver anezo dre ur goëssion sacrilach.

Cals a goncilou hac a Dadou eus ar vuez spiri-tuel o deus reglet e oa mâd ha meulabl d’an dud santella, coës bep sizun, bep pemzec dez, bep miz ; ha d’an oll, bep daou pe bep tri miz, da hirra.

D’an eil, o chom ur bloas hep mont da goës e negligeomp hor silvidiguez : an ini a zant ez-eo dangerus e c’houli, ne chom quet ur bloas hep er pansi na sourcial anezan : penos e c’hallit-hu eta chom ur bloas hep coës ar pec’hejou-se pere ho talc’h clân-bras, pe en ur stad a varo dirac Doue ? An ini en deus meubl precius ne lez quet anezo etouez ar fanq nac al loustoni : perac eta lezel epad queit amzer hoc’h ene pehini-so quer-precius etouez ar fanq hac al loustoni eus ar pec’het ? Ne istim quet cals e vuez an ini a gousq a espres var bord ur precipiç-bras-bennac : er memes tra, ne istim quet cals ive e silvidiguez an ini a chom pell er stad horrubl eus ar pec’het marvel. Sant Ian-Chrisostom [2] ne gomprene quet penos e c’hall un den quemeret ur repos-bennac e stad a bec’het, hac ar profet David e-unan en em estone o velet peoc’h ar pec’herien : penè moti sunt pedes mei pacem peccatorum videns [3]. An Ilis ne verq quet ar poënt da goës evel ma verq ar poent da gommunia, abalamour ur goëssion hepquen ne dê quet alies avoalc’h evit en em lacât e stad da zacramanti ; mæs, o veza ma tleer communia da Pasq, e tleer ive coës neuse da viana, mar en em zanter coupabl eus a ur pec’het-bennac, rac ar re n’o deus græt pec’het-ebet ne dint quet obliget da goës, pa’z-eo guir penos ar goëssion a zo un accusation eus ar pec’hejou cometet.

III. D’hor pastor hon-unan, pe d’ar veleyen a labour assamblez ganthan, pe gant e gonge d’ur belec-all-bennac aprouet gant an Ilis : d’hor pastor hon-unan, ha non pas da re-all, pere, o veza ne vouessent quet hon anaout, a alfe rei pe refus re-vuan deomp an absolven ; eleac’h ur pastor a dle anaout e zênved, evel ma tle e zênved en anaout o-unan : cognosco oves meas, et cognoscunt me meæ [4]… Hor pastor hac ar veleyen a labour assamblez ganthan, a renco renta cont ac’hanomp da Zoue : tanguàm rationem pro animabus vestris reddituri [5] ; just eo eta ive deomp rei dezo da anaout e pe stad ema hor c’houstians… Carguet int gant Doue d’hor gouarn ha d’hor barn : d’hor parea eus hor c’hlênvejou spirituel : mæs, evit gallout en ober, eo ret dezo anaout pe seurt buez a gunduomp hac ê pe seurt dispositionou en em gavomp ; hoguen evit-se, e tleomp coës dezo hon oll bec’hejou, da viana ur vech er bloas, poent-pe-boent, nemet conge a obtenfemp digantho da vont da gaout ur belec-all pehini en deus ive ar galloud da rei deomp an absolven… Hor pastor hepquen a ell rei deomp ar bermission-ma dre gomz pe dre scrid, en amzer Fasq, pe en ur poent-all eus ar bloas, evit non pas jayna hor c’houstianç, hac evit hon lezel libr da choas hor c’hoëssour, o veza na eller quet commandi ar fizianç, evel a lavar sant Frances a Zall [6].

Ne dleomp quet chom pell e stad a bec’het marvel hep mont da goës ; mæs querquent a ma santomp hon deus bet ar goal-eur da bec’hi marvelamant, e tleomp goulen pardon digant Doue ; ober ur binigen-bennac ac’nanomp hon-unan, hac en em resolvi da vont da goës hor pec’het quenta ma vezo possubl deomp ; rac, allas, quement a reomp e stad a bec’het marvel, dre exempl hor yuniou, hon aluzennou hac hon oll œuvrou-mâd, a zo œuvrou-maro, o veza ma zomp maro hon-unan dirac Doue, ha ne zervichont deomp da netra evit an êe, nac evit sicour eneou ar purcator : un den maro, na ell nac en em zicour, na sicour ar re-all : mæs hon œuvrou-mâd a ell obteni deomp ar vuez dre voyen ur guir gonversion ha dre voyen ar sacramanchou, pe dre’n dezir d’o receo : rac-se goude hor pec’het, e tleomp e zetesti, ober pinigen ha mont d’e goës evit obteni ar pardon anezan, hac ar vuez eus a c’hraç Doue pehini hon devoa collet oc’h er cometi. Neuse o veza pardonet, quement a reomp a vâd a deu da dalvout deomp evit an êe : ur verennad-dour roet d’ar paour er stad-se, dre garantez evit Doue, ne chomo quet hep recompanç, eme an Aviel [7] : pebes motif d’en em zerc’hel e stad a c’hraç, hac en hent a gundu d’ar barados !

  1. [Concil. Lateran. IV (an. 1215), can. 21 (Omnis utriusque sexus fidelis…).]
  2. […]
  3. [Ps. LXXII, 2-3.]
  4. [Joan. X, 14.]
  5. [Heb. XIII, 17.]
  6. [Gw. Entretiens spirituels, lec’h-mañ-lec’h.]
  7. [Matth. X, 42.]