EIL GOURC’HEMEN.
Cleo devot, ha pen-da-ben,
Sul ha gouël-berz, an oferen.
An Ilis a ordren deomp, dre’r gourc’hemen-ma, assista devotamant en oferen d’ar zuliou ha d’ar goueliou mirabl. Oc’h esplica an drede gourc’hemen a Zoue, hon deus parlantet eus an obligation hon eus da assista en ofiç parres ; ama e c’hespliquimp petra eo an oferen ; e pe seurt intantion e vez offret ; penos e tleer assista enny ha pe seurt pedennou a dleer da lavaret.
I. An oferen a so ur sacrifiç eus a gorf hac eus a voad Jesus-Christ, pere a zo offret da Zoue var an auter dre zaouarn ar belec, dindan ar speçou a vara hac a vin, evit repræsanti ha continui sacrifiç ar groas.
An oferen a zo ur sacrifiç, da lavaret eo, un dra zansibl pehini a vez distruget pe cenchet, evel ma’z-eo ar bara hac ar guin pere a vez cenchet, dre gomzou ar gonsecration e corf hac e goad hor Zalver ; ne chom anezo nemet an apparançou pe ar speçou. Ar sacrifiç santel a vez offret da Zoue hepquen, rac ma’z-eo un homach a doration : cultus latriæ… Memor a rêr en oferen eus ar Verc’hes hac eus ar zænt evit trugarecât doue eus ar graçou en deus accordet dezo, hac evit ma plijo gantho intercedi evidomp dirac Doue. Ar sacrifiç a vez offret da Zoue dre zaouarn ar belec, rac ar veleyen hepquen a zo choazet evit exerci ar fonctionou sacr. Offret e vez ar sacrifiç-ma evit repræsanti sacrifiç ar groas ; evel-se an auter a repræsant menez Calvar, ar hara hac ar guin dispartiet an eil diouz eguile a ræpresant [sic] maro hor Zalver, da lavaret eo, e voad dispartiet diouz e gorf ; ha gommunion ar belec a repræsant ar bez e pehini e voue laqueet corf hor Zalver epad ma oa e ene santel el limbou. Corf ha goad hor Zalver ne allont mui beza dispartiet goude e resurrection, o veza na dle mui mervel, mæs an disparti-se dre ar speçou hac etre ar c’homzou a bere en em zervich ar belec evit o c’honsacr, eo a repraæsant e varo petra-bennac ma en em gav antieramant dindan pep-unan eus ar speçou. An oferen ne de quet hepquen ur repræsantation, mæs ive ur gontinuation eus a zacrifiç ar groas ; rac ar memes Jesus-Christ en em offr e-unan var an auter eguis ma en deus en em offret var ar groas ; ne deus diffaranç-ebet etre an daou sacrifiç nemet ar fæçon d’o offr : Jesus-Christ en deus en em offret var ar groas en ur scuilla e voad, ha n’er gra quet var an auter. Petra-bennac m’en deus hor Zalver satisfiet da justiç Doue evit hor pec’hejou var ar groas, en em offr cousgoude ato bemdez var an auter evit continui ar memes sacrifiç a reconciliation, hac evit aplica bemdez deomp oll ar milit eus e bassion hac eus e varo. O veza var menez Calvar en deus græt ur binigen bublic evit hor pec’hejou, mæs evel ma c’hoffançomp Doue bemdez, en em laca c’hoas bemdez evel ur pænitant var an auter. Evel ma en deus goulennet var ar groas oc’h e Dad pardon evidomp-oll, e c’houlen ive bemdez var an auter ma vezimp pardonet : hac evel ma c’hoffras var ar groas ar prix eus e voad evit ar re veo hac ar re varo, evel-se en em offr c’hoas var an auter evit remission hor pec’hejou ha dilivranç an eneou eus ar purcator.
II. An intantionou gant pere e c’hoffr an Ilis ar sacrifiç santel eus an oferen da Zoue dre zaouarn ar belec, so ar beder-ma : 1° evit adori Doue ha renta dezan un homach hac ur zoumission parfet dleet d’e vajeste souveren evel d’ar mæstr ha d’an Autrou universel eus a guement tra-so ; 2° evit e drugarecât eus e oll vadoberou en hon andret hac en andret an oll generalamant ; 3° evit obteni diganthan pardoun quen evidomp hon-unan, quen evit ar re-all, memes evit hor brassa adversourien ; 4° evit goulen an oll graçou necesser deomp hon-unan ha d’an oll gristenien fidel, quen beo, quen maro ; rac-se an Ilis, er sacrifiç santel eus an oferen, gant corf ha goad Jesus-Christ, a offr c’hoas pedennou ar zænt ha dezirou an oll dud fidel ; en em offr a ra ive he-unan, evit lacat assamblez er sacrifiç-ma pedennou ar zænt, rac ma zint bet santifiet dre’r victim a offrer, ha dezirou ilis an douar hac ilis ar purcator, evit ma vezint sicouret pep-ini hervez he ezom. Cetu aze an intantionou e deus an Ilis oc’h offr an oferen da Zoue hac a dleomp da gaout hon-unan, pa assistomp enny.
III. Assista a dleomp en oferen pen-da-ben, gant respet, gant attantion ha gant devotion : integrè, dignè, attentè ac devotè.
1° Integrè : ret eo clevet an oferen pen-da-ben : gourc’hemen an Ilis eo : cleo devot ha pen-da-ben, bep sul, bep gouël, an oferen. Evit quemen-se eo necesser erruout abred ; chom en ilis epad an oferen ; lacat evez da dremen lod eus a amzer an oferen o cauzeal pe o cousquet : cetu perac an dud a erru, dre o faut, goude an Aviel, pe a zorti aroc communion ar beiec, a zisplich da Zoue, o veza ne glevont quet an oferen pen-da-ben, pe o veza ma en em gomportont-fall. Lavaret a ran, dre o faut, rac mar dê dre zurpren pe dre accidant eo en em gavont re zivezat, pe ez-int obliget da zortial, e c’hellont pedi en ur zont, pe goude beza sortiet, ha conta gant fizianç var drugarez an Autrou Doue pehini ne c’houlen digant an den nemet e c’halloud.
2° Dignè, gant respet : abalamour an oferen a zo an action ar zantella eus hon religion : en oferen e lenner pe e caner deomp comzou Doue, gant pebes respet na dleomp-nî quet eta o c’hlêvet, nac o miret en hor c’halon !... En amzer ar gonsecration e tisquen hor Zalver Jesus eus an êe var an auter, gant pebes respet na dleomp-nî quet en em gomporti en e dy hac en e bræsanç !... Var an auter, evel var ar groas, en em offr evidomp d’e Dad eternel ; gant peguer-bras respet na dleomp-nî quet eta en em offr hon-unan dezan, hac en em offr da Zoue ganthan ha dreizan evit anaout e c’halloud souveren varnomp-oll, e drugarecât eus e c’hraçou, obteni ar pardon eus hor pec’hejou, hac an oll zicourou a bere hon deus ezom evit en em zihoal ous ar pec’het en amzer da zont. En em dalc’hit eta, epad an oferen, en ur postur ar modesta : Doue r’ho præservo da veza, dre ho vaniteou hac ho paruriou immodest, un occasion a bec’het evit an dud fidel. Dihoallit ive mâd da veza evitho ur zuget a zistraction dre ho tisgourzou profan, dre ho musc’hoarz, ho sellou, ho scanvadurez, ar pez a ve quen control d’ar zantelez eus ar plaç e pehini en em gavit ha d’ar vajeste a Zoue, præsant var an auter. Ar groaguez hac ar maguerezet na dleont jamæs digaç gantho bugale vian pere, dre o c’hri hac o gestou, a alfe troubli an ofiç divin e pehini e tleomp assista, non pas hepquen gant respet, mæs ive gant attantion.
3° Attentè : an darn-vuia eus ar gristenien ne dennont quet eus ar sacrifiç santel ar frouez o deffe guir da c’hortos, abalamour ne assistont ennan nemet dre accustumanç, ha cazi hep attantion-ebet, hac hep goulen an disterra graç digant Done : clân ha paour int, mæs ne zantont nac o c’hlênved nac o faourentez, siouas dezo ! Evit ne guëzot mui er memes faut, considerit amzer an oferen evel ar guella amzer roet deoc’h gant Doue evit obteni diganthan hoc’h oll ezomou. Neuse, ispicial, eo e c’hassur deoc’h penos ho pezo quement a c’houlennot digant e Dad en e hano : neuse eo e tleit consideri Jesus-Christ var an auter evel ur roue var e drôn, præst da accordi d’e zugidi hervez o goulen ; evel un den pinvidic, contant da rei d’ar paour hervez e ezom ; evel ur medicin charitabl pehini a receo gant joa quement ini en em bræsant dirazan hac a ro da bep-unan peadra d’en em barea. Er moment eürus eus an oferen eo e tleit guelet petra vanq deoc’h ; e pe stad en em gavit dirac Doue, ha goulen hoc’h ezomou gant fizianç ha gant devotion.
4° Devotè : devotion a zinifi devouamant (devovere) : un den devouet d’e væstr a zo ato præst da zenti outhan, dre ar fizianç en deus ennan hac ar garantez en deus evithan : cetu eno ive gant pe seurt santimanchou e tleomp assista en oferen : caout a dleomp ur volontez sincer da ober quement a c’hourc’hemen Doue deomp, abalamour ma’z-eo un tad infinimant mad, bepret fidel da accompliesa promessaou a ra d’e vugale : renonç a dleomp ive d’ar pec’het ha d’an oll occasionou eus ar pec’het ; d’ar garantez dreist-voder a ellomp da gaout evit madou, enoriou ha plijadurezou ar bed ; d’hor bolontez propr ha d’an dezirou direglet eus hon oll squianchou naturel, evit gallout beza agreaploc’h d’hor mæstr divin, ha querzet guelloc’h en hent eus e c’hourc’hemennou… Fall a reont an dud-se pere o veza e stad a bec’het marvel a gleo an oferen hep santimant-ebet a binigen, hac hep dezir-ebet da cench a vuez : goab a reont a Zoue o chuntri o daouarn, hac é lavaret o deus queuz da veza en offancet en ampoent ma lezont o c’halon stag ous ar pec’het : tromplerien int pere, evel ar pharisian a behini e parlant an Aviel, a zorti, martese, eus an ilis, coupaploc’h eguet na edont pa antrejont enni [1]… Pec’herien, deut d’an oferen, ho tever eo, mæs deut gant ur galon distag eus ar pec’het ; deut gant santimanchou a feiz hac a fizianç, o credi parfet ema var an auter an oan a effaç pec’hejou ar bed, ha pehini a ell ho pardoni ; deut gant santimanchou a anoudeguez-vâd e quêver un Doue pehini ho clasq, ho calv hac ho cortos gant quement a batiantet, hac a bromet gant quement a drugarez ho pardoni, mar distroit outhan a greiz ho calon : deomp oll d’ar sacrifiç divin hac en em roomp-oll da Jesus antieramant, evel ma en em offr antieramant evidomp d’e Dad eternel.
IV. Mar goulennit pe seurt pedennou a dleer da lavaret epad an oferen, e respontin penos nemet e c’hazistot enni gant an dispositionou a bere hon deus parlantet, hac e c’hunissot hoc’h intantion gant ini an Ilis, quemen-se a zo avoalc’h absoluamant : o veza er stad-se, quement seurt pedennou a reot epad an oferen, a vezo agreabl da Zoue ha profitabl evidoc’h : lavarit ar Bater hac an Ave, ar Gredo, an actou, ar chapelet, ar rosera hac ar pedennou a guerrot ; cousgoude, evel ma’z-eo an oferen ur repræsantation eus a bassion hac eus a varo hor Zalver, e vê un devotion convenabl-bras medita var ar pez en deus souffret evidomp. Mar zantit hoc’h eus mui a zevotion o len excrciçou devot, evit an oferen, pere a gavot e cals a levriou, pe o cana asamblez gant an dud a Ilis, pe memes oc’h ober un attantion vras da zerimoniou an oferen, grit evit ar guella, da lavaret eo, evit brassa gloar an Autrou hac evit ho prassa avantach ha profit spirituel… Dreist pep-tra, guelit pe seurt techou-fall hoc’h eus ; goulennit pardon anezo, hac ar c’hrag d’en em gorrigea : goulennit ive bepret ur c’hraç particulier-bennac.