1. gourc’hemen an Ilis

Eus Wikimammenn
L. Prud’homme, 1846  (p. 252-256)



QUENTA GOURC’HEMEN.


Ar gouëliou-berz a santifii,
Neuse pep labour a lezi.

An IIlis, dre’r gourc’hemen-ma, a ordren deomp santifia ar gouëliou-berz evel an deiz santel eus ar zul. Lavaret a ran ar gouëliou-berz, da c’houzout eo, ar re commandet gant an esquibien evel goueliou mirabl en o escoptiou. Hoguen ar gouëliou a santifier, evel ar zul, dre’n œuvrou-mâd ha dre’r beden ; hac a brofaner ive, evel ar zul, dre’n œuvrou servil ha dre’n œuvrou a voal exempl... Evel m’hon deus parlantet a guemen-ma oc’h esplica an drede gourc’hemen a Zoue, ne barlantimp brema nemet eus an daou seurt gouëliou pere a zelebrer dre oll ebars en Ilis catholic, da c’houzout eo, eus ar gouëliou instituet evit enori ar mysteriou principala eus a vuez hor Zalver, hac eus ar gouëliou instituet evit enori ar Verc’hes Vari hac ar zaent... Piou en deus o instituet? perac int bet instituet ?

I. Piou en deus o insituet : Doue e-unan en devoa guechal instituet certen gouëliou etouez ar Yuzevien evit digaç da zonch dezo eus ar burzudou en devoa græt en o andret. Evel-se gouël Pasq a zelebret e memor da dremenidiguez an æl pehini, dre urz Doue, a scoas a varo oll vibien-êna an Ægyptianet hac a espergnas bugale an Israelitet. Gouël ar Pantecost pehinl a sinifi anter-cant devez goude Pasq, a zelebret e memor d’an deiz e pehini an Autrou Doue a roas e lezen d’e bobl ebars en desert, anter-cant devez goude m’en devoa en tennet eus a zindan domination Pharaon. Gouël an trontpillou a zelebret e memor d’an drouç a reas ar gurun ur moment aroc ma roas Doue e lezen ; ha gouel an tabernaclou pe an tantennou, e memor d’an amzer a dremenas ar bobl a Israel dindan tantennou ebars en desert, e peleac’h e recevent o bevanç eus an êe dre voyen ar mân pehini a zisquenne bemdez evit o mezur. Ar Sinagog, da lavaret eo, Ilis ar Yuzevien, a instituas ive cals a vouëliou hac a yuniou evit trugarecaat Doue eus ar victoriou o devize gouneet var o inimiet, hac evit expia certen crimou pere a vize bet cometet etouez ar bobl.

En amzer al lezen nevez pe al lezen a c’hraç, an ebestel, instruet e scol hor Zalver, o deus instituet ar zul e plaç ar sadorn pehini a oa diagnent an deiz consacret da zervich Doue, e memor d’ar repos a guemeras en deiz-ma, goude beza crouet ar bed e c’huec’h devez. Ober a rejont ar cenchamant-ma, abalamour d’ar zul eo e ressuscitas hor Zalver, e tisquennas ar Speret Santel var an ebestel, hac e commanças ar bublication eus al lezen a c’hraç. Instituet o deus ive, cals eus a vouëliou hor Zalver, hac an Ilis carguet d’hon instrui, hac ato cunduet gant ar Speret Santel, e deus instituet pe recevet abaoue, an darn-vuia eus ar gouëliou-all e general. Beza ez-eus ive gouëliou instituet gant certen esquibien ha mirabl e certen escoptiou hepquen, o veza m’o deus an esquibien ar galloud da instui certen goueliou particulier evit brassa-mâd ar bobl a c’houarnont.

II. Perac eo bet instituet ar goëliou ? Instituet int bet evit hon instrui hac evit beza evel monumanchou pere a zesq deomp carantez an Autrou Doue en hon andret, an enor, a dleomp da renta dezan ha d’ar zænt hac an horrol a dleomp da gaout eus ar pec’het.

Evel-se gouël Nedelec a zelebrer evit enori guinivelez hor Zalver pehini a zo en em c’hræt den evit hor zavetei hac evit satisfia evidomp da justiç Doue. Oh christenien, anavezit, eme sant Leon e peguen doun eo ho couliou pa’z-eo bet ret en deffe un Doue en em zervichet eus a ur remed pehini en deus coustet quement dezan ! [1] Ne vouien quet, ô va Doue, eme sant Bernard, peguer-bras oa va miser, ne greden quet beza quer clân, maes ar myster adorabl-ma en disquez d’în ! [2]… Goël ar Circoncision a zisquez deomp garantez vras hor Zalver evidomp, pa gommanç quen-abred da scuilla e voad evidomp, o c’hortos e scuilla-oll betec ar berad diveza var ar groas evit remission hor pec’hejou, hac a zesq deomp an obligation hon deus da viret-mâd gourc’hemennou Doue ha re an Ilis, pa en deus miret e-unan gourc’hemen ar circoncision da behini ne oa quet obliget… Gouël ar Rouanez a dle hon douguen da drugarecaat Doue a greiz hor c’halon, da veza hor galvet, e personach an tri roue, d’an anoudeguez a Jesus-Christ, ha da veza christenien eus a bayanet ma oa hon tud-goz guechal. Pebes bonor, beza bet galvet eus a devaligen an idolatriach da sclerigen ar feiz ! Pebes graç, beza deut eus a esclavet d’an drouc-speret, da veza guir vugale da Zoue !… Gouël præsantation hor Zalver en templ en djsquez deomp evel ur victim santel, oc’h en em offr d’e Dad eternel, evit satisfia evidomp d’e justiç, hac a ro ive deomp da anaout an obligation hon deus d’en em rei antieramant da Jesus-Christ, evel ma’z-eo en em roet antieramant evidomp. Caout a rêr tud pere a gonsacr da Zoue o fedennou, o yuniou ha cals memes eus o madou, mæs quemen-se-oll ne blich quet avoalc’h da Zoue, abalamour n’en em gonsacront quet dezan o-unan… Pasq a zelebromp e memor da bassion, da varo ha da resurrection hor Zalver, hac a zesq deomp penos en deus souffret evit diboania achanomp ; penos eo maro evit rei deomp ar vuez ; ha penos eo ressuscitet evit ma ressuscitimp ive un deiz. Gouël an Ascension a zisquez deomp hor Zalver o pignat en êe evit præpari deomp eno hor plaç, hac evit beza eno ive non alvocad dirac e Dad eternel.

Gouëliou ar Verc’hes ha re ar zænt a zo bet instituet gant an Ilis evit hon douguen da drugarecât Doue da veza o santifiet, ha da veza o roet deomp da squêr ha da exempl, hac ive da intercessoret dirac e vajeste divin. Doue so ar zourcen eus an oll zantelez, hac ar zænt ne dint sænt nemet dre ma zint bet santifiet dre zicour Doue. Ar Verc’hes sacr eo ar burra hac ar barfeta eus an oll grouadurien ; concevet ha ganet en ur stad a justiç hac a zantelez, ne deus biscoas cometet an disterra pec’het, pas memes an disterra imperfection. En ur renta d’ar Verc’hes Vari an enor quenta goude Doue, hon dever eo e drugarecaat eus ar graçou dreist-ordinal en deus accordet dezi ; ober hor possubl evit imita he vertuziou, he feiz crên, he esperang ferm, he c’harantez ardant, he furete angelic, he humilite vras hac he c’honformite barfet da volontez an Autrou Doue, goulen a greiz hor c’halon, hac alies, ar zicour eus he intercession, rac impossubl eo da bedennou ar Verc’hes Vari chom hep heza selaouet.

Ar zænt, evel a gân an Ilis, a zo ar vein-beo a bere eo græt ar Jerusalem cœlestiel, mæs aroc antren er plaç caër-ma ez-int bet taillet ha stardet gant morzol ar boan hac ar bersecution : tunsionibus, pressuris expoliti lapides [3] ; hon dever eo eta ive, pa zelebromp ur gouël-bennac en ho enor, trugarecat an Autrou Doue eus an nerz, ar gourach hac ar joa memes en deus roet dezo en o foan hac en o zrubull, rac goapeet, dispriset ha persecutet int bet, ha consideret gant cals a dud evel scubien an douar : tanquàm purgamenta hujus mundi [4]. Beza ez-eus en o zouez, eus ar memes stad, ar memes oad hac ar memes bro gueneomp : heuillomp eta an exempl o deus roet deomp, perac ne allemp-ni quet ober ar pez o deus græt ? Sempl ha fragil e voant eveldomp ; mæs fidel int bet da c’hraç Doue ; miret o deus e lezen ha recevet o deus ar recompanç caër dleet dezo. Beza ez-int mignonet an Autrou Doue, en em laqueomp eta dindan o frotection, ispicial dindan protection ar Verc’hes sacr, dindan protection hon æl-mâd, sænt patronet ha protectourien hor parres, hon escopti, hor bro : hon tud-coz er feiz, o deus savet templou caër en o enor, ha nî, siouas ! a zisplich dezo, o tisplijout da Zoue dre hor buez disordren.

  1. [Leo M., Serm. XXIV, c. 2.]
  2. […]
  3. [Hymn. 'Urbs beata Jerusalem' (in Dedic. eccles.), str. 5.]
  4. [I. Cor. IV, 13.]