Mont d’an endalc’had

4. gourc’hemenan an Ilis

Eus Wikimammenn
L. Prud’homme, 1846  (p. 268-272)



PEVARE GOURC’HEMEN.


Ha da Basq e sacramanti,
Rac-se e stad-vâd e vevi.

An Ilis, dre’r gourc’hemen-ma, a ordren da guement o deus an usach-vâd a ræson, communia, da viana ur vech er bloas, da Basq, en o ilis parres.

I. Da guement o deus an usach-vâd a ræson: brassoc’h anoudeguez a renquer da gaout eus ar guirionezou principala eus ar feiz evit gallout communia eguet evit gallout coës, rac-se en darn vuia eus an escoptiou e coësser ar vugale d’an oad a seiz vloas, petra-bennac ne roer dezo ar gommunion nemet da zec pe da unnec vloas : cousgoude, pa vezont clân, e c’heller o c’hommunia aroc an oad-se pa gaver o deus an dispositionou requis eus a gostez ar speret hac eus a gostez ar galon : an nouen a roer dezo da zeiz vloas, ha memes querquent a ma c’hallont coës, ha neuse e vez enterret o c’horfou evel corfou ar re-vras, da lavaret, gant ar memes cerimoniou.

II. Communia a dleomp da viana ur vech er bloas : ar memes concil a Latran pehini a ordren d’an oll dud fidel coës da viana ur vech er bloas, a ordren ive dezo communia, da viana bep bloas, en amzer Fasq [1]… An Ilis ne zougas al lezen-ma nemet en drizec canved : e commançamant ar gristenach ne oa ezom-ebet da boursu an dud fidel da gommunia, rac en ober a rent bemdez, pe da viana quellies guech ma c’hasistent er sacrifiç divin eus an oferen ; mæs an niver eus ar gristenien o veza deut da gresqui, hac o fervor guenta da ziminui, cals anezo ne gommunient nemet da zul : lezireguez un darn-vras a deuas memes da veza quer commun, ma cavas an Ilis a propos, en navet canved, ordren d’an oll dud fidel communia, da nebeuta, teir guech er bloas, da Nedelec, da Basq ha d’ar Pantecost. Erfin, en drizec canvet, an Ilis a ordrenas d’he bugale communia da viana ur vech er bloas, en amzer Fasq, ar pez a c’hourc’hemen c’hoas hirio.

Hor Zalver Jesus oc’h institui ar sacramant adorabl eus an auter, a vercas deomp an obligation hon deus d’e receo : an ini, emezan, ne zebro quet eus va c’horf ha ne evo quet eus va goad, n’en devezo quet ennan ar vuez eürus eus va graç : mæs ne vercas quet e pe boënt e tleïemp communia, lezel a reas ar gourc’hemen-ma da ober gant e Ilis pehini a ordren deomp eus e bers, communia, da viana ur vech er bloas, en amzer Fasq.

III. Lavaret a reomp, da viana, rac, ur c’hristen-mâd n’en em gontant quet da gommunia ur vech er bloas, mæs en ober a ra liessa ma ell, ha desirout a ra en ober bemdez. Hennez eo ive, eme ar c’honcil a Drant, dezir hor mam zantel an Ilis pehini a c’houlen digant he bugale, ma vezo santel avoalc’h o buez, evit permeti dezo evel d’ar gristenien guenta, communia bemdez [2]. Penos en effet, e c’hallit-hu ræsonablamant caout muioc’h a zourci eus ho corf, ha memes eus ho loened villa, eguet eus hoc’h ene ?… Jesus-Christ er gommunion a zo an oan pehini a effaç pec’hejou ar bed : eccè Agnus Dei, eccè qui tollit peccata mundi [3] ; perac eta e quemerit-hu an tec’h, eleac’h en em bræsanti dirazan evit beza pareet ! Beza ez-eo, emezan e-unan, ar bara a vuez : ego sum panis vivus [4] ; perac eta e lezit-hu hoc’h ene da vervel gant an naon, en despet d’ar c’honvî a ra deoc’h da dostaat ous e daul ha da zibri eus e vara ! Lavaret a ra deoc’h ez-eo an hent a gundu d’ar vuez eternel : perac eta e valeit-hu en hent a gundu d’ar maro, o pellaat eus ar gommunion santel ? Jesus a zo ar vinien, ha ni a zo ar brancou [5] : hoguen ar brancou distag eus ar vinien ne zougont guet a frouez ; comprenomp eta penos evit obteni frouez a silvidiguez, e tleomp en em unissa, a amzer da amzer, gant hor Zalver, dre’r gommunion zantel… Petra zervich deomp, eme sant Ian-Chrisostom , offr evidoc’h ar victim a silvidiguez, ma na fell quet deoc’h he receo en ho calon ? [6] Joa a ra gueneomp, eme ar memes doctor [7], o guelet endro da gador ar virionez evit selaou comzou Doue ; mæs mantret eo hor c’halon o velet ne dostait quet aliessoc’h ous an daul sacr. Hor Zalver e-unan eo en em glêm eus a guemen-ma en andret eus e Aviel [8] e pehini e lavar deomp ez-eo henvel ous a ur roue pehini o veza præparet ur banquet caër evit eured e vab, en devoue ar glac’har da velet penos ar re en devoa conviet a gavas meur a zigarez evit chom hep dont d’ar banquet ; red e voue dezan, eme an Aviel, caç e zervicherien var ar ruïou ha var ar plaçou public evit contraign ar re guenta a gavchent da zont da guemeret plaç e sall ar banquet : ar barabolen-ma n’e deus ezom-ebet a esplication ; ar roue a behini e parlant an Aviel eo hor Zalver : ar banquet a repræsant ar gommunion, hac an iscuzou-faus a gavas an dud-se evit chom hep dont d’ar banquet a ro da entent ar ræsonioufall a gao cals a gristenien lach ha digalon pa vez quæstion da dostaat ous ar sacramanchou.

Communia a raemp alies, eme c’hui, mæs ne dê quet santel avoalc’h hor buez : grit eta ho possubl a respont deoc’h an Ilis, dre c’hinou ar c’honcil a Drant [9], evit en em santifia hac en em lacat e stad da gommunia bemdez… Ne dê quet santel avoalc’h ho puez ; da lavaret eo, martese, ne fell quet deoc’h distaga ho calon eus a vadou, a blijaduresou hac a enoriou ar bed : guel ê gueneoc’h chom hep communia eguet renonç d’ar c’hompagnunezou ha d’an assambleou difennet-se ; da c’houzout eo, ne garit quet an Autrou Doue. Lavaret a rit, dre ho cundu, evel ar Yuzevien : roit d’în Barrabas, ha laquit Jesus d’ar maro… Roit d’în an dansou, an evach, ar madou goal-acquisitet, ar plijaduresou-fall-se, ha lezit ar gommunion a gostez… Aoun am eus da ober ur gommunion sacrilach, a lavar un-all, guel eo d’în chom hep communia : an ini en deus ur guir aoun da ober drouc, n’er gra quet : m’er goulen ouzoc’h, hac ên a lavar ar jardiner : aoun am eus da dailla fall ar vezen-ma, guel eo d’în chom hep e zailla ? Salocras ; mæs lavaret a ra : aoun am eus da dailla-fall ar vezen-ma, ret eo d’în eta ober va fossubl evit e zailla-mâd; evit troc’ha ar brancou seac’h, ar zauvagennou hac he lacât da rei frouez. Livirit ar memes tra : aoun am eus da ober ur gommunion-fall ; ret eo d’în eta ober va fossubl evit lemel eus va c’halon ar pez a zisplich da Zoue, hac evit en em lacat e stad-vâd… An amzer eo a vanq deomp, a lavar darn-all : en em drompla a reont hep mar ; amzer a gavout da receo bizitou o c’hærent hac o mignonet, ha ne gavont quet a amzer da receo o Doue ! Amzer a gavont da velet, da glêvet ha da ober pep-tra, ha ne gavomp moment-ebet da dostaat ous hor Zalver pehini a chom var an auter dre garantez evidomp, hac hor c’honvî da vont d’e gaout evit hor c’honsoli hac evit rei deomp an oll graçou a bere hon deus ezom : ut ditem diligentes me et thesauros eorum repleam [10].

IV. Da Basq : an amzer Fasq a rên, dre oll, adalec ar zul Bleuïou betec sul ar C’hasimodo; mæs ar bastoret a receo ordinalamant digant an escop, ar bermission da asten pe da verraat an amzer Fasq, hervez ma cavont a propos. An ini pehini, dre avis e goëssour, na ell quet communia da Basq, a dle en em zoumeti a volontez-vâd da guemen-se, hac ober e bossubl evit en em lacat e stad da gommunia er poënt a zo merquet dezan… Ar re ne raint quet quemen-ma, dre o faut, ar c’honcil a Latran [11] a c’hourdrous serri outho dor an ilis epad o buez, ha refus dezo an douar benniguet goude o maro.

V. Pep-ini a dle communia en e barres, petra-bennac m’en deus recevet ar bermission da vont da goës eleac’h-all : evit gallout communia emeas eus e barres, e tle caout ur bermission expres evit-se. An dud clân pe infirm a ell ober o fasq en o zy, pe goulen permission da vont d’en ober d’an ilis querquent a ma vezint pare. Ar gommunion roet d’ar-re glân en amzer Fasq, a ell servichout da viatic ha da gommunion bascal, o caout an diou intantion-ma.

  1. [Concil. Lateran. IV, can. 21 (gw. uh.).]
  2. [Concil. Trident., Sess. XIII, cap. 6 ; Catech. Trident., II, c. 4, q. 58.]
  3. [Joan. I, 29.]
  4. [Joan. VI, 41 ha 51.]
  5. [Joan. XV, 5.]
  6. [Cf. Jo. Chrys., Homil. XVII in Epist. ad Hebr.]
  7. [Ibid..]
  8. [Matth. XXII, 2.]
  9. [Gw. uh.]
  10. [Prov. VIII, 21.]
  11. [Gw. uh.]