Pajenn:Tragedien Sant Guillarm condt deus ar poetou, 1869.pdf/64

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 60 —

C’hoas ne leveret guir pa oc’h arru aman,
Ne ars muï va squiant, finissa a rancan.

Ar C’hondt.

He bien ! Autronez, a c’houi zo preparet
Da accordi guenen evel ma zeo gleet ?
En em dennet am faç ha lest guenen ennes,
Het a lesse, mar queret, en ker pe voar ar mes.

Ar C’henta a Ker.

Effrontet fal ma zout, den barbar milliguet,
Arretet pront da goler, en anno an Drindet,
Ha retorn var da guis hep dale pel aman,
Pe e teuïo Doue erfin d’ho punissa.

Ar Pap.

Courach, ma zud Christen, diffennet ous ennes,
En hano Jesus-Christ, hac e vam ar Werc’hes.

Pot a gamp ar C’hondt.

Biscoas ne meus goelet tud quer kalet a ben
Ha quen opiniatr, quen superb ba ma zent,
Ne chenchont ket a brepos ar Romanet-se,
Eur c’houlz bennac couscoude e tissent pea-ze.

Ar C’hondt.

Or sus, ne batten muï da rezoni onte.

Ar Pap.

Courach, ma soudardet, en hano a Zoue.

An Tenzorier.

N’oc’h eus quet a affer da rezoni onte,
N’or bezo quet a espern evit hini an ê.

An Eil a Ker.

Me a meus esperanç, gant sicour an Drindet,
E vi rentet confus te a da soudardet.

Ar C’hondt.

Terrup ! e zout hardi : lavar din, mic’hiec,
Me a gret e zout meo p’otramant affollet,
En em den prest am faç ha te hac ar re-se ;
Mar leveres eur guir m’em bezo da vue,
Ha lez guenen ennes eur voech c’hoas pa pedan,
Pe e teuï an tan foeltr da goeza er ker-man,
Dre voyen Jupiter ha la fin a bedan,
Ha va nerz va unan goude-ze da guentan.