Pajenn:Tragedien Sant Guillarm condt deus ar poetou, 1869.pdf/63

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 59 —

Pardon d’ho pec’hejo, ha bezet den honnest,
Ha cesset ar brezel a ret d’ar gristenes,
Pe e vezet confus, assuret oc’h a ze,
Pa vezo renta cont en prezanç eun Doue.

An Tenzorier.

Ne’n deo quet oc’h affer sonjal en quemen-se,
Ne la var dec’h netra nemet mont a lesse,
Ha lezel guenemp-ni ennes da bunissa,
Ma na ret e vezet miserapl eveltan.

An Driet a Ker.

Hac e cleffen cant coech dre vartir perissa
Me bromet e tele hin bepret mat d’ar Pap man :
Goazoc’h evit nau deo na Calvin na Luter.

Eun Digentil.

Divoallet, mar querret, pe me glac’haro ker,
En em dennet an faç, a ze en ho pedan,
Lequet evez ouzin, pan oc’h avertissan.
Nen deus quet da farsal, en em reit prontamant,
Hac e vezet lamet a boan hac a dourmant.

Ar Pap.

Apezet ho coler en hano an Drindet,
Ha goulennet pardon diouz Roue ar bed
Pini a offancet, sivoas, bemde c’houlou.

Ar Baron.

Me ne ouffen pelloc’h anduri e gomzou,
Nen dout quet eun tol dorn ; mar comzet quen a ze
Ar c’henta a vezo punisset e vo te,
Hac ar Gardinalet pere a zo guenet.
Quent ma haiomp a han, ne bon, me’r graïo soezet.
Autro ar C’hondt a Poëtou, gant ho permission,
Me c’houlen diguenec’h deus a greïs ma c’halon
Ma vezo punisset eun darn deus aneze, ra
Ha discaret dan traon darn ho superbite.
Penoz e permettet, sonjet me ho suppli,
An affroncho a rer dec’h ha da oll dud an ty
Gant tud disquiantet vel ma zeo ar re-ze.
Me a ve goel guenen finissa ma bue,
Tud pervers, effrontet, superb hac arrogant ;
Excumunuguet oc’h gante, memeus amant,