Pajenn:Tragedien Sant Guillarm condt deus ar poetou, 1869.pdf/65

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 61 —

An Driet a guer.

Ar respont a zo groet, n’ho pezo quet certen :
Ni ziffenno ouzoc’h dre c’hraç ar Souveren,
Hac ar Werc’hes Vari zo Rouannes en êe
Ones hor sicouro gant sicour ma Doue.

Ar C’hondt.

Me ’n bezo anezan p’otramant da vue.
Or,sa, ma soudardet, combattet aneze.
He bien, Autro Pap, evit pe sort sujet
Oc’h eussu ac’hanon quen diffesson tretet ?
Donnet d’am dispriza evit neubet a dra,
Ne gleiac’h quet ober an dra-ze, a gredan !

Ar Pap.

Autro, mar plich guenec’h, ma escuset brema,
Ne voa quet va dezir donnet d’ho tizoblija.

Ar C’hondt.

Penoz, effrontet fal ! avoalc’h e c’heus-te groet
Pan don deus an Ilis guenede retranchet.

Ar Pap.

Autro, distroït m’ho ped, da ober pinijen,
Ha me a roio dec’h breman an absolven
Deus an oll bec’hejo oc’h eus bet commettet ;
Gant ober pinijen e vezet absolvet,
Hac ho rento capabl da jouissa en êe
Deus ar rouantelez preparet gant Doue.

Ar C’hondt.

Na pe sort pinijen a fell did a raffen ?
Me ne intentan quet petra eo pinijen.

Ar Pap.

Ar pinijen a zo gant Doue ordrenet
Evit cavet pardon dimeus an oll bec’het
Pere a gomettomp goude ar vadiant
Pa ve deut an den en e intentamant,
Ret eo cavet recours d’hor Salver biniguet,
Hac ober pinijen evel ma zeo gleet.
Ret eo ober quenta eur gouir govession
Deus an oll bec’hejo, ha satisfaction ;
Detesti ar pec’het zo control da Zoue,
Ha banissa ar pec’het dimes ar volonte.

6