Pajenn:Tragedien Sant Guillarm condt deus ar poetou, 1869.pdf/113

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 109 —

Ma teuaz da loja daou capucin d’e dy.
E briet vertuus pa ho goelas arri
Da c’houlen logeis hac entrezet an ty,
A lavaras deze : allas ! ma mignonnet,
Nen deus quet a voyen e vec’h aman lojet.
Ma friet zo eun den hac a zo revoltet,
Mar ho caffe aman, sivoas, e vec’h lazet.
M’ho c’honduas neuze da dremen an nos-se
En eur c’hraouiq bian evit gortos an de,
Ha pa voa o coannia hi a voa contristet,
Ma c’houllas e briet petra voa ar sujet.
Ma respontas dezan : ma c’halon zo teuet
Palamour da daou den a zo aman lojet ;
Emedint aont er c’hraou hac ho divoar scornet.
An dijentil pa glevas a yes prest da vitte,
Non pas, ma ententet, palamour da Zoue,
Mes evit contanti ha plijout d’e friet.
An Itron, p’ho goelas, a voe rejouisset,
Hac en monnet neuze a commanç d’ho zellet
Ma voa an erc’h, ar scorn ouz ho divoar sclasset ;
Hac en neuze vantan a commanç da voelan,
Ha goude quement-se reï deze da goagnan.
Pa voa debret ho c’hoan, neuze e voent casset
En eur gamp tapisset evit mont da gousquet ;
Mes int a lavaras : ny hor boa intantion
Mont da gousquet dar c’hraou gant ho permission,
Rac ni ne gouscomp quet james en goeleou,
Goel ve guenemp mounet var eun tam plouz on daou.
Salocroas, emezan, na bermettin quet se,
Me guerc’ho dec’h aman eun tam plouz a goste.
Hac en mont da guerc’hat en eur gonsideri
Bue an daou capucin, goudeze e ini,
Ma crene e c’halon ouz ho c’honsideri
Ar boan hac ar fatiq a deuont da anduri
Var ho c’horfo er bed-man, evit bezan salvet,
Hac en da sonjal er pec’hejo en devoa commettet.
Ma commansas neuze da voelan a galon,
Ha da goulen pardon ouz roue an evo
Dimeus ar c’hrimmo bras en devoa commettet,
Ma ranne e galon gant quun ha gant regret,
Ma arouze ar plouz neuze gant e zaero,

10