Pajenn:Tragedien Sant Guillarm condt deus ar poetou, 1869.pdf/112

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 108 —

Evit nan deo bet on malic da zont d’en offançi.

Sant Bernard :

Sur gouir a leveret, me a voar er fat se :
Bras eo ar misericord deus an Autro Doue.
Mes justiç Doue a renq beza peet
Bette an distera diner, an dra-ze zo gleet.
Rac se n’ouffen quet rei dec’h ar binijen,
Ha guelliez a grim oc’h eus bed groet, ma den.
Impossible ve din, ya gant guirionne,
Reï dec’h eur binijen da effaci a neze.

Sant Guillarm :

Ho pet true ouzin, me ho pet, ma zad quer ;
Sant Per a c’houlennas goech all deus hor Salver
Pet coech dar pec’her pardonnin.
Doue a respontas dezan en eur c’hoarzin :
Quen aliez goech ma c’houlenje pardon,
Pa vezo regrettant deus a greis e galon.
Chetu me en eur stat dispozet d’er c’houlen,
Me a goulen breman diguenec’h pinijen.

Sant Bernard :

Ma map, assuramant true eo ho clevet,
Me gret assuramant e vezet pardonnet.
Pardonnet vezet sur, n’ho pet quet a vorc’het,
Poc’h eus quitet a gren ho pue debordet.
Rac se, me ho suppli ho pet patiantet,
Ha n’ho pet quet a spont ne vec’h quet pardonnet.
An Autro Jesus-Christ en deveus lavaret,
En eur leoriq bian en er a ver scrifet
Ar batiantet hac an humilite
Oc’h eus ebars en oc’h adversite,
A blich muin da Doue evit ar gontatamant er brosperite.
Pa ho coelan dispozet da ober pinijen,
Meia breman da rei dec’h sclerijen.
Raportet eo penoz, en eur leor historio,
E renes er bed-man eveldoc’h, eun Autro,
Hac en devoa ive commettet er bed-man
A bep sort pec’hejo, memeus ar re brassan ;
(Mes Doue a zo mad, hac en deveus bepret
C’hoant da gonvertissan an dud fal revoltet.)