Pajenn:Tragedien Sant Guillarm condt deus ar poetou, 1869.pdf/114

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 110 —

Da veza offancet Jesus-Christ, hon Autro.
Cas eure plouz dar gamp, dan daou gapucin-ze,
Ma c’houlen gant douster digant an tado ze,
Tado, leveret din a men vo pardonnet,
Tregont vla a zo sur me ne meus covesset.
Ma responchont dezan : hac ho pe commettet
Quellies a bec’het hac a den zo er bed
Pe a greun sabr zo en tro an nodjo,
Pe a ieoten so divoannet er prajo,
Mar oc’h eus guir glac’har d’ho beza commettet.
Me a bromet dec’h e vezet pardonnet.
Me gare, emezan, mar be ho polonte,
Ma zad quer, emezan, e teuffac’h d’am c’hoves.
Neuze ar c’habucin a lavaras dezan :
Abars en em goves ret eo examina
Ho corsianç er fat, dimeus ar pec’hejo
Oc’h eus bet commettet a enep an Autro.
Hac en mont en e gampr d’en em examina
Var an oll pec’hejo groet gantan er bed-man,
Gant quement a glac’har d’ho peza commettet
Ma rannas e gallon ha ma zeo bet marvet.
Ar gapucinet paour squis fatiq a voa meurbet,
Ha yes en oraison da bidi an Drindet
Ma vije e bolonte da reï dezan grasso
Da gavet guir bardon dimeus e bec’hejo.
Neuze ar gapucinet a zeuas da gousquet,
Ma voeljont e ine a zirac an Drindet ;
Neuze an Diaoullo a zeu den accuzi.
An den-man emeze nen deus groet nemet oc’h offanci :
E El mad den sicour a guemeras neuze,
Hac an tad Seraphin er protejas ive.
An Autro sant Frances à zeuas den diffen,
Ma fallas dan Diaoullo donnet prest d’er zurpren.
An Diaoul a zouten deze tout en ho fri
Nen devoa groet netra nemet e serviji.
Hor Salver Jesus-Christ dre e vadelez vras
Ouz an tad Seraphin neuze a c’houlennas :
Petra leveretu: na c’houi, sant Frances ?
Hac en o lavaret da Jesus : mar be ho polontez
Sant Mikel a boezo, mar plich, e oll euvro,