Pajenn:Sebillot - Luzel - Ar republik eo ar peoc'h ha mad ann holl, 1875.djvu/5

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
L’Echo de Morlaix.

varet eo gant ur mestr hep-ken, indan Napoleon I, monarchie constitutionnelle, pe gant ur chart pe ur gonstitution, indan Louis Fulup empir libéral, indan Napoleon III.

Hini euz ar gouernamantjou-se na eûs padet pelloc’h eget tric’huec’h vloas.

Holl ez int bet diskaret gant revolutionou, hag ann daou empir ho d-eûs digaset d’imp ann invasion, da lavaret eo ar vro dismantret (ruiné) ha glac’haret gant ann enebourienn (l’ennemi), ha douar ar Franz bihannêt.

Setu eno un dra hag hen eûs nec’het (préoccupé) hag ankeniet a bell amzer ’zo ann dud pere a gar mad ho bro.

Setu ive perag, goude hon gwaleuriou (malheurs) diveza, a oe gwelet darn euz ministred ar roue Louis Fulup, hag euz ar re muia brudet, evel ann aotronez Thiers, Dufaure, Remasat etc — o treï a-du gant ar Republik. Kalz a dud fur ha brudet kaër, dre ho finvidiges pe ho gwizieges (leur science), a heulias anezhe en hent-se, evel a-vad ann aotronez Casimir Perier, Léon Say, Germain, Wallon, d’Audiffret-Pasquier, etc. ha na gomzan aman nemet euz ar re ar muia a bouez (les plus influents). Evel-se ive ar republikaned, a bere na oa ket gwall-vraz ann niver gwez-all, a zo breman ann darn-vuian (la majorité) er vro.

Ann aotro Thiers hag he vignoned, pa ho d-eûs gwelet penaoz gant ur monarchi e vije ur revolution en Franz bep-gwez ma vije chanjet a roue pe a impalaër, ho d-eûs bet lavaret : klaskomp ann doare da ober ma vô gallet lakad ur galloud (un pouvoir) pe ur mestr en lec’h un all, hep ma vô evit-se brezel ha revolution. Ha pa d-eûs klasket, ho d-eûs bet gwelet sklêr penaoz na oa nemet ar Republik e c’hallje ober ann dra-se, hag evel-se ez int deut da veza republikaned.

Goude ma vije bet ur pensturier (président) ar republik en penn ar vro epad ar maread amzer lavaret gant al lezenn, e vije dibabet un all en he lec’h, pe e chomje c’hoaz ar memez hini, mar vije roêt d’ezhan ar muian a voueziou gant ann dibaberienn, pe ann elektourienn, — ha kement-se holl hep trouz, na brezel, na revolution.

Ar bevar war-n-ugent a viz Maë 1873, Kambr ann deputeed, dre ur vot, a disgaras ann aotro Thiers hag he vinistred. Ann darn-vuian (la majorité) ann deputeed a c’hoantaë ober d’ann den fur hen defoa salvet he vro heuil ur politik pehini a oa a-eneb d’he c’hoant ha da hini ar vro. Pa velas ann dra-se, e em dennas pe e roas he demission, ha kerkent ar marechal Mac-Mahon a oe lakêt en he lec’h.

Kement-se a oe grêt hep lac’hadek tud, evel ma vije bep tro a-raok, hep brezel na trouz a-bed, evel ma ve lakêt bemdez ur prefet pe ur mear en lec’h ur prefet all pe ur mear all.

Ann aotro Thiers hen defoa lavaret : ann amzer da zont (l’avenir) a zo d’ar re fura. Goude ar bevar war-n-ugent a viz Mae 1873, ar monarchisted a eure holl kement e c’halljont evit lakaad ho roue Herri pemp war ann trôn. Na felle ket d’ezhe zoken gortos penn (la fin) ar galloud a oa bet roët d’ar marechal Mac-Mahon evit seiz vloaz. Ar republikaned a difennas stard al lezen pehini a lavare e vije ar marechal pensturier pe president ar Republik epad seiz vloaz, hag hi a zo ar muia kiriek mar na eo ket bet diskaret ha mar eman breman startoc’h ha muioc’h galloudus eget biskoaz. Hag hoc’h ober evel-se, ann deputeed hag ar journaliou republiken a laboure hervez c’hoant ar vro, ar pez a zo bet gwelet sklêr dre ann elektionou partiel, rag war unan ha tregont (31) elektion partiel grêt a-baoue ar bevar war n-agent a viz Mae 1873, peder war-n-ugent a zo bet wit ar republikaned, c’huec’h ’vit ar bonapartisted, hag unan hep-ken ’vit al legitimisted.

Ar republicaned euz ann holl bagadou (de tous les groupes) a oe fur a-walch evit em unani en Kambr ann Deputeed, hag evel-se e teujout da veza ann darn-vuian (la majorité), hag evel-se a oë grêt ar Republik evit mad.

Ar Gonstitution, pe lezennou ar Republik, a zo brema votet, hag evit diskar ar Republik, e vefe rèd ober ur revolution, hag ar muia spountuz a zo bet biskoaz, hervez ma lavar ann aotrou Thiers.

Ar pez a zo da ober breman eo klask ann doare da virout ar Republik gant he lezennou, ha harza ar monarchisted da diskar anezhe. Setu aman, en bêr gomzou, lezennou ar Republik :

Da genta eman pensturier pe président ar Republik, dibabet evit seiz bloaz, da lavaret eo betek 1880, ha pehini e c’hall beza dibabet a-nevez. Neuze eman ar Senat, hanvet gant ann Deputeed, ar C’huzulerienn jeneral, ar C’huzulerienn arrondissamant, hag ur C’huzulier municipal euz a bep kommun. Goude ar Senat eman Kambr ann Deputeed, hanvet gant ann holl elektourienn, pe ar suffrage universel. Pensturier ar Republik a ve hanvet grant ar Senatourien hag an Deputeed.

Ar Senat a zo grêt a dri c’hant Senatour, hag e c’hall gant Pensturier ar Republik, terri Kambr ann Deputeed.

Pemzek ha tri ugent (75) Senatour a vezo dibabet en departamantjou, gant ann elektourien hon eûs lavaret uc’helloc’h.

Setu aze al lezennou ar muian a dalvoudegez (les plus importantes) euz ar Gonstitution nevez.

Gwelloc’h e c’halfe beza, marteze, met evel eman, e c’hallfe ober ar Franz c’hoaz krenv ha gallouduz (puissante), evel ma oa gwez-all, ha reï dezhi evit pell amzer ar peoc’h, a behini hon eus ken bras ezoum.

Ar Gouarnamant a zo breman o ren en Franz hen eûs grêt he breuvennou.

Ar Republik a zo grêt abaoue tost da bemp bloaz, hag e d-eûs diskouezet meur a wez, evit-hi da veza bet gwasket gant he enebourien (ses ennemis) epad ouspen eur bloaz, e c’hall, kouls hag ur gouarnamant all, reï d’imp an urz, al liberte hag ann doujanz (le respect) evit al lezenn.

Peurc’hrêt e d-eûs (elle a achevé) ur brezel gwaleürus komanset gant an impalaër Napoleon III ;

Diskouezet e d-eûs he c’hredit hoc’h ober ann empruntjou brasa a zo bet grêt a-baoue kant bloaz ;

Paeet e d-eûs ranson ar brezel grêt gant ann Empir, ur somm arc’hant ken bras ma vije kredet n’hen devije gallet bro a-bed hen paea ;

Komanset e-deûs sevel un arme nevez (reorganiser l’armée), nann evit ober ar brezel, met evit stourma ha trec’hi war ar re a c’hoantafe ober ar brezel d’imp ;

Dekretet eo bet egalite ann holl dirag al lezea militer, ha pep-hini a dle breman ober he servij, he-unan, koulz mab ar pinvidik millionaire evel mab al labourer douar pe ar paour keaz klasker bara ;

Gwellaad e d-eûs (elle a amélioré) stad ar re ho deus kargou ha pae bihan ;

Grêt e d-eûs reï deskadures d’ann holl, hag evit netra da vugale ar paour.

Piou hen devije lavaret e vije em gavet ar Franz ken buhan, goude he holl reusiou (malheurs), hag e vije en gavet ken pinvidik ha ken braz hag ar broiou ar muia pinvidik hag ar muia galloudus euz ann Urop ?

Ha kement-se holl a zo bet grêt indan ar Republik !

Troët euz gallek Paul SEBILLOT.
(Da veza heuliet.)