Pajenn:Sebillot - Luzel - Ar republik eo ar peoc'h ha mad ann holl, 1875.djvu/4

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
L’Echo de Morlaix


AR REPUBLIK
EO AR PEOC’H HA MAD ANN HOLL.



Pevare pennad.
————

Sklêr eo da velet dre ar pez hon eûs lavaret bete-vreman, en bêr gomzou, penaoz a-baoue 1789 ar Franz e d-eûs esaët ann holl doareou (toutes les formes) euz ar monarchi : monarchi legitime ha parlementaire, da lavaret eo gant diou gambr, kambr ann tadou Franz ha kambr ann deputeed, indan ar Bourboned, empir absolu, da la-