Pajenn:Sebillot - Luzel - Ar republik eo ar peoc'h ha mad ann holl, 1875.djvu/3

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
L’Echo de Morlaix


AR REPUBLIK
EO AR PEOC’H HA MAD ANN HOLL.
————



Trede pennad.
————

Setu grêt ann eil Empir.

Napoleon III hen defoa bet lavaret er gêr a Vourdel : — Ann Empir eo ar peoc’h ! hag epad ma renas, na eure nemet diskouez sklêr d’ann holl penaoz ez oa gaou ar gomz-ze.

Er bloaz 1853, e komansas brezel ar C’hrime eneb ar Rusianed. Ar brezel-se a goustas d’ar Franz kant tregont mill den euz he bugale, hag ur milliard hanter en arc’hant.

Ha divezatoc’h, en 1859, e teuas brezel ann Itali, evit reï al liberte da ur bopl amezek d’imp hag euz ann hevelep gwezenn (de même race) evel-d-omp. Ar brezel-se a roas dimp, en gwirionez, diou vro vihan, ar Savoie ha Nice ; met re abred (trop tôt) a oe achuet ar brezel, ha na roas al liberte nemet da un darn euz ann Itali pehini, evit beza peursalvet (entièrement delivrée) euz ann Autrichianed, ez oa prest da ober allianz gant ar Prussianed hag ann dra-se a c’hoarvezas er bloaz 1866, hag a oe trec’het (vaincu) ann Autrichianed en kombat Sadowa, hag ar Prus a em gavas neuze da veza ar c’hrenva en Allemagn holl.

Na gomzan ket euz brezeliou all, pe expeditionou, er broiou pell, evel ar Syrie, ar Chine hag ar C’hochinchine.

Brezel ar Mexik, grêt eneb ar gwir (contre la justice), a goustas d’imp pemp ha daou-agent mil den, pere na zistrojont biskoaz en Franz, ha wardro ur milliard en arc’hant. Kalz a dud pere, war gir ann Aotrou Rouber, ho defoa prestet arc’hant evit ober ar brezel-se, a oe rouinet.

E-keït ha (pendant que) ma oa goullonderet (étaient vidés) hon arsenaliou evit ar brezel-se en pell bro, a behini e lavare ann Aotrou Rouler ez oa ar brasa hag ar gwella tra grêt indan Napoleon III, — ha pehini a noazas d’hon enor ha d’hon c’hommers gant ann Amerik, ar Prus a disklêrias ar brezel d’ann Autrich, hag ar Franz na oa ket galloudus a-walc’h, abalamour ma oa he soudarded er Mexik, evit harza ar brezel-se ha miroud euz ar Pruss na deuje da em vrasaad.

Er bloaz 1870 (bloavez milliget da viken !), a oe disklêriet ar brezel d’ar Prus ha d’ann holl Allmanted gant ann Impalaër hag he guzulerien, — Nan evit mad ar vro, met evit distreï evez (attention) ar bopl euz treo ann diabars (des affaires intérieures) pere a droë fall.

Evit plijadur un neubeud tud, goad meur a vill den a oa o vont da veza skuillet, hag ur vro pinvidik galloudus o vont da veza dismantret (ruiné) ha glac’haret holl !

Ann Aotrou Thiers, ha deputeed all pere a garie stard ho bro, a esaeas ober selaou mouez ar furnes ; met ho moueziou a oe mouget (étouffées) gant moueziou ann deputeed pere a gave mad holl kement a ree ann Impalaër hag he vinistred, hag ann Aotrou Thiers a oe gwal-gaset (insulté).

Dre ar Plebiscit a oa bet grêt en miz maë 1870, ar bopl hen defoa roet d’ann Impalaër seiz million mouez, abalamour ma krede ober evel-se evit ar peoc’h ha mad ar vro. D’ar pred-se ann Impalaër ez oa dija en he benn ober ar brezel, hag e trompe konfianz ar bopl en-han.

Ar marechal Le Bœuf hen defoa disklêriet en Kambr ann deputeed, dirag ann holl, penaoz ez oamp prest mad, ha pa bâdje ar brezel daou vloaz, na vije ket rêd prena ur voutonenn gamachou hep-ken (un bouton de guêtre seulement).

Met allas ! gwelet a oe hepdale pegement ez on gaou kement-se.

A-boan a oa d’hon arme beza êt en kampagn, ma oe gwelet sklêr e faote kalz a draou. Lizeriou ann intandanted hag ar jeneraled, pere a zo bet disklêriet (publiées) a-baoue, a diskouez pegement ez oa dievez (imprévoyants) ha kabluz (coupables) ann dud en pere e defoa laket ar Franz he fizianz. Na oa ket a fusuillou chassepot, daouest (malgré) d’ann arc’hant braz votet gant Kambr ann deputeed, er bloaveziou 1866 ha 1867, evit lakâd ober fusuillou chassepot. Na oa ket ive a ganonou a walc’h, na kartennou, na boued a-walc’h, etc…

Ann Impalaër, el lec’h reï ar gomandamant da unan bep-ken, hen defoa roët anezhan da galz a jeneraled pere na oant ket ann eil indan egile, ha darn anezhe zoken n’ho defoa titr all a-bed evit gourc’hemenn nemet ez oant tud a lez ha mignoned d’ann Impalaër. Hoc’h ober evel-se, e tiskoueze ann Impalaër hen defoa c’hoant da viroud evit-han he-unan ar gourc’hemenn uc’hella, hag evel-se ive e dleomp teurrel war-n-han he-unan hon holl malheuriou. Ar soudarded, — evel atao hag en peb-lec’h soudarded ar Franz, a em gannas gant kalon meurbet, ha ma zint bet trec’het, na int ket kiriek (ils n’en sont pas cause), met ho fennou, (leurs chefs), pere, peurvuia, na wient ket (ne savaient pas, étaient ignorants), pe na oant ket unanet.

Napoleon III, goude beza capitulet hag em rentet gant he arme, en Sedan, en despet (malgré) da galz eus he jeneraled, — a oe lakêt en ur pales evit prison, hag eno a oe grêt d’ezhan evel da ur roue pe un impalaër, hag e keït-se (et cependant) ouspenn ugent mill euz hon soudarded a varve en Allemagn, gant ann naoun pe ar riou !…

Pa oe grêt ar peoc’h, e em dennas en Bro-Saoz, lec’h ma varvas en ur pales hanvet Chislehurst, pehini a zo bet prenet gant arc’hant ar Franz.

Ann den-se da behini ez oa em roët ar Franz, abalamour d’ann hano a zouge, (Ah ! en han’ Doue, ra em roo ken da Napoléon pe Bonapart a-bed !), — ann den-se a goustas d’ar Franz ann Alsace hag al Lorraine, diou vro ar gaëra, — dek milliard en arc’hant (ur somm spontus !), — hag un darn euz hon galloud hag hon enor ! Tost da dregont departamant a oe dismantret ha glac’haret holl, hag eiz ugent mil den (160,000) a gollas ho buhe ! —

Ha setu penaoz e kouezas er fank hag en disenor ann empir-se, pehini a lavare reï d’imp ar peoc’h !…

Hag evit mont betek ar penn euz hon malheuriou, d’ar pred ma teue da em sevel ha da gemer ann trec’h arme al Loire, savet gant gouarnamant ann défense nationale, ann traïtour Bazaine, ur mignon braz d’ann Impalaër, a roë d’ar Prussianed ar gêr grenv (la ville forte) a Metz, gant ouspenn kant hanter kant mill den, hon c’hanoniou hag hon drapoïou, ar pez na oa bet gwelet biskoaz c’hoaz…

Ah ! penaoz e c’halfe beza c’hoaz en Franz tud da gaout keuz d’ann Empir ha d’ann Impalaër !

Troet euz gallek Paul SEBILLOT.
(Da veza heuliet.)