Pajenn:Sebillot - Luzel - Ar republik eo ar peoc'h ha mad ann holl, 1875.djvu/2

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
L’Echo de Morlaix


AR REPUBLIK
EO AR PEOC’H HA MAD ANN HOLL.



Eil pennad.
————

A-baoue 1789, c’huec’h souveren pe mestr ho d-eûs renet en Franz : Louis tric’huec’h hep ken (seul) a zo bet marvet war ann trôn.

Louis c’huezek a varvas war ar chaffot abalamour e-lec’h digemer (accepter) chanchamantjou necesser ha douja pe respecti ar gonstitution hen devoa touët, e c’halvas tud ar broïou all (l’étranger) en Franz, evit sevel a nevez gwiriou (pour rétablir les privilèges) ann noblanz. Abalamour ma stourme (résistait), hen hag ann noblanz, ar revolution, pehini a oa er penn kenta vit ar peoc’h ha mad ann holl, a deuas da dreï war ann tu fall ha da ober drouk.

Napoleon kenta a diskaras ar Republik, dre nerz, evit em lakaad en he lec’h, hag epad ma renas, a oe atao en brezel gant ann Urop holl. Victoariou braz a c’honeas, gwir eo, met kement-se holl a droas fall koulzgoude, dre na oa finn a-bed d’ar brezel, hag a oe trec’het (vaincu) d’he dro gant ann holl rouanez unanet a-eneb d’ezhan. War-dro daou villion a dud a oe kollet gant-han, er brezeliou, pe en erc’h ar Russi. Ann enebourien, prusianed, autrichianed, russianed, saozon, ha kalz a re all, a deuas diou wez en Franz, hag holl a oe dismantret (ruine) ha glac’haret gant-hê. Frontieriou ar Rhin, goneet gant ar Republik kenta, a oe kollet, hag ouspenn a oe rêd reï meur a villiard evit ober d’ar russianed, ar saozon hag ar re-all, mont-kuit.

Setu, peurvuia, petra e c’honeer hoc’h ober brezel. Allas ! gwelet hon eûs sklêr ann dra-se c’hoaz, beza a zo pemp bloaz.

Napoleon, goude beza bet un impalaër ken galloudus, a varvas pell euz ar Franz, en enes Santes Helena, lec’h ma oa dalc’het prisonier gant ar Saozon.

Louis tric’huec’h a zistroas neuze en Franz, hag a oe laket arre war ann tron gant ar prusianed, ar russianed hag ar saozon, unanet a-eneb d’imp. Tri bloaz e lakaas da baea ann dud-se pere na ioullent ket (ne voulaient pas) mont-kuit euz hon bro, a-raok kaout ho arc’hant.

Louis tric’huec’h a varvas er bloas 1824, hag epad ma renas, na oe bet kalz peoc’h (tranquillité) er vro, gant ann noblanz hag ar vêleïenn o klask em venji war ann dud na oant ket a-du gant-hê en pep-tra.

Ann deputeed, d’ann amzer-se, na oant hanvet nemet gant pevar ugent mill den evit ar Franz holl ; evit beza elektour, ez oa rèd neuze beza pinvidik ha paea, d’ann neubeuta, kant skoed impôt. Louis tric’hwec’h, pehini a oa un den d’he c’hir (homme de parole), ha gwelloc’h eget ann dud a oa endro dezhan, na eas ket eneb ar gonstitution pe ar charte hen defoa touët en 1815.

Ar roue a deuas he c’houde, Charlèz dek, a oe renet (fut gouverné) gant ann noblanz hag ar jesuisted, ha pa hec’h eas a-eneb ar gonstitution, en mis gouere 1830, ar bopl a diskaras anezhan diwar ann trôn, hag e tec’has (il s’enfuit) en Bro-Saoz, lec’h ma varvas. Indan-han, a oe rannet (partagé) ur milliard, hanvet milliard ann indemnite, etre ann dud nobl pere ho defoa dilezet ar Franz epad ar revolution, hag a bere kalz ho defoa douget ann armou eneb d’ho bro.

Louis Fulup, pehini a deuas goude Charlès dek, hen defoa aoun euz al liberte, hag e c’hoantaas ober hep-hi. Met epad ma renas, a oe kalz a drubuil (troubles), ha goad ar fransijenn a redas alies, skuillet gant ar fransijenn.

Ar polis a vije vit un dra-bennag, peur-vuian, en trubuillou-se, pere a deue dreist-holl euz na c’halle ket ar vro diskouez sklêr he ioul, (manifester clairement sa volonté), hep mont eneb al lezen. D’ann amzer-se evit beza elektour, da lavaret eo evit galloud reï he vouez da dibaba ann deputeed, ez oa rèd paea d’ann neubeuta daou c’hant livr impôt. Daou c’hant daou ugent mill den hep ken a oa galvet er Franz holl evit henvel ann deputeed. Nao million hanter a dud na c’hallent ket voti, pe reï ho moueziou.

Ann deputeed, hag ar vro holl gant-hê, a c’houlennas ma vije brasoc’h ann niver (le nombre) euz an elektourienn. Met Louis Fulup a stourmas (s’y opposa), hag a eo grêt neuze en Paris ur revolution newez, ar bevar war-n-ugent a viz c’huerveur 1848, hag a oe diskaret arre ar roue diwar ann trôn, hag e renkas mont buhan da Vro-Saoz, lec’h ma varvas ive.

Unan euz ann treo kenta grêt gant ann eil Republik, en 1848, a oe sevel ar suffrage universel, da lavaret eo gervel ann holl fransijenn oajet a ur bloaz war-n-ugent da henvel ho deputeed, ho c’huzulerienn jeneral, ho meariou etc…

Ar monarchi, pa gouezas, ez oa goullou he zenzor. Evit leunia anezhan ha diwal a vije kollet crédit ar Franz, ann dud a oa en penn ar Republik a savas un impôt a bemp centimes ha daou ugent, da lavaret eo nao gwennek. Ann impot-se a zo bet tamalet d’ezhe alies, met brud vad hon zenzor a oe salvet evel-se.

Revolution vihan pe émeute, (vel ma lavarer en gallek), mis ewen a deuas neuze, grêt gant ar monarchisted ha dreist-holl ar bonapartisted, hag ar vro, spontet, a dibabas da bensturier pe president ar Republik ar prinz Louis Bonapart. Allas ! ann dibab-se a oa maleürus.

Tri bloaz divesatoc’h, ann den-se pehini hen defoa touet fidelite d’ar Republik, hec’h eas a eneb d’he c’hir, abalamour na roë ket d’ezhan kambr ann deputeed arc’hant a-walc’h euz he c’hoant, hag e tirogas ar gonstitution pe al lezen pehini ez oa karget da genderc’hel (maintenir), evel hen defoa touët ober.

Ann daou a viz kerdu 1851, e kasas soudarded paeet mad gant-han, da gemer kambr ann deputeed dre nerz, ha kalz a dud fur ha gwiziek, met pere a stourme out-han (lui résistaient), evel ann aotronez Thiers, Rumesat, Baze, ar c’holonel Charras, ar jeneraled Changarnier, Le Flô, Lamoricière, Cavaignac, ann aotronez Miot, Nadaud, Victor Lefranc etc… a oe kemerret en kreiz ann noz, en ho gweleou, ha tolet en prisoniou Mazas ha Vincennes.

Ar bevar a viz du, ann hini a dlee beza divesatoc’h ann impalaer Napoleon tri, a lakaë kanona ha mitrailla ar bopl, en ruiou Paris. Kalz braz a dud a oe lac’het, hag en ho zouez, bugale, groagez ha merc’hed. En departamantjou ive, ann dud a oa anavezet evit beza republikaned a oe kemerret (arrêtés) ha kaset pell euz ho bro, d’ann Afrik, ha da Gayenne, lec’h ma varvas kalz anezhe. Wardro hanter kant mill den a oe exilet, da lavaret eo kaset er-meaz ho bro.

Setu penaoz e komansas ann eil empire, o skuilla goad ar fransijenn hag o exila anez-he. Gouzoud a ret penaos e finisas, o c’hlac’hari ar Franz holl, er bloaveziou 1870 ha 1871, hag o koll un darn euz he douar !…

(Da veza heuliet).