Pajenn:Sebillot - Luzel - Ar republik eo ar peoc'h ha mad ann holl, 1875.djvu/1

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
L’Echo de Morlaix


AR REPUBLIK
EO AR PEOC’H HA MAD ANN HOLL.


Pennad kenta
————

Lavaret a oa bet d’heoc’h, ma zud keaz, gant Napoleon III, « ann empir eo ar peoc’h » ; — hag, evel ma ouzoc’h mad, kement-se a oa gaou, siouas ! Rag epad ma ’z-eo bet Napoleon III impalaër, a zo bet brezel kasi atao, ha brezel grêt fall hag a zo koustet d’imp kalz braz a arc’hant, ha kalz a dud hag ar pez a zo gwasoc’h c’hoaz, un darn euz a douar Franz, ann diou vro gaër hanvet ann Alsace hag al Lorraine.

Breman e lavaromp d’heoc’h ive, met gant gwirionez, ann dro-man : « ar Republik eo ar peoc’h ha mad ar vro hag ann holl. » Ha setu ar pez a fell d’imp diskouez d’heoc’h aman warlerc’h.

A-baoue komansamant ar bloaz 1875, un dra a dalvoudeges vraz (un évènement important) a zo c’hoarvezet en Franz :

Ar Republik a zo deut da veza gouarnamant ar vro, evit mad.

A-baoue ar bevar a viz gwengolo hon boa ar Republik, mar karet, met kalz a dud, ha dreist-holl en kambr ann Deputeed, a glaske ann tu da diskar anezhi ha da lakaad ur monarchi en he lec’h, da lavaret eo ur roue pe un impalaër. Deputeed pere a oa bet dibabet evit peurober (terminer) ar brezel ha pere, deiz ann elektionou, ann eiz a viz c’huerveur, 1871, a guze mad penaoz ez oant enebourien ar Republik, — ann dud-se ho d’eûs esaët meur a wez (souvent) digas d’imp da roue Herri pemp, gant ann drapeau gwenn. Ha koulzgoude e velent mad penaoz ma c’hoarvezje ann dra-se, e vije brezel civil en Franz, ar gwasa euz ar brezeliou, rag ann darn vuian euz ar Fransijenn a c’hoanta kaout ar Republik, ha nann ur roue, pe un impalaër. Diskouezet sklêr ho deveus kement-se, pa zo bet elektionou partiel, da lavaret eo bep-tro ma zo bet dibabet deputeed unan ha unan (séparément) en un departamant benag, hag hen diskouez a rafont c’hoaz, kenta gwez ma vezo elektionou nevez, da lavaret eo hep-dale

Amzer ha poan gollet eo bet d’ann dud-se. A-baoue 25 a viz c’herveur 1875, ar Republik eo gouarnamant ar Franz, hervez al lezennou, hag ann holl a dle senti d’ezhi, hag ann hini a grife brema : — Ra vevo ar roue ! pe : Ra vevo ann impalaër ! hec’h a eneb lezenn he vro, hag a riskl da veza laket er prison.

Ann Assemble National a zo breman a oa bet dibabet en amzer ma oa an enebourienn, da lavaret eo ar Prusianed, en hon bro, ha dre ma oa fall ann amzer d’ar c’houlz-ze, ha ma oa ann dud glac’haret hag aounik, ho defoa dibabet kalz a vonarchisted, da lavaret eo tud hag a c’hoantaë kaout ur roue pe un impalaër, hag a oa neuze ar majorité, pe ann darn-vuian euz ar moueziou, a-du gant-hê. Met kalz euz a deputeed pere a oa êt da Versailles evel monarchisted a droas a-du gant ar Republik, pa veljont ez oa eno mad ar vro, ha graz d’ann dud fur-se, ez oa gallet reï d’ar Franz ar gouarnamant a c’hoantaë kaout, ar Republik.

A-baoue ann 8 a viz gwenveur, ar republikaned ho defoa ur vouez muioc’h eget ar re-all, en kambr ann deputeed ; hag ar bemp war-n-ugent euz ar miz goude, miz c’huerveur, pevar c’hant unan ha daou ugent mouez (441) a vote evit ar lezenn pehini a save evit mad ar Republik.

Ar majorite-se a 441 mouez a oa grêt gant holl moueziou ann deputeed pere a zo azezet en tu kleiz euz Kambr ann deputeed, hag a zo hanvet abalamour da se ann tu kleiz (la gauche), moueziou ar bâgad (groupe) hanvet bagad Wallon, euz hano ann depute a zo en ho fenn (leur chef), ha moueziou seitek ha tri ugent (77) depute euz kreiz ann tu-dehou (du centre droit). Evel-se a oe tennet ar vro euz un danjer braz. Al legitimisted, — da lavaret eo ar re a c’hoanta Herri pemp, ar bonapartisted, ha kalz euz ann orleanisted, a roas ho moueziou, ann deiz-se, eneb al lezenn, hag eneb c’hoant ann darn-vuian euz ar Fransijenn, pere a zo evit ar Republik.

En deiz kaër-se, ar republikaned hag ann darn (la partie) euz ar monarchisted a droas a-du gant ar Republik a roas un dra bennag ann eil da egile, (se firent de mutuelles concessions). Digerri evel-se ar Republik d’ann holl Fransijenn pere a laka mad ar vro dreist ho mad ho-hunan, ha lakaad finn d’ar revolutionou pere, a-baoue tost da gant vloaz, a deu re alies d’hon glac’hari, — setu petra a c’hoantaë an dud fur se.

(Da veza heuliet).

————